Heklev an hañv

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Hekleo an hañv 12/07/2023

Hekleo an hañv 12/07/2023

13/07/2023

Digemeret eo bet Youenn Boulic, kenurzhier ar gevredigezh Kanomp Breizh. Ganto e vez aozet kampionnad Breizh al lazoù-kanañ a vo dalc'het d'ar 14 a viz Gouere e Landerne.
Ur reportaj gant bugale oc'h ober paddle e brezhoneg a vo klevet ivez. Ur staj kaset da-benn gant Marie Loncle-Calvez, eus Ti ar vro Bro Leon, ha Hélène tréhoret eus Guisseny Paddle.
Evit echuiñ e vezo klevet ar gronikenn "Tu ha tu" gant Fulup Tangi diwar-benn ar gêr "mor". Ur gronikenn bet savet gant Ifig Kalvez.


Heklev an Hañv 13/07/2023

Heklev an Hañv 13/07/2023

13/07/2023

Setu un euriad en-dro evit dibikouziñ dousig, asambl get ar 5 radio e brezhoneg!
Kaset an abadenn dre-eeun ag RBG hiriv. Ar Merc'her-mañ e veze votet ur lezenn da adsevel an natur àr ar c'hevandir european get Parlamant Europa. Kenderc'hel a a neoazh an añseadennoù evit bouetiñ aerborzhioù ar vro, o deus gwelet an niver a dud e tremen dre o savadurioù e tigreskiñ spontus (aerborzhioù Sant-Brieg, An Oriant, Kemper, Montroulez...). Pedet eo bet Pascal Henri (àr e leve bremañ, bet penn kabinenn evit Air France àr an nijadennoù pell); Gael Briand (UDB, kuzulier e ti-kêr An Oriant ha kuzulier rannvroel) ha Kwami, stourmer ekolo hag ezel e Extinction Rébellion.
Myriam Guillevic & Elodie Jaffré a zo genemp en abadenn, er rubrikennoù Pennad-Kaoz ar sizhun ha Tavarn Kreiz Mitin (get Caroline Trouillet & Jeanne Chevrel).
Un abadenn kaset get Enora Molac.


Heklev an hañv 11/07/2023

Heklev an hañv 11/07/2023

11/07/2023

Da benn kentañ an abadenn emañ Etienne Cabaret, ezel deus ar gumpañunezh Musiques Têtues war-eeun evit komz deus meurzhioù an hañv : sonadegoù vihan aozet gant ar gumpañunezh e park Rostrenn devezh ar marc'had.
Da 8e30 emañ Milio Latimier o tisplegañ petra eo al levr "Sachit warni ! Aotroù Lapin" er gronikenn Barzhaz, gant Tomaz Laken, en liamm gant ar c'hoari a zo bet da c'houde evit gounit al levr.
Ha da 8e45 e vez klevet Maïwenn Raynaudon o komz deus al levr "1982-1992 Un emgav gant ar merc'hed diwezhañ en koef" bet skrivet gant Michel ha Nicole Sohier.
Sonerezh :
Voden
Planchée
Un abadenn kinniget gant Maëlle Ausias


Heklev an hañv d'ar 07 a viz Gouere/Foenn

Heklev an hañv d'ar 07 a viz Gouere/Foenn

07/07/2023

Ata ! Deoc’h da c’hellout selaou en dro « Heklev an hañv » bet embannet etre 8e ha 9e beure hudu :
- Dalc’h ar rannvro ‘oa bet ar sizhun dremenet ‘ba Roazhon gant Anton Burel.
- Un tamm sell war ar garta Ya d’ar brezhoneg ‘ba Morbihan gant Yuna Kojan.
- Diaes kaout ul lojeiz evit ar studierien ‘ba Brest ha ‘ba lec’h all gant Erwan Blanchard.
- Ur sell war gil war geleier ar sizhun gant Tomaz Laken.
- Un tamm ajenda kinniget deoc’h gant Pauline Daniel eus Arvorig FM.

Kinniget eo bet an abadenn eus Arvorig FM gant Erwan Blanchard eus skipailh « Keleier ar vro ».


Heklev an Hañv 06/07/2023

Heklev an Hañv 06/07/2023

06/07/2023

Boñjour deoc'h toud !
En abadenn hiriv 'vo klevet Elouan Le Sauze, ur c’haner a vro Bondi. 4:00
Àr-lerc’h eh amb da zeskiñ ur pozig nevez get Teñzor ar Brezhoneg Komzet. 18:04
Goude 'vimp get ur vouez yaouank, Carmen Le Bris, hag a zo bet en Himalaya. 19:50
En achumant eh hamb de glevet eùe Yuna Kojan get ar gronikenn Gwir eo Pe pas. 53:00
Sonerezh :
Humour : yeah, mud
Vaudou Game : Meva


Heklev an Hañv 05/07/2023

Heklev an Hañv 05/07/2023

05/07/2023

Hiziv e vezo graet anv deus ar festival Fenêtres Ouvertes a vez 'barzh un nebeud karterioù e Brest a-hed an hañv. Klevet e vo Mattéo Rolland ouzh mikro Pauline Daniel.
Lakaet e vezo ar gaoz war un diskouezadeg da gaout e Sant-Servez diwar-benn Yan' Dargent. Evit kaozeal deus an diskouezadeg-mañ eo bet roet ar gaoz da Ronan Hirrien evit mont pelloc'h gant an displegadennoù. Ur pennad-kaoz kaset gant Karolina Rufflé.
Lakaet e vo ac'hanoc'h da glevout ouzh un nebeud kaozeadennoù e brezhoneg bet enrollet gant Maelys Poublanc e Ploueskad. Ar gaoz 'oa troet war-zu an arz er chapelioù e Bro-Leon.
Evit echuiñ e vezo klevet ar gronikenn "Tu ha tu" gant Fulup Tangi diwar-benn ar gêr "mor". Ur gronikenn bet savet gant Ifig Kalvez.
Kinniget gant Pauline Daniel ha Maëlys Poublanc
Teknik an abadenn gant Erwan Uguen
Sonerezh : Hira Terra - Vurumbe
Lesneu - Sergio


Heklev an hañv 04/07/2023 - Distro war manif Gwengamp ar 17 a viz Even da zifenn ospitalioù publik ar vro

Heklev an hañv 04/07/2023 - Distro war manif Gwengamp ar 17 a viz Even da zifenn ospitalioù publik ar vro

04/07/2023

Dindan an heol-pik e oa bet war-dro tri mil a dud o vanifestiñ e Gwengamp d'ar sadorn 17 a viz Even evit difenn ospitalioù publik ar vro ! E Gwengamp ne vez ket ganet bugale ken abaoe ar 26 a viz Ebrel, diwar diviz an ARS, Ajañs Rannvro ar Yec'hed. Hag emañ en pign ar surjianerezh jinekolojik ivez. Ur serradur berrbad hervez Ajañs Rannvro ar Yec'hed. Aon oa e chomfe kloz an ti genel bugale en tu all d'an hañv... Ha gant rezon pugur tri devezh war-lerc'h ar vanifestadeg e oa bet embannet gant an ARS e chomfe serr betek fin miz Here da vihanañ. Aon o deus ar sindikajoù ivez e vije serret en amzer da zont ar surjianerezh noz-deiz hag an urjañsoù...

Un toullad deizioù araok bepred e oa skoaz-ouzh-skoaz sindikalourien, dilennidi ha tud ar vro met ivez tud eus komiteoù difenn an ospitalioù publik e Breizh a-bezh ! O c'hortoz emañ an nen ur skrid sinet gant ministr ar Yec'hed da lâret pegoulz e vo addigoret ti-gwilioudiñ Pabu ha penaos e vo desachet amiegezed nevez da zont da labourat eno...

Efejoù fetis zo dija gant serradur servij gwilioudiñ ospital publik kreiz Bro-Dreger. E fin miz Mae e oa bet ganet ur poupig bord an hent bras. Ar vamm zo o chom e Gurunuhel, chouk da Wengamp, ha n'he deus ket bet amzer da dapout Sant-Brieg. Ganet he deus he merc'hig ba kamion ar bomperien...

Gael Roblin, dilennad e kêr Wengamp, en deus goulennet digant gouarnamant Kuba kas da Babu tud eus bed ar yec'hed eno da reiñ un taol-sikour e-pad ur c'hrogad. Respontet zo « ya » dezhañ gant kannati Kuba met ezhomm zo un dekred digant ar gouarnamant gall da aotren an dra-se...

Da glevout er reportaj : Gérard an Aheleg (senatour evit Aodoù-an-Arvor), If Jardin (eus komite difenn ospital Douarnenez hag eus ar genurzhierez vroadel da zifenn an ospitalioù publik tost d'an dud) ha div vanifestourez, Euridice ha Pauline.

Reportaj gant Tomaz Laken




Heklev an hañv 04/07/2023 - Ifig Flatrez

Heklev an hañv 04/07/2023 - Ifig Flatrez

04/07/2023

D'ar merc'her 12 a viz Gouere e vo ur fest-noz e Skrigneg evit reiñ enor d'ar strollad Diaouled ar Menez. Bep bloaz e vez aozet ur fest-noz gant ar gevredigezh Gwechall Gozh Skrigneg hag ar bloaz-mañ eo bet choazet reiñ enor d'ur strollad mojennel 'n eus merket sonerezh Breizh adalek ar bloavezh 1972. Ifig Flatrez a oa war-eeun e studio Radio Kreiz Breizh evit komz deus aozadur ar fest-noz ha deus ar strollad.


Heklev an hañv 04/07/2023 - Rozenn an Dreo diwar-benn serradur ti-gwilioudiñ Gwengamp

Heklev an hañv 04/07/2023 - Rozenn an Dreo diwar-benn serradur ti-gwilioudiñ Gwengamp

04/07/2023

Abaoe ar 26 a viz Ebrel n'eus ket bet ganet bugel ebet e ti-gwilioudiñ Pabu, tal-kichen Gwengamp ! Diwar un diviz digant Ajañs Rannvro ar Yec'hed he deus suspentet ar gwilioudoù en ospital defot kaout tud a-walc'h da labourat. Gallout a rafe bezañ addigoret ar servij, eme an ARS, ur wech kavet amiegezed, jinekologed-gwiliouderien ha medesined-anestezist da zont da labourat eno.

Met hervez soñj Komite difenn ospital Gwengamp e vefe tuet dileuridi ar Stad a-benn fin ar gont da heuliañ kinnigoù an danevell "Rossetti". Hennezh a erbede e miz Eost 2022 ma vije serret da vat an ti-gwilioudiñ ha servij surjianerezh an ospital.

Se zo kaoz emañ tud ar vro war varteze evit pezh sell dazont o servijoù yec'hed... Ispisial ar merc'hed-dougerezed a zo sañset gwilioudiñ er sizhunioù pe er mizioù da zont... Evel Rozenn an Dreo he doa roet he santimant deomp e miz Ebrel 2023... D'ar c'houlz-se ne vije ket gouvezet c'hoazh e vije "serret" an ti-gwilioudiñ betek fin miz Here da vihanañ.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken


Heklev an Hañv 03/07/2023

Heklev an Hañv 03/07/2023

03/07/2023

Léa le Goff diwar-benn ar gouel In The Moon Fest aozet gant ar gevredigezh Planéte Pesto a vo dalc'het d'ar Sadorn 8 a viz Gouere e Pouldregad.
Vanessa Guillou eus Kenleur diwar-benn evit deiz-ha-bloaz Festig-noz Kemper, a vo d’an 8 a viz Gouere e Liorzh an Eskopti adalek 8e30 hag an darvoud Dañsit ‘ta a vo d’ar Meurzh 11 a viz Gouhere adalek 18e00 noz e kreiz-kêr Kemper.
Diskoachomp ar gevredigezh Secrets Toxiques gant Izabel Georges.
Kronikoù :
Karront Sant jakez : Hent Sant Jakez (1)
Penn kil-ha-troad : An troad
Skritell In The Moon Fest savet gant Hugo Raffray
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine