Heklev an hañv

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Heklev an Hañv 31/07/2023

Heklev an Hañv 31/07/2023

31/07/2023

Per Gourmelon eus ar gevredigezh La Obra diwar-benn an darvoud Au fil du temps hag obererezhioù ar gevredigezh e-kerzh an hañv.
Sulian Moello, liorzhour e park kastell Trevarez e Sant-Wazeg diwar-benn an obererezhioù d'ober er c'hastell e-kerzh an hañv.
Kronikoù :
Karront Sant jakez : Hent Sant Jakez (5)
Penn kil-ha-troad : An divronn
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie


Heklev an hañv 28/07/2023

Heklev an hañv 28/07/2023

28/07/2023

En abadenn hiziv e vo klevet :
- Anna Mouradova, troourez en harlu, a erruo e Breizh hiziv
- Patricia Font, kannadez bet e breujoù an inizi Baleares diwar-benn ar venelouriezh e bro Spagn
- Yuna Kojan evit ur gronikenn war an endro
- Keleier ar sizhun
- Ajañda an dibenn-sizhun

Tonioù :
- Intiraymi gant ar c'haner LENIN
- Chañan Cori Coca gant ar ganerez Renata Flota
- Goomba Boomba gant an arzourez Ima Sumac
- Nothing compares 2 U gant Sinéad O'Connor

Un abadenn kinniget gant Metig Jakez-Vargas


Heklev an hañv 27/07/2023

Heklev an hañv 27/07/2023

26/07/2023

En abadenn :
* Penaos rae ar mouezed ewit genel o fouponigoù gwezharall ? Pezh zisplega Monique ar Boulc'h deomp, doc'h mikro Jeanne Chevrel !
* Un istoer kontet get bugale skol divyezhek Kêr Nevez en Oriant !
* Mar a feson a zo de dreuzveviñ goude un trauma. Mar a ger a zo ivez evit komz ag an traoù, hag ar fed gellet komz a « feminisid » hiriv an deiz, estroc'h evit implijout « crime passionnel » a lak an traoù de vonet àr-raog ivez. Get ar gerioù hag ar skriviñ en doa Louis Bocquenet gellet ober e hent kaoñ. Er bleadoù 50 en doa kollet e zousig, Odile. Lazhet get un ex.
* Kronikenn "Gwir eo pe pas" get Yuna Cojean


Heklev an hañv 26/07/2023

Heklev an hañv 26/07/2023

26/07/2023

En abadenn :
-Diskouezadeg Tolkien ha John Howe e kreizennn sevenadurel Leclerc e Landerne. Gant : Coralie Morieras, heñcherez, ha Loïg Jestin, ezel eus kevredigezh Istor Bev.
-Diskouezadeg "Douaroù fortun hag malfortun : hironaat kentañ emastenn an europiz etre ar XVIvet hag an XVIIIvet kantved". Heñchet e vimp gant Typhaine, a zo o labourat evit kastell Keryann.
-E fin an abadenn : kronikenn "Tu ha tu" gant Fulup Tangi, gouestlet d'ar ger "Laosk".


Heklev an hañv 25/07/2023

Heklev an hañv 25/07/2023

25/07/2023

Ur sujed diwar-benn [Belle Fest] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/57838) , ur festival e Benac'h d'an 29 ha 30 a viz Gouere aozet gant ar gevredigezh Les 10 Mondes, gant Awen Prigent, poder e Benac'h.
Un eil sujed war ar c'hamp sonerezh hengounel etrevroadel [Ethno] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/57839) a zo bet e bro Sweden deus an 29 a viz Even betek ar 7 a viz Gouere evit ar re yaouank etre 18 ha 25 bloaz. Koulm Puilhandre hag Aziliz Laudrin o deus kemeret perzh ha kontañ a reont o veaj.
Ur gronikenn Ur blantenn, un istor gant Dorig Kraz o komz deus ar melchon.


Heklev an hañv 24/07/2023

Heklev an hañv 24/07/2023

24/07/2023

Morgane Lincy Fercot, eus komite souten Mortaza, ar c'hazetenner bac'het e Bro Afghanistan
Nerin ha Maelys, daou zañser yaouank, ha Vanessa Guillou, animatourez e Kenleur Penn-ar-bed, diwar-benn an eskemm gant ar gevredigezh Kenleur Penn-ar-Bed, a vod kelc'hioù keltiek an departamant, ha Kevre an dañsoù hengounel euskarad

Kronikennoù
Karront Sant Jakez : Hent Sant Jakez 4/5
Penn Kil-Ha-Troad : Kof

Un abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé


Heklev an hañv  21/07/2023

Heklev an hañv 21/07/2023

21/07/2023

Da selaou en ho abadenn vintin ag an hañv :
---Keleier ar suhun get Metig Jakez-Vargas
---Mona Duval, eilrouanez Gouel Bras Kerne àrlene, doc’h mikro Morgane Bramoullé
---Ar raktres « Ce qui reste » e Ménimur ha Kercado e Gwened
---Ur sell àr festoù an hañv
---Liv an amzer evit an devezh

Un abadenn kinniget deoc’h gant Yuna Kojan.


Heklev an hañv 20/07/2023

Heklev an hañv 20/07/2023

21/07/2023

Ba penn kentañ an abadenn,' hamp' d'ober konaisans gan Camille Ropers, hag a oe granitier. Kont 'ra diamp' un tamm deus e yaouankiz hag e vicher doc'h mikro Jeanne Chevrel.
Monique ar Boulc'h 'displega deoc'h war lec'h ur goaj vije laret evit ober gouap, er kronik "Tensor ar Brezhoneg komzet". Ha chans 'peus kar mouez Monique vo klevet an dro goude-se, war an diell hag oe bet enregistret e mil naonant nav ha pevar-ugent ba Berné.Enno oe bet ur stourm a enep extration uranium. An istor man zo kontet deoc'h neuzen, just 'raok ur gronikenn diwar benn ar yun 'vel terapier.
Evit dizor an abadenn zo klevet Yuna Cojean gant ar gronikenn "Gwir eo Pe Pas", diwar benn ar bannlevioù.
Musik : Ma maitresse est bien loin d'ici, Erik Marchand, bladenn Kan / Toutrakansko Rondo, Quintet Clarinettes, Bladenn Musiques Têtues


Heklev an hañv 19/07/2023

Heklev an hañv 19/07/2023

19/07/2023

Hiziv e vezimp asambles gant ar rapour Toutz eus an daouad Plouz & Foen evit ober anv deus ar priz kentañ tapet ganto 'barzh ar rummad a-vicher e Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langonned.
Da c'houde ez imp gant ur pennad-kaoz all gant Fulup Plouzane da geñver ar festival Arrée Voce lec'h ma gemer perzh e gevredigezh Mignoned ekomirdi Menez Are.
Kinniget gant Pauline Daniel hag Erwan Uguen
Sonerezh : Plouz ha Foen - Strakal
Bafang - International Makossa / Elektrik Makossa
Les Bubbey Mayse - Chiribim


Charlie Winston - Like a Hobo


Heklev an hañv 18/07/2023

Heklev an hañv 18/07/2023

18/07/2023

En abadenn-mañ :
[Kronikenn Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/55558) diwar-benn al levr 10 kazh
Ur reportaj gant [Isabelle Caignard, maniaouerez] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/54416)
[Ur gronikenn hir] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/57602) e Pleg an hent diwar-benn buhez ha labour Jacques Lacan
Sonerezh :
Mugar - Kabilytouseg
Sofiane Saidi & Mazalda - El Ndjoum


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine