Bep miz e vez graet ur sell prim ganeomp war lizher-kelaouiñ « Splann ! » dre lakaat ar gaoz war unan eus sujedoù al lizher. Gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») ha Tomaz Laken (Radio Kreiz-Breizh).
Didrouz eo chomet marv ur paotr yaouank war e lec’h labour e Penn-ar-Bed. Aet eo d’an anaon Clément en ur park eus ti-feurm Le Pépin et la plume, d’an 28 a viz Du 2023, er Roc’h Morvan (29). 28 bloaz e oa. N’eo ket plaset mat Bro-Frañs da geñver surentez el labour e-touez broioù Europa. Met ar pezh a lak war wel gwallzarvoud Clément eo pegen fall eo ar jeu e bed al labour-douar. 110 den a varv el labour bep bloaz, hervez ministrerezh al Labour-Douar. E Breizh e varv un den bep 13 devezh.
Bep miz e vez graet ur sell prim ganeomp war lizher-kelaouiñ « Splann ! » dre lakaat ar gaoz war unan eus sujedoù al lizher. Gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») ha Tunvezh Gloaguen-Grandjean (Radio Kreiz-Breizh)
Ar miz-mañ e vez lakaet ar gaoz war al lezenn da rediañ ar broduerien boued da ziskouez splann peseurt efed ‘n eus o froduioù war an endro. Daoust hag-eñ e vo lakaet un dra bennak e plas ar bloaz-mañ ? N’eo ket sur… Selaouit hiroc’h ouzh Juliette Cabaço Roger.
Daoust d’an dañjerioù evit yec’hed al labourerien, an dud diwar-dro hag an en-dro e tremen Breizh hebiou d’an dalc’h stag ouzh an amoniak. Disteraet gant ar strollegezhioù ha bed ar gounezvouederezh ec’h a ar skarzhañ NH3 war washaat a-blasoù. Ha gwashañ tra e vez sikourioù publik bras d’ar saotrerien vras, darn anezhe e-maez lezenn.
Pet a dud a varv abalamour d’an amoniak e Breizh ? Diwar al labour-douar e sav ar gaz-mañ evit 95 % anezhañ. Ha hemañ orin eus ur saotradur bras en aer, gant elfennoù moan, orin eus krign-bev ha kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù. Poent bras eo plediñ gant se evit yec’hed an holl hag an endro, met daoust da se eo dister ken ha ken an ostilhoù eveshaat en Breizh. Ha se dre na vez ket postet trawalc’h a arc’hant foran en se.