Da geñver devezhioù ar glad e oa bet kinniget gweladennoù heñchet e Gwarez filmoù Breizh. Un digarez da lakaat ar gaoz war ar pezh a vez great gant ar filmoù a zo bet fiziet ennañ. Mevena Guillouzic-Gouret a labour eno a zispleg hiroc'h deomp.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc
Seniñ a ra Gerard Cornillet an ograoù e iliz Sant Pêr e Ploueskad. Ur weladenn heñchet a oa bet kinniget gantañ evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar benveg-se. Ha war un dro en deus displeget istor ar c'hoc'hu a zo e-barzh ar gummun, unan e-touez ar re goshañ e Breizh.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc
---Abaoe 30 vloaz e kinnig Ti menez are gouzout hiroc'h diwar-benn an endro hag an natur e Brasparzh. Stefan Merrer, rener ar greizenn a zisplego istor ar greizenn deomp.
---E eil lodenn an abadenn e vo klevet Angelina Beauvir a zo o terc'hel ostaleri STAL e Plouneour-Menez. Kinniget e vez atalieroù artizanerezh eno ivez. Solen Lesouef 'zo e karg eus un atalier engravañ.
Lodenn gentañ an abadenn 'vo gouestlet da oberennoù Yan' Dargent e iliz ha chapel Sant-Servez. Displegadennoù gant Ronan Hirrien.
Goude-se e vo graet anv eus un atalier bet kinniget e Sant Riwal da ziskouez d'an dud penaos ober loaioù koad. Klevet 'vo Gweltaz Duval-Guennog ha Gabriel Moulleg.
Gant Karolina
Mirdi Yan' Dargent oa bet digoret e 1991 e Sant Servez a-drugarez da Jean Berthou zo aet da anaon e miz Kerzu bloaz paseet.
Kenderc'hel a ra ar mirdi da vevañ a-drugarez da dud kevredigezh "mignoned mirdi Yan' Dargent".
Baleadennoù heñchet a zo bet kinniget 'pad an hañv gant Ronan Hirrien.
En abadenn hiziv 'vo klevet muioc'h diwar-benn al livour Yan' Dargent met ivez diwar-benn Jean Berthou, bet merour ar mirdi.
Ronan Hirrien gant Karolina.
Gant Camille Guihard zo e karg da hentañ an dud ‘ba Passerelle eo bet kinniget deomp an teir diskouezadeg zo da gaout ‘bar greizenn arzoù a-vremañ zo ‘ba Brest. Gallout ‘reer mont da welout anezho betek ar 16 a viz Gwengolo.
- « An disparti ». Oberennoù c’hwec’h arzour zo da dizoloiñ.
- Poltridi Laura Henno : ur sell war blanedenn strolladoù paotred yaouank dibaper zo ‘ba enez-vMayotte.
- Labour Germain Marguillard bet kaset ‘ba « Passerelle » zo welout a-hed an hañv. « A l’infini pas du tout » eo anv e diskouezhadeg.
Kinniget eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Gant trede pennad an heuliad Kurdistan dre sell Breizhiz e kendalc'homp da gaozeal eus sonerezh ar Gurded gant Gaby Kerdoncuff. Savet en deus ar soner abadennoù gant sonerien ha sonerezed kurd.
War-lerc'h e vo klevet Michel an Hir, ezel eus ar gevredigezh "Keneildedoù kurd Breizh" a zo bet e Diyarbakır, e Kurdistan Turkia. Bet eo o veajiñ eno meur a wech etre 2008 ha 2013. Tro en deus bet da c'houzout hiroc'h diwar-benn sevenadur ar Gurded. E gouel ar bloaz-nevez Newroz en deus kemeret perzh.
Sonerezh :
Ala - Kê Dezanê
Kani Kamar - Mihabadim
Şivan Perwer - Pêşmergên Me
Mizgîn - Newroz
Ayşe Şan - Heywax Dayê
Ahmet Kaya - Diyarbakır Türküsü
An heuliad abadennoù Kurdistan dre sell Breizhiz zo kinniget deoc'h gant Maëlys Poublanc.