Kondaonet e oa bet ar Stad e miz Gouere 2023 da geñver afer ar bezhin glas. Sañset en doa da lakaat reolennoù nevez evit ma vefe skuilhet nebeutoc’h a hañvouez war an tachennoù labour-douar, dreist-holl en eizh bae hag a zo ar muiañ saotret gant ar bezhin glas e Breizh. Ha setu ar Stad o kinnig ur seizhvet steuñv « bezhin glas » e miz Mae 2024. Met n’eo ket kreñv a-walc’h ar muzulioù-se, eme Dour ha stêrioù Breizh.
War digarez hon emgav miziek gant tud Radio Breizh e vo lakaet ar gaoz hiziv war an tu-dehoù pellañ a c’hallfe erruout er galloud e Frañs. 🎧
Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz Even ? Ar goulenn-mañ hon eus graet ouzhoc’h-c’hwi hag a sach hon evezh war ar pemdez. Penaos ho peus bevet disoc’hoù dilennadegoù Europa en ur welet ar Vodadeg vroadel o kreskiñ hag ar Vodadenn vroadel o vezañ dismantret ? Roet hon eus ar gaoz da nav den a zo bet lañserien enklaskoù dre m’o deus sachet hon evezh war gudenn mañ kudenn. Ha n’eo ket souezhus e vefe ankeniet an holl anezho.
War digarez hor emgav miziek e vo lakaet ar gaoz hiziv war ur gevredigezh nevez lakaet war droad, Arsellva gall an tagadennoù ouzh ar frankiz kazetenniñ (Ofalp). Hennezh a vo sañset da renabliñ an tagadennoù a-enep ar gazetennerien ha kazetennerezed, met ivez da reiñ da c’hoût d’an dud petra efed o deus an tagadennoù-se war an demokratelezh. Meur a dra a c’hallfe bezañ lakaet war ar roll : ar prosezioù justis graet da vougañ mouezh ar gazetennerien, ar furchadegoù en o zi, pa vez dalc’het ar re-se dindan evezh ar polis-titouriñ, al lojisieloù-spiañ, an harellerezh enlinenn, feulsterioù ar jañdarmed, ar fed da zic’hoprañ anezhe pe c’hoazh da sabotiñ o gweturioù…
🛳 Lakaet eo bet war vor e fin ar bloaz 2022 ar bagoù bale kentañ az a en-dro gant gaz naturel liñvennet (GNL). Savet eo bet gant Chanterioù an Atlantel e Sant-Nazer (44). Teir bag all a vo savet a-benn 2027. Ar raktres-mañ zo bet arc’hantaouet gant an Ademe, ajañs an endro, evit an « treuzkemm energiezh en ekonomiezh ».