Ba Breizh 'veze kanet get gozik toud an tud, durant ar labour, durant ar filajoù, pa 'yae an dud d'ar skol... dam ya hir 'oa an hent d'an amzer-se ! Kanourion ha kanerezd zo bet aterset get Monique Ar Boulc'h er bleadoù 1990. get Jude Paboul, a vBaod; Jeanne le Berre, a Vubri; Raymond Darcel, a Gleguer, a ; Emile Diodic, a Bloe ; Lucie Sivy a Garnassen
Dominique a son ar bombard a-c'houde gwerzo bremañ, eñ 'neus gounizet ur bochad koñkourioù. Ni zo bet do'ch e welet get Monique ewit kojal ag ar sonerezh, ag ar bombard hag ivez a-ziàr ar sonerezh difennet get ar relijion gwezharall. . Tonioù : - Dominique Pouleriguen, Claude Le Gallic : gavotte Pourleth - Concours 1996 sonneurs à Gourin - Jean Pouleriguen - Dominique Pouleriguen, Pascal Salvar : aval oranj - Kan Ar Bobl 1997, Le Saint - Trouzerion - Dam d'er bal
Hiziv eh omp get Maxime Crahe e Laouelan evit komzag an dezenn ' deus savet a-ziàr breton Langedig e 2013, ni ' gomzay ag ar mimoer ' deus savet a-zivoud Profesioù poblek Bro Gwened. Sonennoù : - Ours Samplus - Smile - Ruzerion Traoué - Er brizourezed - Hunergeha Welat - Felaketim - 2zio - Nor nintzen ni
Ur bochad vretonned zo bet b'ar Beauce da labourat. Penaos 'base an traoù ? Pierre Allain, Pluverin, aterset e 1992 Amélie Audran, Bizhui, aterset e 1990 Germaine Saindrenan, Sant Tudal, aterset e 1993 An abadennoù zo bet savet get Monique er Boulc'h ha kempennet int bet en-dro get André ar Meut . Tonioù : Jo Le Pourchasse : Allas ar gohoni Edgar Trio : Le chant des lucioles Dañs er jeko : ar vinourez Chants du Morbihan : padon er park e labourat
Damb da pardon Sant Krenan e Pleurdud. Monique 'doa enrollet an overenn e 1991 ha tud ar vro evit komz ag ar pardon hag ar chapel. B'an abadenn vo klevet Louis L'Hermitte, Fine Broussot, Louis Raoult. André er Meut neus kempennet an abadenn en-dro . Sonerezh : Kantikoù ag ar pardon Hosti Sakred, André er Meut
Suzanne Maho 'deus komañset da labourat pa oa 12 vlez. He deus kuitet Berne evit bout matezh ba Pariz, he 'gontañ penaos e pase an traoù evit kavet un ti, petra he deus groet durant ar brezel... Monique er Boulc'h 'doa he aterset e 1998 hag André er Meut neus kempennet an abadenn en dro . Tonioù : Rosalie Belle deit genein Liù : Olole Antoinette le Govic : ar vatezh
Get Cedric Binet eh omp hiziv e mirdi Botoha ! Eñv ' ya d'isplikin deomp petra eo ar mirdi hag eñv ' zivizay deomp un neubeudig traoù a-zivoud diskouezadeg ar sertifikat. Sonennoù : - Maire-Josèphe Bertrand - Ar gomer - Marti - Perque m'an pas dit - Ti Raoul - A nou bare fwon nasional - Kousk Breizh Izel (piv a gan ?) - Cocanha - Zinga Zanga
Penaos 'vez savet un toer ? Tud ag ar vicher a zispleg deomp ! Auguste le Pailh, Kamorzh, aterset e 1992 Pierre Allain,Plumelin, aterset e 1992 Arsène Le Crom, Kerforn, aterset e 1991 An abadennoù zo bet savet get Monique ar Boulc'h ha kempennet int bet endro get André ar Meut . Tonioù : Auguste le Pailh : Tro ha tro de Wened Désiré Le Goff : marse Er bugul Myriam Guillevic : pe oen bihan
Hiziv eh omp get Mazhev Coviaux, ur paotr yaouank a Borzh Loeiz, eñv ' gomzay deomp ag ar flim bihan ' deus savet evit filmoù-chakod, ur levrig "Anvioù-lec'h Porzh-Loeiz", e embregerezh hag a draoù 'rall c'hoazh ! Sonennoù : - Maxgonz - Morning Coffee - Filmoù Chakod - Manez ar Seizh Avel (ur lodenn) - Talisk - Farewell - Trezol an Enez (Danevell savet get Mazhev Coviaux) - Enrolladenn Elmar Ternes - Ar Gorrigez - Marie Tonnerre (CD3, 02 piste 6) - Joze Kalloc'h - Me ' zo ganet e kreiz ar mor - Latzen - Ze ingo xu Ar gorrigez - Marie Tonnerre (CD3, 02 piste 6) Me 'm beus klevet ur gontenn get meme pa oan yaouank c'hoazh. En amzer gent e veze gwelet ur gorrigez àr ar c'herreg, pa veze 'surtout' an dour izel. Hag e veze 'soi disant' éc'h en em gribat, get ur grib, àr ar goemon hag ar c'herreg. Hag un devezh se-ma hi daet da di ur vaouez hag en (d)oa ur c'hrouadur bihan. Ha hi 'n doa unan ivez. Ha hi 'n doa kaset he c'hrouadur da di ar vaouez-se, ha laket er c'havell ha kemeret kani ar vaouez hag er c'has geti. Ha hi veze marse durant ur pemzek deiz bennak get er gwelet er c'havell pa veze ket ar vaouez er gêr. Hag un droiad hi 'n doa ket kavet prop he c'hrouadur get ar vaouez arall. Ha se-ma hi daet an devezh àr-lerc'h d'er c'hlask. Ha hi 'n doa lâret dezhi "dalit, vilez, se' ho krouadur ha grait din ma hani" ha setu ema hi aet kuit get he c'hrouadur a oa e ti ar vaouez arall. Hag ar vaouez arall 'n (d)oa ket gallet anavout e-raok an amzer-se he hani-hi get kani ar gorrigez. Pandeogwir ar gorrigez a oa daet da glask he hani hag en (d)oa graet kani ar vaouez-se dezhi. Ha oaran ket petra oa paset àr-lerc'h. Kar an dra-se 'zo traoù hag en (d)eus 'n em baset gwerso. Ha marse me 'meus ket dalc'het soñj mui zo an dra-se. Me 'm beus klevet get ar re gozh, ar gorrigez a oa é chom 'dan ar mor. Ha moarvad un droiad, ur vag bennak en doa taolet an eor e jardin ar gorrigez. Ha hi en doa lâret, ar gorrigez d'an den-se, "Ma ne ziwallez ket ha eor, ama ! te welo get piv az fo afer ! Kar te feus fondet ma jardin ha oa legumaj ha bokedoù a-barzh !"