Heklev PodKast

HeklevPodkast

Liamm eilet er golver.

Ha ma vefen bet ur boondaburra ?

Ha ma vefen bet ur boondaburra ?

26/12/2025

Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Maelc’hen Laviec

Petra ‘zo c’hoarvezet din ? Soñjal a raen e oa ’barzh ma c’hoari video e veze kavet ar bedoù digredusañ met graet ‘m eus anaoudegezh gant an Aotroù Atlas, ur paour-kaezh den kozh hanter zroch. Klevet e vez o chuchumuchuiñ e-barzh e liorzh gant ur vouezh iskis. Biskoaz n’em bije gellet ijinañ ar pezh ‘m eus gwelet. Ha ma vefe gwir...

Skrivet ha c’hoariet gant Maëlc’hen Laviec
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln

Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir

Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 


Troioù kaer Yang-Yang 06 : Nedeleg

Troioù kaer Yang-Yang 06 : Nedeleg

19/12/2025

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn

Dervezh an Nedeleg war ar blanedenn d.Tulum eo, mil enervet eo hon harozig … Erc’h a ra ouzhpenn ! Boulomigoù-erc’h, emgann bouloù erc’h … Emaomp o vont da zizoloiñ familh Yang Yang hag ouzhpenn evit ur prof nedeleg en do ar paotrig evit ar bloaz-mañ. Emañ e het o tont da vezañ gwir … Ur babig ! Dougerez eo e vamm.

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Guen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir  
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 


Troioù kaer Yang-Yang 05 : Ostaleri al lamponed

Troioù kaer Yang-Yang 05 : Ostaleri al lamponed

12/12/2025

Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Marion Gwenn

Komprenet en deus Yang Yang ‘oa ret dezhañ kreskiñ ha sikour er gêr… Ur mennozh ‘n’eus bet. Gant sikour Mamouchka ha Pegus emaint o vont da brientiñ ur pred saourus d’e dud hag ober ‘vel en ur gwir ostaleri ! Ostaleri al lamponed !

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir  
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 


Tarzh an deiz

Tarzh an deiz

05/12/2025

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou

Pa oa kroget fin ar bed en doa Ewen heuliet e vamm etrezek Bunkercity. Abaoe pemp bloaz e vev-eñ er gêr-gloz, pemzek metrad dindan zouar. Eurus eo Ewen eno, betek ma teufe e gamaradez Malika da hejañ e ved. Ha deuet eo poent dezho distreiñ war-c’horre ? 

Skrivet gant Loeiza an Duigou 
C’hoari : Maxime L’Hostis
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln

Sikour war c’hoari : Loeiza Beauvir

Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 


Giulio Raviolo

Giulio Raviolo

28/11/2025

Un istor ijinet gant Loeiza an Duigou

Ur sizhuniad e bro Italia a zo un hunvre daet da wir evit ar familh Sioulik, nemet e tro da wallhunvre pa nij tout an arc’hant lakaet a-gostez kuit en ur preti chik ha cheuc’h. Setu an aergelc’h o vreinaat, betek ma errufe ur raviolo hud. An heñcher nevez a zo mennet da ziskouez eo saourus ar vakañsoù ‘keit-ma ‘vez ijin ha plijadur a-gevret.

Skrivet gant Loeiza an Duigou 
C’hoari : Florian Ebel
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 


Uhel en oabl

Uhel en oabl

21/11/2025

Un istor ijinet ha c’hoariet  gant Laors Skavenneg

Lili, ur wennel yaouank dileusket abalamour m’eo disheñvel anezhi, a zo o hunvreal gant ar frankiz, daoust d’ar goap ha d’an argas. Skoazellet gant Adan, an eostig, e kav enni an nerzh da zilentañ ha da reiñ awen d’al laboused-all.

Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg
Sonerezh : Perynn Bleunven ha Laors Skavenneg
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic - Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc


Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.


 


Muntr e Kerguzh

Muntr e Kerguzh

14/11/2025

Muntr e Kerguzh

un istor ijinet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves


Gurvan, krennard yaouank anezhañ, a vourr tremen vakañsoù e ti e dud kozh. Eno e tizolo ar vuhez, ar frankiz, hag ar vignoniezh don. En hañv 'mañ eo kaset gant e c'hoantoù avanturioù war hent ar spont hag an enkrez. 


Skrivet ha c’hoariet gant Yann-Herle Gourves

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln


Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic- Plantec

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Tresadenn : Anna Duval-Guennoc



Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.




 



Un azen ’barzh an taksi

Un azen ’barzh an taksi

07/11/2025

Ur c’hi, ur c’havr hag un azen. Setu tri loen achapet o pignat ‘barzh un taksi. Ha dao war-zu bord ar mor ! Nag ur blijadur oc’h en em gavout digabestr ur pennad ! Ha piv a baeo an taksi e fin an devezh ?


Skrivet gant Paskal Hervio

C’hoari : Anna Duval- Guennoc ha Paskal Hervio

Sonerezh : Perynn Bleunven 


Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln


Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon  

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc

Tresadenn : Anna Duval-Guennoc



Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale - Kemper e miz Gouere 2025, gant skoazell Rannvro Breizh.




 



Un enezenn din ma-unan on-me

Un enezenn din ma-unan on-me

03/10/2025

{{Un istor ijinet ha c'hoariet gant Gwenola Coic}}


Felisi na gomz ket mui. A-benn bezañ klevet gant ar re all e rank skrivañ en hec’h urzhiataer ha gortoz e embannfe ar mekanik he gerioù dre un uhelgomzer. Un devezh e erruo Matthias da azezañ ‘tal he c’hichen hag e cheñcho he buhez dezhi !


{{Skrivet ha c'hoariet gant:}} Gwenola Coic

{{Sonerezh :}} Krismenn

{{Sikour war ar skrivañ : }} Mai Lincoln

{{Sikour war ar c’hoari :}} Thomas Cloarec

{{Enrollañ ha kemmeskañ :}} Jean Mari Ollivier 

{{Sikour war ar brezhoneg :}} Gwenola Coic

{{Produiñ :}} Kalanna hag Heklev Podkast

{{Tresadenn :}} Anna Duval Guennoc

 

{{Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh.}}

 



Bizeost

Bizeost

26/09/2025

{{Un istor ijinet gant Tangi Merien}}


Ganet e oa Paolig d'un deiziad ral ma 'z eus unan, d'an 29 a viz C'hwevrer. Rankout a ra gortoz pevar bloaz evit gounit unan. Ne oar ket peseurt tro-gamm he deus c'hoariet e blanedenn dezhañ met lakaet 'n eus Paolig en e soñj dirouestlañ e vallozh ha talañ ouzh ur gevredigezh fallakr a fell ober droug dezhañ.


Skrivet gant: Tangi Merien

C’hoariet gant: Yann Herle Gourves

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ :  Mai Lincoln

Sikour war ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier 

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Tresadenn : Anna Duval Guennoc

 

Enrollet e studio Dizale e miz Meurzh 2025, gant sikour Rannvro Breizh.}}



Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ