Hudu ‘momp ar blijadur da genderc’hel d’ober tro ti c’hoarioù hag ar sportoù hengounel gant Serj Falezan. ‘Ba Plougonver emañ an ti se abaoe warlene… Fotoioù, koupennoù, pezhioù da c’hoari ganto… Diskouezhet eo ha kontet eo, war un dro, istor ar c’hoarioù hag ar sportoù hengounel ‘ba Breizh gant Serj. Hag ouzhpenn an istor vras ‘zo kontet gantañ met ur bouchad istorioù bihan. Tro ‘meump bet da lakaat ar gaoz war ar c’hoaroioù ha sportoù a bep sort e kerzh an div abadenn all ‘meump kinniget deoc’h. Hag hudu ‘vo komzet diwar benn gouren kentoc’h ha gourenerien ‘oa brudet araok an eil brezel bed da skouer ha eus ar mod e tremene an traoù da geñver gourenadegoù meur ha kentañ tournamantoù etrevroadell. Emañ Serja Falezan gant Erwan Blanchard.
Hudu 'kendalc'himp d'ober tro ti ar c'hoarioù nerzh gant Serj Falezan zo unan eus mistri an ti. Serj zo ezel eus ar gevredigezh "C'hoarioù nerzh". 'Ban ti zo gouestlet d'ar C'hoariou ha sportoù hengounel eus Breizh 'kaver teñzorioù a bep seurt 'vel un tamm houarn hir ha pounner... Ur pezh anvet ahel-karr. Serj Falezan zo gant Erwan Blanchard.
Un ti da lakaat war wel ar c’hoarioù nerzh hag ar c’hoarioù hengounel ‘zo ‘ba Plougonver abaoe ur bloaz bremañ. Ennañ e c’haller kaout a bep seurt dielloù, fotoioù, pezhioù evit c’hoari ‘zo bet serret gant Serj Falezan abaoe bloavezhioù . Hemañ ‘neus galoupet bro evit dastum ur c’hravas, ur berchenn, skerboù ha kement zo. Ha c’hoant Serj Falezan zo animatour gant ar gevredigezh C’hoarioù nerzh zo dastum, diskouez ha treuzkas ‘pezh ‘oar diwar benn ar sportoù hag ar c’hoarioù hengounel eus Breizh. Bet omp gantañ ‘ba Plougonver da lakaat ar gaoz war ar pezh ‘ya d’ober ti C’hoarioù nerzh. Met gant Serj ‘ya pelloc’h ar gaoz ‘vit pezh ‘zo da wel ‘ban ti. Ur bouchad istorioù ‘neus da gontañ da heul ar pezh zo diskouezhet. Deomp d’ober tro an ti pe ar mirdi gant Serj Falezan. Lusket eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Ur sport anavezet nevez zo eo ar sport emaomp o vont da lakaat ar gaoz warnañ. Lakaet, ez ofisiel, da sport e 2024 ‘pa ‘oa anavezet al longe côte gant kevread gall an troioù bale. Met ouzphenn al longe-côte zo, pe bale ‘ban dour mor, an trail longe côte zo ur meskaj etre bale ‘ban dour ha galoupat war an draezhenn. Hag hudu ‘vimp asambles gant ur gampionez ! Kampionez Breizh 2026 mar plij ganeoc’h ! Yuna Moizan an ‘ni eo. Gall ‘reer gwelet ‘ nezhi o pleustriñ war an trail longe côte war aodoù Bro-Leon, ha war draezhenn ar Vilin Wenn ‘bar Releg Kerhuon, chouk da Vrest . Troo ‘moa bet da wel Yuna Moizan nevez zo d’ul lun noz just araok ur bleustradeg lusket ganti… Prest ‘oa da splujañ ‘ban dour ha da c’haloupat war an draezhenn sur deoc’h… Hag e fin an abadenn ‘vo klevet un tamm reportaj graet da geñver ar Redadeg. Gant Erwan Blanchard emañ Yuna Moizan.
E 1984 ‘oa bet kroet Tro Bro Leon… Ur c’hours zo daet da vout brudet bremañ. Gant Jean Paul Mellouet ‘oa lañset ar redadeg evit rastellat arc’hant ha dre se skoazell skol Diwan Lanniliz… Chenchet eo an traomù abaoe ar poent se. Ar c’hours evit an amatourien zo ur c’hours gant reder a vicher, klaset en eil rummad an UCI, UCI Pro series,, ar gevredigezh ra war dro ar redadegoù war velo ‘bar bed. Ha pevar bloaz zo ‘oa bet prenet Tro Bro Leon gant ASO, an embregerezh etrevroadell da aozan koursoù ‘vel Tro Bro C’hall. Memestra zo chomet un tamm spered lec’hel ha leon ‘ban Tro Bro ‘vel ‘pezh emaomp o vont da glevout ‘ba abadenn sportoù asambles gant Rolland Keroulas zo tenzorer Tro Bro Leon ha Louis Le Roux zo e penn ar skipailhoù a ya da stalioù ar panodoù hentañ a hed troiad Tro Bro Leon. Deomp gant Rolland Keroulaz da gentañ da c’hoût hiroc’h war an Tro Bro ha driestholl hini 2026… Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Kampionad Breizh Gouren 'oa aozet gant skol Mein Zao ar bloaz mañ. War dro 120 gourenerez ha gouren 'oa bodet 'ba Tregon evit klask gounit un titl kampion ar vro. Deomp d'ober un tamm tro di asambles gant Erwan Blanchard. Enrollet 'neus Lilwen, Aelys, Budok, Konan, an div vignonez Loeiza R ha Loeiza C, Tudual Maleuvre, Christian Pelé ha Pauline Sellin.
Gwaregiñ ha gwaregiñ war ar prim ‘meus bet tro d’ober asambles Sophie Le Hunseg ha Pol-Yvon Virot. Izili eus kleub Les Archers de l’Odet int o daou. Mont ‘reont da waregiñ ingal er maez hag alies tu Gwengad. Deomp asambles ganto da waregiñ. Sophie Le Hunseg ha Pol-Yvon Virot.
Adstaget eo Denez an Hir gant ar rugby e 2025. 'Pad pevarzek vloaz 'noa c'hoariet da geñver krogadoù kampionad... Hag ar bloaz mañ 'neus c'hoariet e live Rannvro 1 (R1) gant e skipailh muiañ karet, an RC Plabenneg! Penaos eo tremenet ar marevezh gant Denez an Hir. Hiroc'h gantañ ouzh mikro Erwan Blanchard.
Monts d’Arrée Glisse, sed aze anv ur gevredigezh ski zo staliet ‘ba Plouzane war bord ar mor, soñjit ‘ta ! En he fenn emañ Jean-Yves Coail abaoe muioc’h ‘vit 15 vloaz. Hemañ, paotr Bolazec anezhañ, a gas strolladoù tud da skiañ teir gwech ar bloaz gant ar gevredigezh. Met ouzhpenn aozañ ar beajoù da vont da skiañ, pelloc’h ‘vit Menez Are sur dac’h, e teska d’an dud ar mod da skiañ gant Jean-Yves zo monitour ski diplomet, mar plij ganeoc’h. Diskenn buon gant ar pistennoù ski du kentoc’h e plija dezhañ kement ha mont da skiañ er-maez d’ar pistennou. Hudu ‘ba abadenn sportoù emaomp o vont da lakaat ar gaoz war ar sportou goañv un tamm peogwir n’eo ket disoc’h gant ar prantad da vont da skiañ. D’ar poent m’emaon o komz ganeoc’h emañ Jean-Yves Coail ‘ba ur bus da vont sa an Alpoù… Petra eo Monts d’Arrée Glisse… ouzhpenn ‘vit ur gevredigezh moarvat ! Jean-Yves Coail zo gant Erwan Blanchard.
Un emglev ‘zo bet kavet etre listenn an tu kleiz unvanet hag hini Cécile Beaudouin eus LFI. Kendeuzet eo an div listenn eus an tu kleiz evit eil tro an dilennadegoù ‘vo ‘benn disul… Kar da geñver tro gentañ an dilennadegoù kêr ‘ba Brest zo bet souezhadennoù. Stéphane Roudaut, danvez maer an tu dehou, zo erru ‘ba plas kentañ gant 30 % eus ar voterien ‘neunt votet ‘vitañ… gwelloc’h ‘vit disoc’h listenn maer Brest, François Cuillandre, ‘neus rastellet 24 % eus ar mouezhioù hepken. Da heul ‘oa en em gavet al listenn oa kaset gant Cécile Beaudouin e anv Brest Insoumise ‘neus bet un tamm muioc’h ‘vit 15 % eus ar mouezhioù. Hag evit ar wech kentañ ‘ba istor politikel kêr Vrest ‘vo gwelet ul listenn eus an tu dehou pellañ en eil tro, hin Yves Pagès e anv an RN… Diwar se zo bet savet un emglev etre al listenn savet gant François Cuilandre - enni tud ar PS, Ekologourien, PCF ha kement zo- ha gant an ‘ni oa renet gant Cécile Beaudouin e anv LFI… Selaouomp, da gentañ, Taran Mareg eus ar PCF ‘oa war listenn Cuillandre en dro gentañ ha war lerc’h ‘vo klevet Cécile Beaudouin evit LFI. Emaint gant Erwan Blanchard.
Poltred: Ouest-France