Damb d'ar blead 1997 pa c'houlenne RBG sikour durant ar Radiothoñ ewit staliañ un delé ba Langidig. 23 blez àr-lerc'h e c'hellomp klevet Radoi Bro Gwened kostez ar mor, brav ! . Get Loeiz Belleg, François Louis ha Monique Er Boulc'h. . Sonerezh : - Carré Manchot - Kost ar c'hoad - Kreiz Breizh Akademi : 5eme round - Skeduz : Laride -Oktopus Kafé - Jolie fleur de rose
Tavarnourezed zo b'an abadenn hiri ewit komz ag o micher. Fine Jegouzo, a Velrand, Hélène Saec a Vubri, Yolande Cosperec a Glegereg hag Anne Marie Le Brun a barrez Guern, durant ar bleadoù 90, doc'h mikro Monique er Boulc'h. - Sonerezh : - Pallec Dortz Goff; En davarnizion - Loerou ru : an tavarnour - Laudrain Honoré : an davanourez - Eben : n'eo ket ho ti
C'hwi 'ya da ouiet toud pezh faota a-ziàr ar c'hatev breton get Iffig Cochevelou ! Eñ 'zo ba Confrérie de Gâteau breton b'an Oriant. Bep daou vlez 'vez aozet gete ur c'honkour, kani ar gatevenn breton gwellañ ar bed. Selaouit mat ar rekipe, c'hwi c'hello añseañ kempenn ho katev ha kemer perzh b'ar c'honkour ! Ewit kemer perzh ema ret doc'h mont da glask ur paper parch moullet adal ar Lun 2 a viz Kala-gouiañv da Emglev Bro Oriant, Coop Breizh pe Tier ar vro ha kas ho katev ba-raok ar meurzh 10/11/20 d'ar c'hoop Breizh an Oriant pe c'hoazh d'ho Ti Ar Vro. D'ar Sul 15/11 'vo choajet ar wastell gwellañ hag ar c'hatevioù arall vo roet d'ar Secours Populaire. Emgav ba Plañvour, sal Océanis, da 3e ewit an abadenn get Simon Cojean "100% beurre salé" ha da 5e 'vo choajet ar gatevenn !
Xaviez Langleiz zo ur livour ha gravour met eñ 'neus labouret ewit ar breton ivez. Dastumet ha enrollet en deus tud Sarhaw ha skrivet en deus àr breton ar vro-se. Eñ a oa e mesk ar re o deus krouet ur skritur nevez, ar "peurunvan", krouet e penn-ketañ ewit sevel ur benveg ewit kelenn ar breton b'ar skolioù. Glenn Gouthe zo oc'h ober un dezenn àr Xavier Langleiz, hag daet da gojal a-ziàr e enklaskoù a-barzh Kreiz Mintin ! . Sonerezh : - An Disput : Dour Le Pottier Quartet - Echange : Talskan - Ketan Krenet : Denise La Roche
Pa vez un den klañv mat ha prest da vervel, e vez kaset d'an ospital. Pand'eo marv an den ema ret telefonañ d'ar funerarium. Met gwezharall, ne oa ket ar "funé" ! Penaos 'rae an dud ? Kristof Guilloux ha Jeanne Chevrel zo bet o welet Jo Sergent a Bluniav ewit komz ag an dra se !