Kelùen e Guern zo anavet mat aveit he chapel hag ar pardon ha a zisach ur yoc'h tud ! Monique Ar Boulc'h 'doa aterset Pierre Eonin e 1990 aveit komz ag e barrez, hag Anne-Marie Le Brun (hag un hostiz ag an davarn) e 1989. Tonioù : - Jo Le Borgne : Diaul Lokmetro - Julien ?? : Er vugulez er c'hoed - Jean Hemonic : Er paotrig bihan - Germaine Bolé : ... montrer pus fot de cai
Patrig Gueguan 'oa ar jaojour diwhezhañ e Breizh. Ar jaojourion (bout 'oa 25 e bro Frañs gwezharall) a vuzule ar bagaoù a-raok vijent savet. Breman d'eo ket mui ar vicher-se, ur gevredigezh vras ha privez a wirikaat savadur ar listri. Tonioù : - N'diaz : An anglezed - Esquisse : Immersion 1&2 - Ozan Trio : Ti An Tortig - Ar spilhou : Erik Marchand
Ni zo c'hoazh àr Enez Groe oc'h ober un droiad get José. Gweladennet hon eus kevredigezh Chien Noir hag bet omp bet àr an aod. Tonioù : Yann Tiersen : l'arrivée sur l'île Teir : Distro ar matelod Jean Le Meut : Gwahañ micher er bed Silabenn Trio : You ki sont ?
D'eo ket aes bout pesketour, ha d'eo ket aes bout mouez ur pesketour na ken... Tad José 'oa pesketour, neuze 'yamb da gojal a-ziàr an dra-se getoñ hirie ! Tonioù : Youhadenn : Paotr an tour tan Jean Le Meut : Stirenn ar Mor José Calloch : Me zo ganet e kreiz ar mor
Dalc'hamb an abadennoù àr an nedeleg, hirie get Louise Ourvois a Vubri enrollet e 1997 Ha Jean-Pierre Deridel a Rieg (penn-ar-bed) 1990 Tonioù : - Youenn Gwernig : Nedeleg - Yann Raoul : Noz An Nedeleg - Kanta : Cân Y Fari Lwyd - Duo Menguy Le Pennec : Valse
Aveit achuiñ ar prantad nedeleg e kinnigomb deoc'h un abadenn aveit kompren petra eo ar pezh 'vez groet "ar sizhun gozh" anezhi : penaos 'veze gouiet get an dud an amzer 'vo durant ar blead nevez a-drugarez ar sizhun gozh. Displeget get Jude Paboul. Hag àr-lerc'h 'vo komzet ag ar c'hanennoù nedeleg get Jean Le Meut.
Ni zo get Paulette en-dro aveit komz ag ar beskerezh, ar brezel ha pa oa arriù an tre-dan. Hag e penn-komañs toud, ar sizhun gozh ! Tonioù : - Ar vugulez d'ar lann, Myriam Guillevic, P Gicquello - Un dé é kreiz er mor - Tout é chanjaunt, Bèrtran Ôbrée - Egyptain Fantasy, Vincent Perraini & Emile Parisien
Komzet 'vo ag ar c'hezeg hirier get Jo Eveno doc'h mikro Monique Ar Boulc'h ha Marcel Donias doc'h mikro David Ar Gall tonioù : - Jo Pourchasse : han da welet ma mestrez - Landat / Moisson : damb d'ar bal - Eben : An Disput - PIerre Jehanno : epad 10 vlé mes labouret e porzh kezroman