Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Lizher-kelaouiñ : Saotret an dour da evañ e Rostrenn #18

Lizher-kelaouiñ : Saotret an dour da evañ e Rostrenn #18

01/04/2025
14:22

Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !


Enklask ar miz : Saotreet e oa bet an dour da evañ e Rostrenn e-pad 7 vloaz. Adkavit enklask Nicolas Cossic, kazetenner e Splann ! amañ.


Dastumet evidoc’h


Lazhet eo bet gant ar bezhin glas… Ha setu un doéré istorel! Prouet e oa bet ar liamm etre marv Jean-René Auffray hag ar bezhin glas. Setu disoc’h ur c’horfskejadur (une autopsie) a oa bet graet d’ur pemoc’h-gouez kavet marv àr draezenn Saint-Maurice e Morieu (Aodoù an arvor).


Tresadennoù a-zehoù: tresourez ar morlu broadel Calvaire Drach he doa treset ivez evit strolladoù an tu dehoù pellañ èl Nemesis, l’Incorrect pe ar strollad metal Aries (a gan pozioù Charles Maurras).


Gourdrouzet un atant desevel yer e Plistin: lez-varn velestradurel Roazhon n’oa nullet an aotre astenn abalamour da “gizidigezh al lec’h”.


Paour-kaez dour. Ur gwallzarvoud a zo bet ag uzin tretañ dour Kerne Uhel e Larruen. 25 000 litrad dour saotret get PFAS n’eus difoupet… Nec’husoc’h c’hoazh dre ma oa bet serret an uzin arall da zegas dour d’an dud e Rostrenn (da-heul enklask Splann! da lenn amañ)…


Rektordi dirag al lez-varn. Gant Div Yezh, ar gevredigezh a vod kerent ar skolioù publik divyezhek, ha gant Kelennomp !, a vod kelennerien war ar brezhoneg, eo bet divizet kaz ar Stad dirak lez-varn velestradurel Roazhon (35).


Adkavit ivez rubrikennoù “o c’hoarvez e-taldoc’h” pe “deiziataer Splann”.



Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree

Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree

05/03/2025
15:27

Petra zo nevez ar miz-mañ gant Splann ! ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !



  • Enklask ar miz : Ecotree a zo un embregerezh breizhad a ginnig d’an dud ha d’an embregerezhioù da blantiñ gwez.


Dastumet evidoc’h :




  • Lezenn henchañ al labourerezh-douar: votet eo bet er breujoù d’an 19 a viz C’hwevrer. Breskaat a ra an treuskemm agro-ekologel: dilemmel ar palioù chifret e tiriadoù biologel, ha traoù arall.




  • Barnet e oa bet 8 stourmer.ez ekolo e Lyon… evit bout lakaet ur giton.




  • Saotret eo an aer e Roazhon




  • Primel Gastronomie kaset dirag al lez-varn? Ur c’hlemm a oa bet douget enep an embregerezh e fin an hañv 2023. Saotret e oa bet ar wazh Pontplaincoat get soud…




Adkavit ivez rubrikennoù “o c’hoarvez e-taldoc’h” pe “deiziataer Splann”.



Lizher-kelaouiñ : temptadur ar betoñs en arvor #16

Lizher-kelaouiñ : temptadur ar betoñs en arvor #16

05/02/2025
14:02

Petra zo nevez ar miz-mañ gant Splann ! ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !


Fokus:



  • Dremmoù disheñvel Alain Glon, penn bras al lobioù ekonomikel ha sevenadurel e Breizh

  • Temptadur ar betoñs en arvor - un enklask nevez da zizoleiñ

  • Atersadenn ar medisin Pierre Philippe, sacher evezh war ar bezhin-glas


Dastumet evidoc’h:



  • Tammoù plastek war an traezennoù

  • Klemm a ra an FNSEA àr ar c’hontrolliñ o atantoù, met 9/10 n’int ket bet kontrolet

  • Kudennoù war-dro an agrivoltaïsme

  • Taget ar c’helaouiñ gant an tu dehoù-pellañ


Da adkavout ivez er podkast-mañ : “Tro-dro deoc’h” ha “Deiziataer Splann”.


==> Adkavit an enklaskoù a-bezh ha muioc’h c’hoazh war Splann.org



Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15

Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15

13/01/2025
12:44

Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧


Fokus :



  • Stad melldroad Brest Francis-Le Blé, da reneveziñ pe sevel unan nevez flamm ?

  • Ofis Broadel ar Vevliesseurted (OFB) a zo bet taget 37 gwezh e fin ar blez 2024.


Dastumet evidoc’h :



  • Sindikad ar muiañ niver e Frañs a stumm e izili d’ar lobbying, d’ar c’hehentiñ ha meriñ raktresoù.

  • Saotret eo an deur c’hoazh.

  • Piv a roio argant da chadenn tele nevez ar strollad ouest-France? Añseet ez eus bet lakaat François Pinault er jeu.

  • Pig & Run, da c’hounez ho pouez e kig-moc’h.

  • Ouzhpenn 500 testeni rastellet àr falladenn sistem ospitalioù Treger-Goelo ha Kerne Uhel.


Da adkavout ivez er podkast-mañ : « Tro-dro deoc’h » ha « Deiziataer Splann ! ».



War France Bleu Breizh Izel he deus displeget Caroline Trouillet petra eo ar c’houlzad arc’hantaouiñ kinniget gant « Splann ! »

War France Bleu Breizh Izel he deus displeget Caroline Trouillet petra eo ar c’houlzad arc’hantaouiñ kinniget gant « Splann ! »

31/12/2024
01:56

An dud a bae tailhoù war o goproù a c’hello kaout e 2025 un distaol 66 % war ar sammad roet d’ur gevredigezh « a dalvoudegezh evit an holl » gant ma vo graet ar prof hiriv a-raok hanternoz.


Gant France Bleu Breizh Izel eo bet dibabet skouer « Splann ! » evit lakaat da gompren ar mod broudañ-se d’ar c’henskoazell.



Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh

Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh

23/12/2024
03:54

Eil lodenn enklask Splann war ar mengleuzioù a deuio maez hiziv. 🪙


El lodenn gentañ ’meump bet dizoloet pegen saotret e oa ar froudig e-kichen mengleuz Imerys, en Tregorn, war gumun Groñvel.


En daou bennad nevez e vo graet anaoudegezh gant Breizh Ressources, un embregerezh liammet ouzh bed an arc’hant bras, a zo o klask aour ha houarnaj er vro… hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Peadra ‘vo da lenn digoust, hag en brezhoneg, war lec’hienn internet « Splann ! ».


Met penaos ‘ta eo bet kaset al labour-se da benn ?


Goulennataet eo bet Morgan Large, kazetennerez en RKB hag a gemer Perth ivez en enklask-mañ gant « Splann ! ». Ha, klevout a reot, degadoù a dud ‘zo bet lakaet da labourat start evit embann kement a ditouroù. Emañ gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.



Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh

Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh

19/12/2024
03:24

Fellout a ra d’an embregerezh Ymeris astenn mengleuz Andalouzit Groñvel.


Ur c’hard eus produadur bedel an danvez-se a vez dastumet eno. Hag roet en deus ar Stad an aotre d’an embregerezh evit toullañ an douar betek 2044 ! Padal eo kontamus-tre ar vengleuz evit an endro, en desped d’ar pezh a embann Imerys.


Setu ar pezh a zo diskouezhet gant enklask diwezhañ ar media « Splann ! ».


Displegadennoù gant Metig Jakez-Vargas.



[Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n'eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14

[Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n'eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14

12/12/2024
10:54

Rol ar lizher-kelaouiñ get Juliette Cabaço Roger, kazetennerez/kenurzhierez e Splann ! :




  • Kondaonet eo bet Laitik da restaoliñ 300 000 euro da 11 produer-laezh.




  • Profoù Nedeleg abred ar ministr-ketañ-bet Michel Barnier d’ar prefeded…




  • Piv evit kemer plas ar labourizion.ezed-douar o vonet kuit? Re nebeut a dud yaouank a zo intereset evit monet war ar labour… Chalus bras an afer, a zo moian da selaou hirroc’h warni get LSD war France Culture.




  • Stourm rak an digoadañ “emporzhiet” (la déforestation importée).




  • Goude Ar Bezhin Glas, setu embannet ur vandenn-dreset nevez get Inès Léraud ha Pierre Van Hove. Ar wezh-mañ e vez kaoz deus un enklask istorel war an adlodenniñ. Champs de Bataille a zo embannet e ti Delcourt.




Da adkavout ivez er podkast-mañ : “Tro-dro deoc’h” ha “Deiziataer Splann”.



Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13

Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13

14/11/2024
02:20

Hag e vo eus koadoù gouez ha naturel da vat e Breizh ? Setu ar c’hoant neuint kevredigezhioù ‘zo er vro, da brenañ douaroù, evit ma vefe laosket an natur d’ober e jeu trankil e lec’hioù ‘zo. Da lâret eo ne vo ket troc’het ar gwez, na gaset kuit ar gwez varv, difennet groñs e vo pesketañ pe chaseal…


Ar gevredigezh Wild Bretagne ‘zo just a-walc’h o klask sevel arc’hant da brenañ 20 devezh-arat a goadoù gant ar mennozh-se, ha soutenet eo evit en ober gant strollad naturourien arbennig war al loened bronnek. Splann ! ‘zo bet o teurel ur sell ar miz-mañ en seurt raktresoù, a n’int ket evit plijout d’an holl ekologourien memes tra.



Lizher-kelaouiñ : piv eo ministr nevez gouestlet d'an ekonomiezh ? #12

Lizher-kelaouiñ : piv eo ministr nevez gouestlet d'an ekonomiezh ? #12

07/10/2024
02:35

Evel bep miz e lakomp ar gaoz berr-a-berr war hol lizher kelaouiñ, ar media dizalc’h el linenn. Hag ar miz-mañ, e-touez sujedoù all, ‘zo kaoz eus gouarnamant nevez Michel Barnier, ha dreist-holl eus ministr nevez an ekonomiezh.


Hag evel-just ‘zo tu deoc’h lenn al lizher kelaouiñ en brezhoneg penn-da-benn.