Hiziv eh omp get Morwenn an Normand (sonerez) Arthmael Giraudon (sonour saksofon) ha Youn Kamm (binioùer ha sonour trompilh) e Porzh-Loeiz evit komz a-zivoud problemoù an intermitanted en arbenn ag ar C'hovid-19. Sonennoù : - Karmawin - Street Son - N'diaz - Blev Hir - Morwenn an Normand ha Ronan Pinc - - Zoufris Maracas - Chienne de Vie - Unergeha Welat - Servano
Gramb un dro 'ba Meslan get Joseph Le Flesher, Roger Brivoal, Aimé Fléjo, Adrien Cordiet hag Aimé Solliec. An atersadenn zo bet savet er bleadoù 90 get Monique Ar Boulc'h ha kempennet en-dro get André Ar Meut. . Sonereh : - Loeiz Lorgeray : L'Ellé - Kan Bro Fisel : Gavotte Pourleth - Louis-Marie Guennic : er Skorf - Roland Becker : Gavotte Pourleth
Maria Dily a gonta ar vuhez en amzer gwezharall, ar labour, an dilhad, an euredoù hag ivez an intermantoù. Aterset 'oa bet Maria get Monique e 1994 hag an abadenn zo bet kempennet endro get André Ar Meut. . Tonioù : Louisette Gall : Parrez Persken Alice Jaffré : Me mes ur galonig Rial Amélie Aurart : Bep Mitin Noélie Kervegant : Er mod chanja
Damb d'ar pardon, kani Sant Selon e parrez Seglian. Get Jean Le Bayon, Henriette Ar Borgn, Celine Ar Go hag Eugénie, aterset get Monique ar Boulc'h er bleadoù 90. . Tonioù : Jo Le Goff : Sant Selon Séraphine Le Floc'h : Men devehan tro fest Monique, Christiane Le Fur : Klehier Seglian Jean Le Bayon : An andouilhen
Selaouaomp doc'h tud ' deus choajet da zesav o bugale e brezhoneg, klaskamp gouiet petra ' c'hell bout diaes ha petra ' zo aes pa zesavant o bugale e brezhoneg en ur gevredigezh galleg. E jardrin Maelaig Feroc ha Brewal Runigoù eh omp hiziv ! E Lokmikaelig, etre ar Blavezh ha gwazh an Intel. Sonennoù : - Ours Samplus - Alamo - Brewal Runigoù - Bidoiak - Boubacar Traore - Hona - Sawa - Viktor C'haja Kronikenn : Ar benn man glin e skrivan deoc'h : Lizher 70 - skrivet d'an 28/12/1915
Demat d'an holl ! Hiziv e omp get Christophe Nikol hag Arthur Konaneg e Brelevenez. Arthur Konaneg ' zo a volontez vat get Radio Bro Gwened ha daet eo da lâret kaer geneomp ! Komzamp get Christophe hag a zo bet desavet e Bourc'h-Baz, hag a zo kostez Naoned, bro an halen hag ar paludoù. Klaskamp gouiet istoer an halen e Breizh ha penaos ' vez eostet ! Sonennoù : - ESCE - Summer Nigths - Jeremy Kerno ha Marc Clerivet - L'arbalète - Erwan Tobie ha Heikki Bourgault - Rond de Paludier - N'diaz - Cover Radiate - Terez Sliman - Shahrazad Kronikenn : Ar benn man glin ' skrivan deoc'h - Lizher 67 - Kartenn ag an 16.12.1915
Demat d'an holl ! Hiziv e omp get Christophe Nikol hag Arthur Konaneg e Brelevenez. Arthur Konaneg ' zo a volontez vat get Radio Bro Gwened ha daet eo da lâret kaer geneomp ! Komzamp get Christophe hag a zo bet desavet e Bourc'h-Baz, hag a zo kostez Naoned, bro an halen hag ar paludoù. Klaskamp gouiet istoer an halen e Breizh ha penaos ' vez eostet ! Sonennoù : - Gyvus - Venice - Patrick Drean - Kan an evned - Filifala - Seltitude - Dour Le Pottier - Llosgi - Pontydd Kronikenn : Ag ur Gomz d'un all - 28/03/17
Hirie vo klevet daou zen hag a zisave yér. Evit komañs vo Marie Jarno a St Betalame aterset get Monique ar boulc'h e 92 hag àrl-erc'h vo o kojal Jo Hamonic a Silieg en un abadenn savet e 93 ha kempennet endro get André Ar Meut - Marie Jarno : P'oen e pasein. - Marie-Ange Conan : Me meus ur yarig wenn - Antoinette Govic : Me mamm en doé ur yar - Eben : Ur yarig