Nullet eo diviz gouarnamant Bro-C'hall gant ar C'huzul Stad da zivodañ "Emsavadegoù an douar"
Jil Kilevere zo perzh "Ar Falc'herien OGK" ha "Emsavadegoù an douar". Enrollet eo bet gant Erwan Blanchard.
Ur Forum en Oriant evit stardañ an darempredoù etre ar broadoù Kelt
Pol Molac, kuzulier rannvro Breizh ha kannad Ploervael. Kaset eo bet ar pennad-kaoz gant Anton Burel.
Son ar Motokultor a zo o tridal e Karaez!
Greg Moign, rener e-karg eus an dud a youl vat, ha Padrig Ferog, rener Raok. Ouzh mikro Erwan Blanchard emaint.
Kronikenn war an en-dro: ar glav hag ar sec'hder
Kinniget eo get Yuna Kojan
Ajenda
Kinniget eo gant Karolina Ruffle
Un tamm sell war geleier ar sizhun gant Anton Burel
Sonerezh
Les Négresses Vertes
Eric Marchand ha Rodolphe Burger
Startijenn
The Exploited
Buhezet eo an abadenn gant Erwan Blanchard
Ur mor a dud a oe b'An Oriant evit Emvod ar Gelted. En o zouez e oa un den skuizh ha fallgontant ag ar fet e vehe anvet ar gwenedourionezed tud « tcheutcheu ». Seblant a ra bout un draig distêr met e gwirionez e kuzh ur feson de soñjal a ne ra ket vat d'ar brezhoneg dre vras. Un taol-immor da glevout àr-dro 25' en abadenn.
Fake news alert: n'eo ket gwir ar pezh bet embannet get Eric Ciotti e-keñver ar lezenn nevez hag ar skwatterionezed. Muioc'h da glevout e kronikenn Yuna Cojean.
Adkavet e vo ivez doéré diwezhañ a-ziàr krouidigezh kolk JRR Tolkien ar Silmarillion, asambl get Glenn Gouthe ha Bastien Cléré aterset get Yuna Cojean ivez. Pascal Nignol a labour er Champs Libres e Roazhon, un droiad getoñ doc'h mikro Julian Mouazan e penn kommañs an abadenn.
Selaouadenn bourrus deoc'h!
Heklev an hañv kaset ar mitin-mañ get Enora Molac, dre-eeun a Radio Bro Gwened e Pondi.
Kevrenn Brest Sant-Mark e rummad kentañ kampionad ar bagadoù !
Goulven Kadored ha Sarah Lesné, talabarderien er gevrenn, goulennataet gant Erwan Blanchard
"Karrspot", lec'hioù da c'hoari biz-meud en surentez e Kemperle Kumuniezh
Nolwenn ar C'hrann, besprezidantez en tolpad-kêrioù, aterset gant Metig Jakez-Vargas
Sonadeg a vo arc'hoazh gant Laz-kanañ Penn-ar-Bed e iliz Sant-Pêr Plougin
Charlez an Dreo, kompozer kanaouennoù, dre bellgomz gant Karolina Rufflé
Ur sell war geleier ar sizhun gant Erwan Blanchard
Sonerezh
Amel Brahim-Djelloul
Dixit
Cerys Hafana & Lea Digois
Laz-kanañ Penn-ar-Bed
Un abadenn lusket gant Tomaz Laken
Hiziv, en abadenn, e vo klevet:
- Lenaig Sparfel, da geñver krouidigezh nevez kelc'h keltiek Saozon Sevigneg, ar grouidigezh "War sav!"
- Dominique Merrien, da geñver Nozvezh ar stered azoet gant ar gevredigezh Loargann er Yeuc'h disadorn
- "Gwir eo pe pas", kronikenn Yuna Cojean
- Ha sonerezh: Redbone, Nu genea, Santigold hag Ana Tijoux
---Ar peulvanioù o doa nijet ! Ur pennad-kaoz gant Mikael Guilloux, prezidant ar gevredigezh "Bouloù-pok" a genaoz kampionad ar bed teurel peulvan e Gwerliskin.
---Aet eo maout "kampionad Frañs dañs war gador" gant ar strollad "Rési'danse". Emgav gant an dañsourezed e ti ar re-gozh "Guic" e Gwerliskin.
---Diwall ul lec'h-kampiñ e-pad an noz, ur sell war micher-hañv Eloiz e Kerlouan.
---Kronikenn "Tu ha tu" gant Fulup Tangi ouzh mikro Ifig Kalvez
---Dañsal mod bro Iwerzhon e Festival etrekeltiek an Oriant gant Erwan
---
---Sonerezh : Radix, Mélodie tchétchène - Breudeur Morvan, Ar Verjelenn - O'Tridal, Confluentia - Le Bour/Bodros, Black town - John Mcsherry, The King of Dal Buinne
Hiriv e vo komzet deus un ispisiri nevez digoret anvet an Dour Splann, e Tregorn, war kumun Gronvel. Selouaet ‘vo ivez ur gronikenn Barzhaz diwar-benn al levr Renabl peuzhollek an netraouigoù skrivet gant Herve Gouedard hag e echuimp an abadenn o vont e atelier gwrian Karen Treguier e Plonevez ar Faou.
Setu ho abadenn vintin Heklev an hañv d’ar Gwener 4 a viz Eost !
E program ho abadenn eo lakaet ar gaoz àr ur lec’h nevez e Konkerne… Ar C’honk Kreative ! Nolwenn Ilias he deus kemeret perzh e unan ag an atalieroù-se gant he mab. Kinnig a ra ar lec'h deomp. Ur reportaj get Metig Jakez-Vargas.
80 vlez zo get Bodadeg ar Sonerion ! Sonerion a lida an deiz-ha-blez-sen dre un diskouezhadeg e-pad ar festival etrekeltiek en Oriant. Didier Mercier oe doc’h mikro Yuna Kojan.
Ho frapad Keleier ar suhun hag ho kronikenn àr an endro oe savet get Metig Jakez-Vargas.
Sonerezhioù :
Viene de Mi - La Yegros
Arnaq - Elisapie
Me zo ganet - FLEUVES
Waiting for the stars - Vitalic
An abadenn oe kinniget deoc’h get Yuna Kojan.
Da gomens an abadenn 'vo komzet deus an teatr gan Kristof Guilloux. Doc'h mikro Julia Moisan e konteï diam' penaos oe daet da desko an teatr da Bariz.
Padrig Drean displegeï diam ar lec'h ar goaj « Be zo mel en e ruchenn » gan ar gronik Tensor ar Brezhoneg komzet.
Goude se, e kinnigan deoc'h klevet an diell, kar Radio Bro Gwened zo daou ugent blé ! Neuzen, 'vo klevet an atersadenn hag oe bet enregistret gan Marie Laure Groix, e mil naouant cʼhwecʼh ha pevar ugent. D'hor he mikro, 'noe kontet Gwenolé Ar Men istor an teatr ba Breizh.
Pesa mod e halla maouzezed kavet ur plas er bed ar politik ? Setu ar sujet 'zo bet savet b'an abadenn Penad kaoz gan Enora Molac. Klevet vo neuzen, atersadennoù hag doe graet Yuna Cojean gan maouezed er bed ar politik er vro.
An abadenn Heklev an hanv vo dizor gan ar gronikenn Gwir eo pe Pas, savet gant Yuna Cojean,
Musik : Amourouzien menez bre, Marthe Vassalo et Philippe Ollivier / L'Atelier de l'artiste, Diese 3 / Plinn Foar Bulat, Gilles Le Bigot / Echate a la mar, Trio Samaïa
Ar mintin-mañ e vezo graet un dro war-zu Plabenneg, e chapelig Lanorven, gant un diskouezadeg o lakaat war-wel oberennoù Nicole Ryan dindan anv ar gevredigezh "Arz er Chapelioù". Pauline Daniel 'zo aet e darempred ganti hag eo bet degemeret gant Jean-Yves Le Gall, ezel deus ar gevredigezh "Santez Anna Lanorven", kevredigezh bet e karg da reneveziñ ar chapelig.
Kinnig deus an darvoudoù a vo er vro en devezhioù o tont (festoù-noz, festivalioù...).
Da c'houde e vimp asambles gant Toutz eus an daouad Plouz & Foen evit ober anv deus ar priz kentañ tapet ganto 'barzh ar rummad a-vicher e Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langonned.
Degemeret eo bet Gi Keltik gant Pauline Daniel evit lakaat ar gaoz war ur genstrivadeg savet gantañ evit ar Festival Etrekeltiek en Oriant d'an 10 a viz Eost o tont 'barzh tavarn ar Wesport Inn. Pal ar genstrivadeg a zo da lakaat da glevet lennadennoù barzhonegoù en iwerzhoneg.
Kronikenn Tu-ha-Tu savet gant Ifig Kalvez o reiñ ar gaoz da Fulup Tangi diwar-benn an dro-lavar "Ouzh torgenn".
Sonerezh :
Franz Ferdinand - Take me out
Plouz & Foen - Strakal
The Chieftains & Sinead O'Connor - The Foggy Dew
Un abadenn kinniget gant Erwan Uguen.