Sklujerion a zispleg o micher hiriv. François Groix a Gistinic 'oa bet aterset b'ar blead 92 ha Jop Lavolé a Blaniav 'oa bet aterset b'ar blead 93, get Monique Ar boulc'h. . Sonerezh : - Lucien Douarin: Er poull é walc'in - Izabelle Kidu : Er rid en deur - Tri Dipop : La batelière
Jean-Luc Le Guen, anavetoc'h dre e voranv « Chichile », a oa marc'hadour pesked e Kaodan. E 1999 e oa bet aterset get Marie-Laure Groix, he devoa dihunet kourz da vintin evit monet asambl getoñ d'an Oriant, da breniñ pesked er porzh-pesketa, da gargiñ skorn en oto, ha da vonet betak Kaodan da werzhiñ ar pesked. Chichile en devoa komzet geti a-ziàr e vicher. Sonerezh : Sharon Shannon - Bungee Jumpers
Jeannette Leannec, Joséphine Carré ha Thérèse Le Hein a gomze diàr-benn bourc'h Klan hag a-zivout Klub ar Re Gozh, doc'h mikro Monique er Bourc'h b'ar blead 97 Sonerezh : -Pardon Kalan. - Louise Guegano et Marie Françoise Brizoual: Disul Vitin - Philomène Keraron de Cléguer : er boulom kozh
Ni ya de glevet hiri merc'hed a Gimperlé! Louise Déredel ha Soiz a oa bet aterset get Monique er Boulc'h b'ar blead 91. Int 'gaoja ag ar vuhez gwezharall, ag an dornerezh, ar bugad hag er c'hrampouezh, met Louise a gomañs get ar gleustoù veze kavet b'an ti. Sonerezh : - Goulven Pense : komanset eo an deiz da hiraat - Yann-pier Deredel : Ne vern e men ec'han - François Monpas : Kan skolerezig a Gimperle
Penaos 'oa buhez an dud yaouank durant ar brezel ? Un dornad tud a vo klevet e KM hiriv hag int o doa soñj mat penaos 'oa ret dec'hel da labourat, da gavet boued met ivez d'ober bourrapl desped an okupasion, ar bonbadegoù (bombardamant), ar lodennadur-boued (ar rasionamant) hag ar c'heulfé (ar c'houvre feu)... Philomène Keraron a Glegér, Jean Deault, Antoine ha Jeannette Guennec a Bloe 'oa bet aterset get Monique Ar Boulc'h. Sonerezh : - Philomène Keraron : Me mamm gaer - Philomène Keraron : Er boulom kouh - Jean Deault : Pardon Kelven - Chim Le dorze : Un dé 'dén e Ploue
Ni glevay hirie un dornad tud ag ar vro Pourleth met rac'h anezhe 'oa o chom ba Queven , kostez an Oriant. Int a gonte o buhezioù da Monique Ar Boulc'h b'ar blead 90 Get Marcel ha Marianne Eveno, Louis ha Sylvaine Sivy ha Marie-Joseph Thomas Sonerezh : - Jean Ar Vouedec : Ni zo ag ar vro Pourleth - Pascaline Le Roux : Er vro Pourleth - Gabriel Bernic : An Tavarnour
Un dornad tud a gaoja hiriv a Sant Iwan Bubri, ar chapel hag ar foerioù . Pierre Nignol, Raymond Ar Berre, Gweltaz Robic ha Henri Bevan 'oe bet aterset get Monique Ar Boulc'h er bleadoù 1990 Sonerezh : - Sant Iwan Bubri : Dianv - Kantik Sant Iwan Bubri : Pierre Nignol, Raymond Ar Berre, Gweltaz Robic ha Henri Bevan - Kojet vé dein - Gildas Robic
Tri den zo b'an abadenn hiriv. Pierre Allain a Bluverin, Amélie Audran a Vihui ha Germaine Saindrenan a St-Tudual, o deus groet sezonoù kostez Pariz, Jerzey ha b'ar Beauce durant o yaounkiz ewit gounit o bara. An tri a gonte ar vuhez labour o deus bet doh mikro Monique Ar Boulc'h, b'ar bleadoù 1990. Sonerezh : - Jo Pourchasse : Hallas ar Gohoni - Edgar Trio : Le Chant des Lucioles - Chants du Morbihan : Er park é labourat
Simone Toquin a Vourieg zo bet e Rome ha kontet he deus he beaj da Germaine Chevillard er blead 1991. An abaden-se eo ar lodenn ketañ ! Sonerezh : - Landat/Moisson : An TiPlouz - Un den a Bloe : Rossignolet Voyajour - Dour Le Pottier Quartet : Sonjerie D'un Ouézè Vayaijou