Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

An diskoutourion

An diskoutourion

13/04/2023

An diskoutourion a soegn toud sort a glañvedoù. Hiri 'vo klevet àr ar sujed-mañ Cécile Mentec a Goadan, Angèle Le Clainche a Vourieg ha Thérèse Jubin a Bleheneg.


Forjoù an Henbont, luzin Lokrist

Forjoù an Henbont, luzin Lokrist

13/04/2023

Pierre Peresse a gojal deomb ag ar vuhez ha labour ba luzin Lokrist. Dooc'h mikro Monique Er Boulc'h ba 1994.


Enez-Groe - 2/2

Enez-Groe - 2/2

13/04/2023

Er mare-mañ e kinnigomp deoc'h abadennoù savet get tammoù pennadoù-komz hag a zo bet skignet dija. En abadenn hiziv : - Jañ-Batist ar Galloudeg, aterset get Katrin Pasko e 2012 a-ziàr ar levr "Geltaz, paotr-bag Groe" (eil lodenn) - Pier Gwilhmod, aterset get Katrin Pasko e Groe e 2011 a-ziàr ar vuhez hag ar brezhoneg àr an enez en amzer gwezharall Sonerezh : Gilles Servat - L'ïle de Groix Carré Manchot O'Stravaganza - Estro Reel Vertigo Kanerion Pleuwigner - O Rouanez karet an Arvor Bothua/Bigot


Enez-Groe - 1/2

Enez-Groe - 1/2

13/04/2023

Er mare-mañ e kinnigomp deoc'h abadennoù savet get tammoù pennadoù-komz hag a zo bet skignet dija. En abadenn hiziv : - Jañ-Batist ar Galloudeg, aterset get Katrin Pasko e 2012 a-ziàr ar levr "Geltaz, paotr-bag Groe" - Pier Gwilhmod, aterset get Katrin Pasko e Groe e 2011 a-ziàr ar vuhez hag ar brezhoneg àr an enez en amzer gwezharall Sonerezh : Cabestan - Nous étions trois marins de Groix Kanerion Pleuwigner - Heuliadenn laride Jouanno/Bigot Yann-Fañch Kemener & Didier Squiban - Me zo ganet e-kreiz ar mor Gilles Servat - Tad ar martelod


Peskerezh, istoerioù Stefani Gwilhom

Peskerezh, istoerioù Stefani Gwilhom

13/04/2023

Er mare-mañ e kinnigomp deoc'h abadennoù savet get tammoù pennadoù-komz hag a zo bet skignet dija. En abadenn hiziv : - Marcel Le Sager, aterset get Monik ar Boulc'h e Pleheneg e 1991 a-ziàr e vicher pesketaour - Serj Bozeg, aterset get Andrea ar Gall e 2017 a-ziàr dastumad istoerioù Stefani Gwilhom "a liv ar loar hag ar stered" - "Ar batimant anglez hag ar verc'h-mor", un istoer ijinet get Stefani Gwilhom e 1913, lennet get skipailh RBG e 2020 Sonerezh : Wig A Wag - Moal enez izel Gwenfol - Six temps & la mort du pianiste The Congos - Fisherman


Desevel bugale e brezhoneg - 2

Desevel bugale e brezhoneg - 2

13/04/2023

Mael ha Soazig a zesav o bugale e brezhoneg. Int a lâr deomp perak o deus graet ar choaz-se ha penaos o deus lakaet ar brezhoneg da vout yezh o ziegezh. Sonerezh : Maïna Audran ha Ninnog Louis-Vorc'h - Berli berlan Morwenn Le Normand ha Roland Conq - Ar c'hi du Skol Diwan Pondi - Mam botoù lous Kerbedig - Gavotenn Pourled


Ar marvañs II

Ar marvañs II

13/04/2023

Arriù ema fin miz Gouel-Mikel, 'benn nebeut 'vo gouel an Holl-Sent teskoz e kinnigamb deoc'h un abadenn a-ziàr ar marvañs. Penaos 'veze groet àr-dro d'an dud marv pa ne oa ket funerarium b'ar maezioù. Ni boa groet un abadenn deja get Jo Sergent (d'an 28/08/20) ha bremañ eh oump get Monique Er Boulc'h, hag e penn an abadenn 'vo klevet un diel, Rafael Taldir 'oa doc'h mikro Monique ewit komz hag an Ankou. . Sonerezh : - Bertran Ôbrée : Mon bonome est malade - Bertolino Le Gac : Flam - Denez Prigent : Geotenn ar marv


Roulomp atav !

Roulomp atav !

13/04/2023

Robert ar Merlus 'ra velo 'ba kevredigezh Rod Aour 'ba Margeneg, ni ya da gojal ag an dra-se hiri ! E penn an abadenn vo klevet Yvette Lavat o komz ag an Union Cycliste An Ignel, doc'h mikro Monique er Boulc'h b'a 1995. . Sonerezh - Denise Le Noay : ar velo - Kreiz Breizh Akademi : ar vosenn - Marie Guéguan : pa oan é pourmen


Pikour maen

Pikour maen

13/04/2023

Ur pikour maen a gomz ag e vicher, Jo er Go a Vaod, doc'h mikro Monique er Boulc'h e 1997.


Daou zisavour morc'h

Daou zisavour morc'h

13/04/2023

Daou zisavour morc'h a gomz ag o micher. Jean Le Masle ha MMichel Robet ag an Ignel, doc'h mikro Monique ar Boulc'h er bleadoù 90.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine