Un istor skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
Evit deiz-ha-bloaz hon harozig ‘zo bet prientet ur c’hoari klask war-lerc’h an teñzor … Plijadur a vo forzh pegement war hent teñzor ar c’hapiten Serpant Du !
Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ :Théophile Rouzic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc ha Gégé Gwen
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Trugarez da Cheun Hô evit an awen
Enrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Maïwenn morvan
Gwelet a ra Lili unan bennak o skrapañ ur paotrig dirak he fri. Diouzhtu e klasko-hi saveteiñ anezhañ diwar skiant-prenet he zad, ur foeter-bro brudet anezhañ. Met dañjerus eo ar janglenn etre Bro-Dhailand ha Bro Birmani rak trafikourien a bep seurt hag un nebeud tasmantoù a gaver eno marteze a-walc’h ivez.
Skrivet ha c’hoariet gant Maïwenn Morvan
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ: Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.
Un istor ijinet gant Marion Gwen
Evit talañ ouzh al logod ‘zo bet prometet advabiñ ur bisig. Mont a ra Yang Yang gant e dad d’ober anaoudegezh gant kizhier nevez ganet… Met kejañ a raio ar paotrig-serpant gant ur plac’hig, Zing eo hec’h anv… Pegen brav eo-hi, fromoù nevez ‘zo o tiwan e kalon ar bugel, karantez a vefe graet eus se ?
Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc ha Gégé Gwen
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Trugarez da Cheun Hô evit an awen
Enrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
El liorzh ez a ur bern traoù diwar-wel … Piz-bihan, framboez, pennoù-saladenn hag an avaloù zoken… Dispariset ! Un enklask ‘zo kaset a-benn gant Yang Yang ha Pegus ‘vit adkavout al laer… Chikouret ‘vint gant Derv, ar wezenn, test eo dre ma vez atav er jardin… Meur a susped a zo, ar melc’hwed, al laboused, ha ma vefe Pegus an torfedour ‘benn ar fin !
Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Trugarez da Cheun Hô evit an awen
Enrollet e Studio Dizale e miz Meurzh 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.
Un istor skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe Davodeau
Louisa hag he zad-kozh a ya da chifreta. Mall zo war Louisa da gaout he chifretezenn gentañ ha profañ ur friko d’he familh. Siwazh e yelo hunvreoù Louisa da get abalamour d’ur gouelan marnaoniet. Ret vo dezhi adkavout nerzh evit dont a-benn da vestroniañ he bazh-roued, hec’h aon kement hag he fulor a-enep ar gouelan. “Plac’h ar vazh-roued hud” a zeuio a-benn da besketa ha da cheñch he sell war al lapous.
Skrivet ha c’hoariet gant Jean-Philippe Davodeau
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Genver 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh.
Un albom fentus ha gant kalz livioù evit deskiñ d'ar vugale vihan penaos dizoleiñ o lodennoù prevez ha diwall anezho !
« Setu da gorf, dit-te eo. N'en deus den ebet gwir da douch anezhañ ma n'eo ket mat dit. Te eo mestr pe mestrez da gorf. »
Gant ar gemennadenn eeun met diazez-se eo e tigor albom Mai Lan Chapiron. Pedet eo al lenner·ez yaouank da anavezout h·e lodennoù prevez, da envel anezho ha da ziwall anezho. Desket e vez eo dezhi pe dezhañ hag ez eus gwir da lavarout “KET” !
Ul levr gant Mai Lan Chapiron : https://www.timilenn.bzh/product/ma-chorf-din-me-eo-mai-lan-chapiron-breton
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh gant Tifenn Merien
C’hoariet gant Marion Gwenn
Sonerezh gant Mael Guégo
Enrollet ha Kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Mersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Liza Jakez-Vargas ha Brendan Guillouzic-Gouret
Produet gant Kalanna
Enrollet e studio Dizale e miz Here 2025
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh
E kreiz-kreiz un toull-lastez... ez eus ur robotig torret o tihuniñ. N’en deus ket soñj eus pelec’h eo deuet nag abaoe pegeit emañ aze, met gouzout a ra n’eo ket amañ e lec’h. En em lakaat a ra neuze da furchal en e eñvorennoù evit adkavout an ti en doa anavezet gwechall. Met ar pezh a vo kavet gantañ a c’hellfe bezañ disheñvel diouzh ar pezh en doa soñjet… ha bezañ an dra a vanke dezhañ evit bezañ an-unan ha bezañ sur ez eus ul lec’h ma vezer gortozet.
Ul levr gant Joe Todd-Stanton : https://www.timilenn.bzh/product/ar-robot-kollet-joe-todd-stanton-the-lost-robot
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh gant Tifenn Merien
C’hoariet gant Tangi Merien
Sonerezh gant Mael Guégo
Enrollet ha Kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Mersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas
Produet gant Kalanna
Enrollet e studio Dizale e miz Here 2025
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh
« An deiz bravañ eo bet er brezel gwashañ »
Da nozvezh an Nedeleg e 1914, e deroù ar Brezel-bed Kentañ, soudarded hag a oa o stourm e trañcheoù kalon Europa a zisklêrias un harz-tennañ hag a baouezas gant an emgannoù. Ne oa ket mui daou du en nozvezh-se : soudarded a enaouas goulaouennoù-koar, a ganas Nouel, hag a c'hoarias ur match mell-droad zoken !
Ar vignoniezh etre Tommy ha Günter a ziskouez ur wech ouzhpenn pegen direzon eo ar brezelioù, ha reiñ a ra deomp da welout e c'hall kalz traoù c'hoarvezout diwar ur skleurenn a spi.
Ul levr gant Toni Galmés : https://www.timilenn.bzh/product/an-dreverz-toni-galmes
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh gant Fañch Oger
C’hoariet gant Tangi Merien
Sonerezh gant Mael Guégo & Quentin Morvan
Enrollet ha Kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Mersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas, Tifenn Merien
Produet gant Kalanna
Enrollet e studio Dizale e miz Here 2025
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh
En hañv paseet, en doa saveteet Nolig ur balumig a oa bet taolet war an traezh. Bremañ p'emañ ar goañv o tostaat ez eus mall war Nolig da welout e vignon en-dro.
Sellet ouzh an dremmwel a ra Nolig e-pad pellik amzer. Gortoz a ra c'hoazh hag adarre. Hag ur gorventenn all a vo ezhomm da gaout evit bodañ an daou vignon en-dro ?
Ul levr gant Benji Davies : https://www.timilenn.bzh/product/ar-balum-er-goanv-benji-davies
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh gant Tifenn Merien
C’hoariet gant Marion Gwenn
Sonerezh gant Mael Guégo
Enrollet ha Kemmesket gant Jean Mari Ollivier
Mersi bras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas
Produet gant Kalanna
Enrollet e studio Dizale e miz Here 2025
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh