Heklev PodKast

HeklevPodkast

Liamm eilet er golver.

Kazhig ha Kazhus

Kazhig ha Kazhus

29/08/2024

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Ronan Favereau


Tigrig, ur c’hazh mestr war Kertigrig a zo buhez ur roue gantañ, etre kouskoù-aez hag ensellerezh e zomani. Met un devezh, e cheñch e vuhez pa tegouezh ur gouelan ur wastell en e veg. Tigrig, beg lipous anezhañ ha kurius da vat a grog gant ur redadeg foll, betek en em gavout pell diouzh e di. Kollet en ur c’hoad derv teñval e kej gant Kazhus, ur c’hazh gouez a lak anaezhañ da brederiañ diwar-benn e vuhez aes.


Skrivet ha c’hoariet gant Ronan Favereau

Sonerezh : Perynn Bleunven 

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf


Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Skeudenn : Anna Duval Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



Teñzor Nina ha Pako

Teñzor Nina ha Pako

28/08/2024

Pako ha Nina, emzivaded yaouank, o deus kavet repu e-bourzh « Tasmant ar meurvorioù » bag Jack ar Borgn ar morlaer. Un iskis a gorventenn a lakao anezho da vevañ un avantur vrav.


Skrivet ha c’hoariet gant Morgane Cotten

Sonerezh : Perynn Bleunven 

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf


Skeudenn: Anna Duval-Guennoc

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



Ar vezh-lonk

Ar vezh-lonk

28/08/2024

Evit stourm ouzh an amzer hir e lak Ewen en e soñj kaout un Tad-kozh nevez. Ma c’hell an dud en oad advabañ, perak ne c’hellfe ket ar vugale ad-tadkozhañ ?

Ewen a gav neuze Yann-Fañch en Ehpad e-lec’h ma labour e dad. Gant joa e asant ar c’hozhiad dont da vezañ ezel eus ar familh Pennek. Liammoù kreñv a vez buanik etre Ewen ha Yann-Fañch, hag en em glevout a reont war ur poent : n’int ket plijet gant ar skol kentañ derez. Hogen, an amzer-dremenet a bak anezhañ en-dro a-greiz-holl, pa ra anaoudegezh gant an dentour, an Aotrou Brudul.


Skrivet gant : Loeiza an Duigou

C’hoari : Yann-Herle Gourves

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



An den kozh diwelus

An den kozh diwelus

27/08/2024

Dizoloiñ a ra Divi un drouiz diwelus war riblenn e gêriadenn. Den n’eo gouest da welet Haleg, an drouiz, war-bouez ar paotr yaouank. Kontañ a ra Haleg e istor da Divi : Baniset eo bet gant e re ha sordet evit bezañ implijet e c’halloudoù hud evitañ e-unan. Haleg n’hell bezañ dieubet nemet gant ur spered glan. Divi an hini eo marteze ?


Skrivet ha c’hoariet gant : Yann-Herle Gourves

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



Troioù-kaer liesliv Gwaregig ar Glav

Troioù-kaer liesliv Gwaregig ar Glav

23/08/2024

En ur jardrin hud louet tout emañ Gwaregig ar glav o chom. Un deiz bennak e kav ur barr-livañ hud, gouest da bentañ livioù flamm-flimin. Laouen ken-ha-ken e krog da reiñ livioù dezhañ da zigentañ ha d’ar bleunioù, d’ar reier, d’al leton da heul…


Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg

Sonerezh : Perynn Bleunven 

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec


Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Skeudenn: Anna Duval-Guennoc

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



Steredenn an huñvreoù kollet

Steredenn an huñvreoù kollet

23/08/2024

En ur gêriadennig vihan emañ Avel, krennard yaouank anezhañ, o chom. Gouest eo-eñ da lenn hunvreoù an dud er stered. Un noz e touar ur steredenn-nij nepell outañ. Enni e oa Mira, gwardez an hunvreoù. Asambles o-daou e krogont gant o hent da adkavout an hunvreoù kollet.


Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg

Sonerezh : Perynn Bleunven 

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec


Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Skeudenn: Anna Duval-Guennoc 

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



Itron Onion ha Sir Sardin

Itron Onion ha Sir Sardin

21/08/2024

Kan ar mor, talabao ar botoù-koad, storlok ar c’hontili, degemer mat deoc’h en uzin. War an holen e

c’hortoz ar sardin da vezañ lakaet er voestoù metal gant dornioù ampart ar vicherourezed. E-mesk ar

merc’hed yaouankañ, Stronk a zo nec’het. Stranañ a ra, he zreid ponner, pa rank skarzhañ he sailhadoù

leun a lastez. Ha gellet a raio tec’hout eus an uzin un deiz bennak ha tañva d’ar frankiz ?


Skrivet gant : Loeiza an Duigou

C’hoari : Anna Duval Guennoc

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.



Al lapin e foñs an tog

Al lapin e foñs an tog

20/08/2024

Max Donovan a zo ul lapin tristik. Paouezet en deus gant e droioù-hud. Abaoe m’eo marvet e vignon Bartolomeo, ar strobineller bras, e chaok karotezenn e soñjoù du. Pep deiz a denn d’an derc’hent. Pep deiz a denn da warc’hoazh. Betek ma errufe un homo sapiens eus ar re dorr-pennañ. Ur plac’h trouzus ha fri-furch anvet Suzi.


Skrivet gant : Loeiza an Duigou

C’hoari : Quentin Morvan

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



Per al loufer

Per al loufer

20/08/2024

Pêr a zo ul loufer o vevañ en ur bed a vrammerien. E vrammoù dezhañ a zo didrouz ha flaerius. Padal e weler mat an dud barrek d’ober kurun-bragez er gevredigezh en-dro dezhañ. Diaes eo da Bêr kaout mignoned ha kavout e blas. Goapaet e vez gant ar vugale all. An istor-mañ a gont buhez ur bugel disheñvel na vramm ket evel ar re all.


Skrivet ha c’hoariet gant : Bleuenn ar Borgn ha Thibault Le Meur

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



Ar Vastardez 12 An ti-kêr

Ar Vastardez 12 An ti-kêr

15/08/2024

Dominig, paeron ha tad a-eil Añjela, a zeu da vervel. Goulennet e vez diganti erlerc’hiañ sekretourez an ti-kêr, peogwir e oar lenn ha skrivañ e brezhoneg hag e galleg. Prim war-lerc’h e c’houlenn an aotrou maer ganti bezañ war e listenn evit an dilennadegoù, barrek ha speredek ma ‘z eo. Tud al listenn enep a grog d’ober goap, da lavaret ez eo Añjela un divroadez, ur vastardez, bet seurez ouzhpenn ! Holl verc’hed ar barrez a vot eviti koulskoude, c’hoant ganto cheñch penn d’ar vazh ha gwelet araokadennoù.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ