Mont war hentoù Breizh da eskemm gant an dud o deus stourmet evit ma chomfe bev hor yezh deus mae 1968 da hiziv an deiz. Setu tem podkast Aziliz Peaudecerf "Eus ur remziad d'egile", embannet gant Ouest-France.
Klevet e vo ivez ur reportaj savet e skol Diwan Kerangov e Brest, e lec'h eo bet ar ganerez Mona Jaouen evit prientiñ festival Deus 'ta a vo dalc'het d'ar 6 a viz Du.
Kaoz 'vo diwar-benn pladenn live gentañ Brieg Guerveno enrollet 'kerzh an Trans Musicales e miz Kerzu 2021.
Embannet stumm vinyl!
Un tamm pennad-kaoz gant Brieg Guervenno ha Loeiza Beauvir, enrollet a-raok ur sonadeg en Avel-Vor e Plougastell-Daoulaz.
Gant Karolina
Graet 'vo anv ivez eus ul lec'h "coworking" nevez digoret e Maner Keranden e Landerne, anvet "le K".
Klevet 'vo Mathieu le Gwern, enrollet gant Erwan Uguen.
Kastell Leuhan, e anv, 'zo bet savet 'ba Plabenneg etre 1882 ha 1884. Dilezet eo 'abaoe 10 vloaz ha lakaet 'vo e gwerzh diouzh ar c'hresk 'vit 40 000 euro 'vit komañs... Kemer perzh 'raio an izili eus ar gevredigezh « Un chato à Plab » 'bar gwerzh-se 'benn ar 4 a viz Here, neuze. Evit en ober z'eusbet krouet un SCI 'vit sevel arc'hant ha klask prenañ ar maner a zo dispar... Muioc'h a zisplegadennoù war ar raktres gant Gwenole Breton, ezel eus « Un chato à Plab ».
Gant Erwan ha Karolina
Distro-skol UTL Kreiz Bro-Leon kinniget gant Jean-Yves Gwegen.
Levrioù Marsel Modir "Geriaoueg teiryezhek ar c'harr-tan hag an endro", "Geriaoueg teiryezhek korf ha yec'hed"
Kronikenn "Liorzh marzhus Ildut" : Penaos talañ ouzh ar sec'hor.
Un abadenn kinniget gant Karolina
Bagad Kornog a zo ur skol bagad lec'hiet e Lesneven evit ar re vihan hepken. An hini kentañ eo ha chom a ra plasoù c'hoazh evit mont ganto. Thomas Gaudin, gravour e Landerne, 'vo klevet ivez evit lakaat ar gaoz war e waskerezh a zo an hini vrasañ er bed.
Kinniget gant Pauline Daniel.
Sonerezh : 'Ndiaz - Mets en pas tant si (Ridées)
Brieg Guerveno - Tra ma vo
Recondite - Tie In (acid test)
Bel Air de Forro - Eu Sou Assim
Setu eil lodenn an abadenn gouestlet da "Veurgorf", geriadur istorel ar brezhoneg, savet gt Ofis publik ar brezhoneg. Ur benveg dispar o tiskouez penaos ez a ar gerioù da cheñch gant an amzer, o kemer sterioù disheñvel, o vont da get ivez a-wechoù all.
Tanguy Solieg ouzh mikro Karolina