Gant Kendra e toullimp kaoz hudu. C’hoari ‘ra Kendra Blere N’Djee basket-ball gant kleub Les Gars du Reun ‘ba Gwipavaz abaoe miz Gwengolo. Un avantur nevez evit ar plac’h yaouank a 13 vloaz ‘noa komanset da c’hoari Basket-ball gant kleub ar Gelmeur ‘ba Brest un nebeut bloazioù zo… Evit mont war raok ‘neus dibabet mont da c’hoari gant les Gars du reun ‘ba ul live uheloc’h evit hini he skipailh ‘ba Brest… Barrek eo Kendra, unan eus ar c’hoariezed gwellañ ‘ba departamant Penn ar bed. Dibabet eo gant skipailh Penn-ar-bed ha skipailh Breizh.. deomp dustu d’or anaoudegezh gant ar c’hoarierez basket yaouank. Emañ gant Erwan Blanchard.
Kinnig a reomp un tamm plotred eus Anne Jaffret. Ganet eo 90 vloaz zo 'ba Kernilis ha piket he c'halon gant Stade Brestois er bloavezhioù 50. Abaoe 'neus kendalc'het da souten he c'hleub muiañ karet. Ganti eo un tamm eus istor Stade Brestois ha eus hec'h hini a vo kontet: eus an DH betek ar Champion's League. Un abadenn gant Erwan Blanchard.
Evel bep sizhun bremañ e roomp deoc’h d’ober anaoudegezh gant un darvoud, ur sport, ur sportour hag ur sportourez ! Gant Sarah Malésieux ‘vimp hudu. Sarah a ya da riklañ war ar skorn abaoe m’eo bugel. Meur a wech, bep sizhun, e ya beket ar Rinkla Stadium, ar poull rinkla war skorn, zo staliet ‘ba karter Bellevue ‘ba Brest. Rinklañ war ar skorn pe gentoc’h … e ya da dañsal hec’h unan pe a-stroll. Ar pezh zo heverk gant ar sport e ra gantañ Sarah eo mesket sport gant an arz. Sport et patinage eo anv ar gevredigezh ro an tu da Sarah d’ober gant he sport muiañ karet… Deomp dustu sa Brest da gomz gant Sarah Malésieux… Emañ gant Erwan Blanchard.
Distroet eo an US Konk-Kerne e trede rummad e fin ar bloavezh diwezhañ. Pad ur bloaz 'oa bet gwelet "Les Thoniers" e Lig 2. Ar wech kentañ 'oa d'ar c'hleub renet gant Jacques Piriou en em gavout 'ba ul live gant skpailhou a-vicher. Alies 'vez diaes ar bloavezh goude bout diskennet d'ur rummad d'egile. Memestra 'neunt komanset paotred Konk-Kerne o bloavezh mat kaer. 12 krogad 'neunt c'hoariet hag 'ba eil plas eus ar renkadur emaint! Deomp da selaou Alan Troadeg zo e karg eus gwerzhañ ar billhidi ha eus gwiskamantoù ar c'hleub. Emañ gant Erwan Blanchard.
8000 a dud 'noant lakaet o anv evit kemer perzh 'bar redadegoù aozet da geñver an hanter varatoñs etre Kaste-Pol ha Montroulez! Deomp da heul (fin goustadig..) rederezed ha rederien Kastel-Montroulez: Alan Konk, Aline Folgalves, Veronique Le Meur ha Brendan Simon... Gantañ e vo komañset an abadenn. Pa oa bugel Brendan e oa kalz war dro ar redadeg met e oa ar wech kentañ dezhañ galoupat an 22 gm a gours... Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
Tomaz Andre zo ur skipper yaouank leun a virvilh hag a varregezhioù! Kemeret en doa perzh 'bar redadeg Mini transat e 2023. Ronan Hirrien, kazetenner gant Frañs 3, en deus filmet an hent a zo bet kaset gant Tomaz evit mont betek penn. Tomaz André ha Ronan Hirrien zo ouzh mikro Erwan Blanchard.
Hudu e vo lakaet war wel ar sport oto ‘ba lodenn gentañ an abadenn ha ‘ban eil lodenn e kinnigin deoc’h un nebeut keleier war ar sportoù. Tro ‘po ivez da glevout Nausiaa Woolfolk zo oc’hoari basket gant Landerne Breizh Basket ‘ba kampionad Lig 1 Frañs. E-kerzh an hañv ‘oa bet dalc’het Redadegoù war bign ‘ba Berrien ‘ba Menez are. Koursoù gant otoioù sport sur dac’h ! A bep seurt ‘oa bet gwelet o vont gant un droiad ispisial kar hentoù an holl dud a c’hall mont ganto oa implijet ‘vit kas tizh. Yann Jakez Jestin, eus Landerne ‘noa kemeret ‘ba unan eus ar c’hoursoù ‘oa aozet, da laret eo ar c’hours gant otoioù istorel mar plij ! Deuet ‘oa gant e oto 106 peugeot Rallye. Deomp da selaou ‘nañ dustu. Komanset ‘moa ar reportak pa oa Yann Jakez ouzh rod stur e oto, unnnebeit araok loc’han gant un munutennoù a blijadur ! Ekipet ‘oa Yann Jakez me lar dac’h, giz un den a vicher ! Emañ gant Erwan Blanchard.
Kleub gwellañ Breizh eo Bad Kleub Rostren ! Evit ar bloavezh mañ e c’hoario ar skipailh e Top 12…. Pignet eo skipailh e live uhelañ zo ‘ba Frañs goude ur bloavezh e National 1 hepken. Un taol kaer eo gwelout ur c’hleub eus Kreiz Breizh en em gavout e mesk ar re wellañ pa gomzer eus sport… Bihan eo an niver an dud zo o chom er vro met ivez ar budjed a ranker sevel ‘vit gellout kemer perzh ‘ba ul live ken uhel… Disadorn ‘vo c’hoarierezed ha c’hoarierien Bad Kleub Rostren war an dachenn en dro evit match kentañ ar bloavezh.Dougenet eo ar c’hleub gant tud a youl vat entanet, en o zouez ar familh Siberil hag Alan Rouz zo e karg eus lodenn ar re yaouank er burev. Alan ha Milig ar Rouz zo gant Erwan Blanchard.
Real Madrid, FC Barça, FC Leverkusen, PSV Eindhoven pe Shaktar Donetsk... Ur sapre programm zo gant skipailh Stade Brestois e Champion's League ar bloaz mañ. Un huñvre evit an holl dud zo oc'h harpañ kleub pennañ Bro-Leon a gemero perzh en ur c'hip Europa evit ar wech kentañ... e Champion's League gant kleuboù meur ar bed. Hudu e vo dielfennet disoc'h tennañ plous berr (dre urzhiataer) an UEFA a oa bet dalc'het e penn kentañ miz Gwengolo. Gant Yann-Fañch Kerneiz zo supporter Stad Brestois e vo dielfennet ha displeget penaos e troio ar jeu gant Brestiz adalek an 19 a viz Gwengolo.
Poltred gant Le Télégramme
Distro sachañ war an tortiz pe sachañ war ar gordenn er C'hoarioù Olimpel e Pariz a oa e miz Eost! Abaoe 1920 e oa bet bountet er maez eus programm ar JO. Ar bloaz mañ eo bet kinniget gant tud Kevread C'hoarioù diwar ar maez ar sachañ war an tortiz. An tregeriad sej Falezan zo ispisializet war ar C'hoarioù se zo bet o kinnig atalieroù sachañ war an tortiz e Kleub Frañs e La Vilette e Pariz. Kontet en deus deomp e veaj e kêrbenn Bro-C'hall.
Photo gant Le Télégramme