Er mare-mañ e kinnigomp deoc'h abadennoù savet get tammoù pennadoù-komz hag a zo bet skignet dija. En abadenn hiziv : - Jañ-Batist ar Galloudeg, aterset get Katrin Pasko e 2012 a-ziàr ar levr "Geltaz, paotr-bag Groe" (eil lodenn) - Pier Gwilhmod, aterset get Katrin Pasko e Groe e 2011 a-ziàr ar vuhez hag ar brezhoneg àr an enez en amzer gwezharall Sonerezh : Gilles Servat - L'ïle de Groix Carré Manchot O'Stravaganza - Estro Reel Vertigo Kanerion Pleuwigner - O Rouanez karet an Arvor Bothua/Bigot
Er mare-mañ e kinnigomp deoc'h abadennoù savet get tammoù pennadoù-komz hag a zo bet skignet dija. En abadenn hiziv : - Jañ-Batist ar Galloudeg, aterset get Katrin Pasko e 2012 a-ziàr ar levr "Geltaz, paotr-bag Groe" - Pier Gwilhmod, aterset get Katrin Pasko e Groe e 2011 a-ziàr ar vuhez hag ar brezhoneg àr an enez en amzer gwezharall Sonerezh : Cabestan - Nous étions trois marins de Groix Kanerion Pleuwigner - Heuliadenn laride Jouanno/Bigot Yann-Fañch Kemener & Didier Squiban - Me zo ganet e-kreiz ar mor Gilles Servat - Tad ar martelod
Er mare-mañ e kinnigomp deoc'h abadennoù savet get tammoù pennadoù-komz hag a zo bet skignet dija. En abadenn hiziv : - Marcel Le Sager, aterset get Monik ar Boulc'h e Pleheneg e 1991 a-ziàr e vicher pesketaour - Serj Bozeg, aterset get Andrea ar Gall e 2017 a-ziàr dastumad istoerioù Stefani Gwilhom "a liv ar loar hag ar stered" - "Ar batimant anglez hag ar verc'h-mor", un istoer ijinet get Stefani Gwilhom e 1913, lennet get skipailh RBG e 2020 Sonerezh : Wig A Wag - Moal enez izel Gwenfol - Six temps & la mort du pianiste The Congos - Fisherman
Mael ha Soazig a zesav o bugale e brezhoneg. Int a lâr deomp perak o deus graet ar choaz-se ha penaos o deus lakaet ar brezhoneg da vout yezh o ziegezh. Sonerezh : Maïna Audran ha Ninnog Louis-Vorc'h - Berli berlan Morwenn Le Normand ha Roland Conq - Ar c'hi du Skol Diwan Pondi - Mam botoù lous Kerbedig - Gavotenn Pourled
Arriù ema fin miz Gouel-Mikel, 'benn nebeut 'vo gouel an Holl-Sent teskoz e kinnigamb deoc'h un abadenn a-ziàr ar marvañs. Penaos 'veze groet àr-dro d'an dud marv pa ne oa ket funerarium b'ar maezioù. Ni boa groet un abadenn deja get Jo Sergent (d'an 28/08/20) ha bremañ eh oump get Monique Er Boulc'h, hag e penn an abadenn 'vo klevet un diel, Rafael Taldir 'oa doc'h mikro Monique ewit komz hag an Ankou. . Sonerezh : - Bertran Ôbrée : Mon bonome est malade - Bertolino Le Gac : Flam - Denez Prigent : Geotenn ar marv
Robert ar Merlus 'ra velo 'ba kevredigezh Rod Aour 'ba Margeneg, ni ya da gojal ag an dra-se hiri ! E penn an abadenn vo klevet Yvette Lavat o komz ag an Union Cycliste An Ignel, doc'h mikro Monique er Boulc'h b'a 1995. . Sonerezh - Denise Le Noay : ar velo - Kreiz Breizh Akademi : ar vosenn - Marie Guéguan : pa oan é pourmen
Damb d'ar blead 1997 pa c'houlenne RBG sikour durant ar Radiothoñ ewit staliañ un delé ba Langidig. 23 blez àr-lerc'h e c'hellomp klevet Radoi Bro Gwened kostez ar mor, brav ! . Get Loeiz Belleg, François Louis ha Monique Er Boulc'h. . Sonerezh : - Carré Manchot - Kost ar c'hoad - Kreiz Breizh Akademi : 5eme round - Skeduz : Laride -Oktopus Kafé - Jolie fleur de rose
Tavarnourezed zo b'an abadenn hiri ewit komz ag o micher. Fine Jegouzo, a Velrand, Hélène Saec a Vubri, Yolande Cosperec a Glegereg hag Anne Marie Le Brun a barrez Guern, durant ar bleadoù 90, doc'h mikro Monique er Boulc'h. - Sonerezh : - Pallec Dortz Goff; En davarnizion - Loerou ru : an tavarnour - Laudrain Honoré : an davanourez - Eben : n'eo ket ho ti