E kerzh ar fin ar sizhun dremenet ‘oa bet dalc’het an devezh etrevroadell ‘vit gwirioù ar maouezed. D’an 8 a viz Meurzh ‘vez lakaet war wel ar gwirioù ‘dlefe kaout ar maouezed : memes re ‘vel ar wazed ‘vel just. Hudu ‘ba abadenn Sportou ‘roimp deoc’h da glevout meur a vaouez ‘noant kemeret perzh ‘ba abadennoù sport d’an 8 a viz Meurzh : Tifenn Gueganton, da gomañs, ‘noa kemeret perzh ‘ba Kampionad Frans Kross-Kountri ‘ba Karaez. War lerc’h ‘momp tro da glevout Emilie Vigouroux ‘noa lusket ur staj box gall hag en em difenn ‘ba Kemper. Hag er fin 'vimp gant Maiwenn Salomon, Amelie Le Feuvre hag Aela Bricaud ‘noant kemeret ‘perzh ‘ba Kip ar c’hourenerezed ‘ba Benac’h ‘ba Bro-Dreger. Lusket eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Ruilhan gant botoù, dañsal, lammat, ober troioù warni hech’ unan… Setu pezh ‘vez kustum d’ober Tinaig bep sadorn ‘ba Kallag. Gant he mignonezed eus kleub Hermine Callacoise ‘vez o pleustriñ ‘ba sal Albert-Montfort, pe Bebert Montfort bet diwaller skipailh rink-hockey an Hermine hag hini skipailh Frans war un dro… Met an tu arzel a blij kalz da dTinaig Coic ar Menn o ruzata gant he botoù ruilh… Cheter ‘pezh a gonto deomp ar plac’h yaouank a 15 ‘ba abadenn Sportoù, ur plac'h yaouank leun a virvilh a blij dezhi kanañ kement 'vel riklañ… Deomp da Gallag dustu gant Tinaig Coic ar Menn… Tro ‘moamp bet da gomz ganti just war-lerc’h ur bleustradeg gant he mignonezed eus kleub Hermine Callacoise.
War lerc'h 'po tro da selaou ar gronikenn "Poltred" zo bet savet gant Maina Gars. Lakaet 'neus Maina ar gaoz war Ilona Maher.
Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Kostum park eo anv ar sal sport nevez digoret ‘ba Kemper. Enni emañ paotred ar skipailh Basket Meot Kemper o c’hoari. Brudet eo ar c’hleub dindan e anv orin UJAP Kemper. Nevez ‘zo ‘oa bet digoret ar sal ‘oa afer anezhi evit reiñ d’ar c’hleub zo o kemer perzh ‘ba Kampionad Elite 2 ar bloaz mañ ur benveg evit gellout en em staliañ ‘ba Elite 2 pe Pro B gwechall. En abaden gentañ ‘moamp komanset d’ober tro ar sal asambles gant Keven ar Fur, ha war un dro komz eus kleub ar Meot ‘oa bet kroet e 1984 pa ‘oa bet kendeuzet daou gleub La Jeanne d’Arc gant La Phalange d’armor… Goude bout bet ‘ba trepasoù, salioù ar c’hostum Park en em gavomp ‘ba porzh ar sal… da boent ur c’hrogad etre ar Meot ha Pau Orthez d’ar gwener 6 a viz Fere/ C’hwevrer. Kollet ar match 79 da 85…. Deomp da Gemper neuzen gant Keven ar Fur zo prezidant ur rann eus kleub ar Meot : KB Family ! Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
‘Ba Kemper emañ ar C’hostum Park ha digoret eo bet e miz Here 2025. Enni eo en em staliet kleub basket Meot Kemper pe UJAP Kemper ‘c’hoari e kampionad Elite 2, an eil rummad ‘ba Frañs, ar bloaz mañ. Betek miz Here e c’hoarie an UJAP ‘ba sal Michel Gloaguen, ur sal oa erru un tamm kozh. Emaomp o vont d’ober un tamm tro eus ar sal asambles gant Keven ar Fur ‘zo prezidant KB Family, ur rann eus kleub ar Meot. Bet on ‘ba Kemper da geñver ur c’hrogad kampionad. Skipialh Pau ‘oa degemeret gant Meot Kemper. Pau unan eus kleuboù pouezhusañ ‘ba istor ar basket ‘ba Frans zo diskennet e Elite 2 nevez zo. Div abadenn e kinnigimp deoc’h asambles gant Keven, gant ur gelaouadenn eus sal Kpostum Park pe un anv all zo ivez ‘vel pezh ‘neus displeget deomp Keven. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
Un eil abadenn gant Jeannette Rivoallen a ginnigomp deoc'h. An taol 'vo lakaet ar gaoz war an taolioù kaer 'neus graet skipailh Stade Plabennecois da geñver Kip Bro-C'hall 'pa 'oa Jeannette unan eus renerien ar c'hleub melldroad. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Poltred: Stade Plabennecois
Mont ‘rimp war hon kiz ‘ba Istor Stade Plabennecois ha n’eo ket gant forzh piv, met gant Jeannette Rivoallen zo bet oberiant tre ‘vit lakaat ar c’hleub da vont en dro-adalek fin ar bloavezhioù 90 beket kreiz ar bloavezhioù 2010. Ur perzh pouezhus ‘neus bet Jeannette ‘vel ‘pezh a displego deomp e-kerzh an abadenn ha d’ar poent se, ‘vel bourman moarvat, ‘oa ket ur bouchad maouezed ‘oa ‘ba penn kleuboù ‘vel Stade Plabennecois oa ar skipailh A, ma peus c’hoant, o c’hoari ‘ba live Frañs, etre ar CFA2 hag an National, etre ar 5vet rummad hag an trede hini. Dindan div abadenn e konto deomp penaos eo daet a benn ur c’hleub bihan eus Bro-Leon stanket etre Stade Brestois ha War Raok Gwengamp ober e dreuz ‘ba seurt liveoù ha penaos eo daet a benn ur vaouez d’ober he flas ‘ba ur bed renet gant ar wazed sur deoc’h. Jeannette Rivoallen… Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Hudu ‘roimp ar gaoz da Erwan Kloareg en dro. Hag e fin an abadenn e vimp gant Erwan Konk 'neus kontet deomp e veaj 'ba Morocco da geñver Kip Afrika ar Broadoù. Erwan Kolareg zo kelenner war arzoù emgann met ivez war ur sport n’eo ket ken brudet ‘vel Qi Qong pe Taichi : ar sport ‘vez graet anezhañ Mouvement naturel pe Mouv Nat… un hentenn hag a oa bet kroet gant Erwan Le Corre ur pempzek vloaz zo dija. Savet ar Mouv Nat gantañ da reiñ d’an ni a vanka dezhañ desko pe addesko ober jestroù naturel : ‘vel lammat, pignat pe kregiñ ‘bar ur vrankenn da skouer. Erwan Kloareg a ro kentelioù Mov Nat ‘ban Uhelgoad. Tro ‘moamp bet da rein deoc’h da glevout kuzulioù ar c’helenner ‘ba un abadenn all. Hudu ‘vo lakaet ar gaoz war ar mod e santa, e veva ar Mov Nat… Ur sport a c’haller ober er maez pe e diabarzh. Gant peseurt sport e c’haller keñveriañ ar Mov Nat… Erwan Kloareg… Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Mouv’ Nat, Mouvement naturel pe fiñvadennoù naturel zo un doare dous tre zo kelennet abaoe un nebeut bloavezhioù evit desko pe addesko ober gant e gorf gant jestroù naturel na ra ket an nen kement se ken. Sport eo sur deoc’h met n’eo ket ur sport gant kenstrivadegoù aozet gant ur federasion bennaket. Evit kom eus Mouv Nat emaomp hudu gant Erwan Kloareg, ezel eus ar gevredigezh La pratique Sauvage, zo arbenniget war ar sportoù emgann met ivez an Tai Chi pe ar C’hi Qong… Entanet eo gant an embregerezh korf dre vras. Reiñ kentelioù Mouv Nat ‘ban Uhelgoad… Roomp ar gaoz dezhañ diouzhtu ‘vit goar hiroc’h war ar Mouv' Nat ! Kaset eo ,an abadenn gant Erwan Blanchard.
Pauline ‘zo bet dilennet ken brezidantez Bodadeg ar Gouren e fin ar bloaz 2025. Evit ar wech kentañ ‘ba istor ar vodadeg zo fiziet ‘ba ur vaouez ren ar gevredigezh. ‘Vo ket hec’h unan kar daou den all ‘vo ganti evit kas an troc’h. Ur vaouez yaouank eo Pauline Sellin, brudet ‘ba bed ar Gouren ‘giz ur gampionez puur ‘neus bet tro da c’hounit meyur a wech kampionad Breizh, Penn ar Bed ha Kampionad Europa. Ha divizet ‘neus gouestlañ un tamm muioc’h eus hec’h amzer ‘ba he sport muiañ karet. Tro ‘moa da gomz gant Pauline e fin ar bloaz tremenet ‘ba Gwipavaz da geñver devezh kentañ ar Challenge hinienell…Deomp dustu gant Pauline. Bout ur vaouez e penn ar vodadeg ha gourenerez war ar marc’had… Emañ gant Erwan Blanchard.
E-kerzh an abadenn ‘vo lakaet ar gaoz, hudu, war ar melldroad gouezeleg ha n’eo ket ar wech kentañ. Massen ‘walc’h e oarit e teu ar sport se eus Bro-Iwerzhon hag eo aozet gant ur gevredigezh anvet GAA. Meur a gleub zo ‘ba Breizh, ur c’hampionad hag ur skipailh broadel zo war ar marc’had. Amañ ‘ba Breizh e komañs da vont ar melldroad gouezeleg war diorren muioc’h mui. Met ‘ba Europa ivez. Kevread a live Europa ha Frañs zo bet savet zoken… Dre ar gevread Europa hag hini Bro C’hall zo deuet da Europa ha da Vreizh unan eus ar c’hoarierien vrudetañ ‘zo ‘ba Iwerzhon da gelenn, da vrudañ sport broadell Iwerzhon asambles gant an hurling : Rory Grugan e anv. C’hoari ‘ra gant kleub county Armagh nepell eus Belfast. E-pad muioc’h evit daou viz ‘neus beajet dre Frañs ha dre Vreizh o vont a ger da ger, a gleub da gleub evit diskouezh petra eo ar melldroad gouezeleg. E fin miz Du ‘oa ‘ba bro Brest. Pedet ‘oa gant Gaelic Football Bro-Leon ha Skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon gant Tangi an Ostis, kelenner sport anezhañ. Roomp ar gaoz da Rory…. Emañ gant Erwan Blanchard.