War he studioù kazetenniñ emañ Aziliz Peaudecerf e IUT Lannuon. E-pad tost ur bloavezh eo aet da Vro Kebek hag o paouez tont en-dro e Penn-ar-bed emañ. Eno he deus graet anaoudegezh gant ar familh Konan, Bretoned hag a oa bet divroet eus Breizh er bloavezhioù 1950 rak paour-razh e oant. "Breizhiz er C'hanada" eo anv he fodkast nevez embannet war a... montrer plus
Abaoe Miz Even 2023 eo digoret an ostaleri hag ar presti Friko e-kreiz bourc'h Gwimaeg hag a zo e Bro-Leon, e-kichen Bro-Dreger. Gant Dylan Simon ha Yoann Le Puil eo bet lañset an traoù ha leun-chouk e vez alies. Da vare merenn e vez kinniget tri fred ha diouzh noz eo kentoc'h un ostaleri gant sonadegoù ha diskouezadegoù. Reiñ a ra lañs d'ar vourc'... montrer plus
Lañset en deus Gurvan Lozac'h ur raktres nevez war e chadenn Youtube, "Brezhoneg bew". Kempenn a ra enrolladennoù kozh eus tud eus ar vro, Menez Are, ha lakaat a ra anezho war Internet d'an dud da selaou. Gantañ emaomp hiziv en abadenn Buhez evit kaozeal eus 'se.Gurvan Lozac'h s'est lancé dans un nouveau projet mis en ligne sur sa chaîne Youtube, "... montrer plus
Evit ar wech kentañ e vez diskouezet engravadurioù an arzourez yaouank Lisa ar Braz e Brest. Betek fin miz Du 2024 emañ he zaolennoù er werenn-stal ar gevredigezh Au feu à droite er c'harter Rekourañs. "Pa 'z euio al lann" eo anv an diskouezadeg kinniget ganti ha gant Nino Torbjman. Gant Lisa ar Braz e lakomp ar gaoz en abadenn-mañ war ar rebetiko,... montrer plus
Erruet eo mare vakañsoù an Hollsent ha setu ur c'hinnig evit dizoleiñ peotramant dizoleiñ en-dro mirdi abati kozh Landevenneg. Atalieroù evit ar vugale a vez kinniget bemdez eno hag en dibenn-sizhun-mañ, d'ar 26 ha d'ar 27 a viz Here 2024, e vo savet traoù gant Légo evit ar re vihan hag ar re vras.Gant Gwenole Fauve, e-karg eus ar mediasioñ, emaomp... montrer plus
30 vloaz zo 'oa bet digoret kentañ lise dre soubidigezh e brezhoneg er Releg, e Penn-ar-bed, gant rouedad skolioù Diwan. Bremañ emañ e Karaez ha deomp asambles di evit lakaat ar gaoz war istor al lise hag ar fest-noz a vo e sal ar Glenmor d'an 19 a viz Here 2024.Gant rener al lise Grégory Moigne ha Fulup Kere hag a gemer perzh en aozadur ar fest-no... montrer plus
Goude bezañ kaozeet eus ar Resistañs e-pad an eil brezel bed war Enez sun gant Bernez Rouz hag ar vuhez e Bro Leon gant Goulc'han Kervella ez eus klozet war an tem-mañ o lakaat ar gaoz war ar bloavezh 1944 gant Michel ar Gov abalamour e vez lidet ar bloaz-mañ 80 vloaz vloaz an Dieubidigezh.E Miz Eost 2024 en doa embannet e Skolig al louarn, "Les ou... montrer plus
Klaskerez eo bet Eve Hellequin e Pariz war ar mikrobiologiezh a-raok dilojañ e Sant-Segal, e kreiz Penn-ar-bed. Barrek eo war ar bakterioù hag ar barregezhioù-se a servij dezhi evit lansañ hec'h embregerezh, Miamm douar, e-lec'h e vo gwerzhet 12 rekipe boued bio e-barzh podoù gwer. Da skouer ez eus pesto pour, kirin tokoù touseg, tartar bezhin... D... montrer plus
Kenderc'hel a reomp gant an heuliad "80 vloaz Dieubidigezh Breizh". Div sizhun zo hor boa komañset da gaozeal eus an eil Brezel-bed rak pevar ugent vloaz zo 'oa an Dieubidigezh, Dieubidigezh Bro-Frañs ha Breizh. Gant an istorour Bernez Rouz hor boa kaozeet eus tud Enez Sun ha bremañ e vo kaozeet gant Goulc'han Kervella eus tud Bro-Leon.E 1997 ez eu... montrer plus
Abaoe an hañv e vez lidet 80 vloaz an Dieubidigezh e Bro-Frañs hag e Breizh. E Miz Gwengolo 1944 eo bet dieubaet Brest. Evit kompren penaos eo bet an traoù e Penn-ar-bed e felle din lakaat ar gaoz war Enez-Sun gant an istorour hag ar c'hazetenner Bernez Rouz evit kompren petra zo kaoz ez eus bet kement a baotred aet da Vro-Saoz da rezistañ gant Jen... montrer plus