Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

An nevez-hañv en avañs

An nevez-hañv en avañs

13/04/2023

En o c'hortoz en nevez-hañv e kenigan deoc'h un abadenn diàr-benn ar bokedoù. Marie Raoulas a Bloe 'oa jardrinourez, hi 'gonte da Monique Ar Boulc'h penaos 'laboure gwezharall. En eil loden ag An abadenn vo klevet Roger Morgan O komz doc'h mikro Germaine Chevillard diàr-benn skol Kerplouz b'an Alre, ur skoul e-lerc'h 'c'hellit deskiñ ar vicher jardrinour. . Sonerezh - Nicole Péron : Boked eured. - Antoinette Le Govic : Ér jardrin a jubern


Parrez An Henbont

Parrez An Henbont

13/04/2023

Merc'hed a barez en Henbont vo en abadenn hiriv. Simone Peres, Ernestine Cadoret ha Maria Houédec a gaoja deomp a-ziàr ar vuhez gwezharall, ar labour er luzin hagar yaounkiz en Henbont Int 'oa doc'h mikro Monique er Boulc'h er bleioù 90. . Sonerezh : - Jean Kemener : bai en Henbon - Eugène Gouarin hag e amied : Brejen a Goed Riwas - Eleonore le provost : Men Gwir Amour


Marie-ange conan

Marie-ange conan

13/04/2023

Marie-Ange a Landevan 'oa bet aterset get Monique Ar Boulc'h e 1989. He doa lod kaer a draoù de gontet, ha neuze ni 'ya d'he c'helùet komz ag ar jubelein, koef er vro, penaos he doa desket kanein, pa zo arru en hent pras a-dreuz Landevan hag er fin ar brezel ha toud en traoù he doa dalc'het soñj. . Sonerezh : - Louise Galliot : paotredigoù a Landivan ; - Marie-Ange Konan : Kent an nihour - Marie-Ange Konan : Barzh an Turki


Pluniav 91

Pluniav 91

13/04/2023

Ni ya d'an amzer gwezharall, e 91 e Pluniav. Kleved 'vo Raymond Lucas hag a oa maer ar gumun neuze, eñ 'gaoje doc'h mikro Monique Ar Boulc'h diàr-benn ar labourioù a oa da vout groet. Àr-lec'h vimp e kompagnunezh Leonie Bronsard hag a gomz ag he bugaleaj a Pluniav. . Sonerezh : - Job Lavolé : Er vugulez d'er lann - Marcel Audran : é tunet ag er chervad - Carré Manchot : Mab ar meliner


Àr Ribl ar Blañvoezh

Àr Ribl ar Blañvoezh

13/04/2023

Albert Régnier, 'oa o chom en un davarn e Neuliag ha eñ 'gonte da Monique Ar Boulc'h toud ar pezh neus gwlet durant e yaouankiz àr ribl ar Blanvoezh. . Sonerezh : - Rafael Taldir : Me 'meus un ti - Job Harnay : Me 'gave mat ar gwin - Tud a Neuliag : Kantik Chapel Karmes


Marie Nozac'hmeur

Marie Nozac'hmeur

13/04/2023

E Kreiz Mintin hiriv 'vo klevet ur vouez a sikoure merc'hed skriv lizheroù d'o galant aet d'ar brezel. Marie Nozac'hmeur a brizieg a gonta he bugaleaj e Prizieg. . Sonerezh : - Marie Harnay : Sonenn ar brezel 14 - Jean Pouleriguen : gavottenn - Denise Noay : Heol é seùel - Bugel koar : Ar solier


Donerezh ha Gwinizh Du, ag ar loko betak ar moissonneuse-batteuse

Donerezh ha Gwinizh Du, ag ar loko betak ar moissonneuse-batteuse

13/04/2023

Ni 'ya de glevet kaojal ag an dornerezh a-choude pell get Pierre Robic a Ploerdut. Eñ 'doa komañset ged ur loko hag a gerzhe get vapeur, kar e dad 'doa prennet unan b'ar blead 1912 ha Pierre 'neus pennet er bleioù 60 ur moissonneuse-batteuse. Eñ 'zisplege toud ar chanchamantoù 'neus gwelet doc'h micro Monique Ar Boulc'h b'ar bead 89. Àr-lec'h 'vo klevet Etienne Jaffré a Blourae komz ag ar gwinnizh du. Eñ 'oa bed aterset get Monique 2 vlez goude. . Sonerezh : - Louis Jouan : Ketañ Krenet. - Denise Noay : Kanenn en dud yeuank - Seraphine Floc'h : Ar gwinnizh du


Mimi 'ba' C'Hanada

Mimi 'ba' C'Hanada

13/04/2023

Loeiz Konan 'doa groet konaisañs get Anne Marie er C'hunff, anvet Mimi get an dud. He 'oa bet gannet 'b'ar Voustoer 'ba Silieg, met bed eo bet o vevañ 'ba Kanada. He 'gonte da Loeiz penaos he oa aet du-se hag a gaoz da berak. . Sonerezh : - Iwan Cam : 3 jours d'hiver. - Talec Noguet : En tu all d'ar mor bras - Philémon Cimon : Ma mère au nord


Elisa Nouveau

Elisa Nouveau

13/04/2023

Elisa zo gannet e 1912. Da 12 vlez he deus bet he sertifikat a-raok mont da Wened ha d'an Naoned ha goude d'ar Berry b'an Indre ewit bout matezh. Aet eo àr-lerc'h de vevañ da Gerverh etre ar Gemene ha Ploerdut. Durant ar brezel 'oa bet goulennet get Eliza gwalc'hin dilhad an Alamanted met hi 'walc'he ivez re ar batrioted. He zo bet aterset get Monique Ar Boulc'h er blead 98. . Sonerezh : - Pascaline Roux : Er vateh - Jean Guillemot : Lann penn dañvad - Iwan Cabellec : Kan Er Skorv


Klegereg, bro sistr per !

Klegereg, bro sistr per !

13/04/2023

Tud a Glegereg a gaoja ag ar barrez met surtoud ag ar jistr per. Aimé Rault 'oa bet aterset get David er Gall e 93. Ha Pierre ar Go ha Marie Legendre 'oe int doc'h mikro Monique Ar Boulc'h e 97. . Sonerezh : - Aimé Rault: Paotr yeuank. - Remi Fraboulet : Boulom Kozh - Pierre Bihoué : Ar charré jistr. - Casimir Tarnec : Sistr nevez


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine