Peoc'h ba'l loch !

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Foar ar c'houloudr e Pederneg + Skolajidi war roudoù Tangi Prijant (2/2)

Foar ar c'houloudr e Pederneg + Skolajidi war roudoù Tangi Prijant (2/2)

03/10/2025

Jañ-Lou an Intañv, teñzorer Foar ar c'houloudr, a ginnig deomp ar fest a vo disul e-pad an deiz e bourk Pederneg, e Bro-Dreger.
Bet e oa skolajidi eus Sant-Martin-war-ar-maez, re klasad Jean Roualeg-Kere, o tispenn roudoù Tangi Prijant (1909-1970) war barrez Sant-Yann-ar-Biz e miz Gwengolo 2025. Un dornad re gozh eus ar gumun a oa bet goulennataet gante diwar-benn buhez paotr mil brudet Sant-Yann hag a zo bet peizant, rezistant, sindikalour, ministr al labour-douar ha maer ar barrez.
Enrollet e oa bet ar gaoz gant Maelle Ausias ha Typhaine Leon eus Radio Kreiz Breizh


50vet Gouel an dañs Plin en Danoued 2/2

50vet Gouel an dañs Plin en Danoued 2/2

03/10/2025

Herie ec’h efomp war hom c’hiz da Bardon an Danoued, da Ouel Hanter-Eost, da selaou eil hanterenn ar gelaouadenn bet graet war digarez 50vet Gouel an dañs Plin, e Boulvriag.
Klevet e vo André Coatrieux ha Michel Diridollou.
Sonerezh :
Sabine Kergoet / Koulm Puillandre
Mickael Derrien / Yves Campo
Yannick Dabo / Manon Goïc
Sonerezh enrollet gant Sabine Kergoet ha Morgan Large


Manifestadegoù "Divizomp e Breizh" & luskad sokial Bro Wengamp

Manifestadegoù "Divizomp e Breizh" & luskad sokial Bro Wengamp

25/09/2025

En abadenn-mañ e vo manifestet.
Manifestet da « stankañ pep tra », manifestet a-enep ar politikerezhioù diskar dispignoù publik ar Stad, war-bouez re an arme… Met ivez manifestet evit ma vo adunanet Breizh 5 departamant ha roet an tu d’ar Vretoned da zivizout er vro. Eus ar sujed-mañ e vo komzet da lañsañ an abadenn gant Gwilhom Bricaud a zispleg deomp petra eo Kenurzhierezh demokratel Breizh, ar strollad a c’halv da vanifestiñ e straedoù Naoned disadorn 27 a viz Gwengolo 2025.
Klevet e vo ivez kelaouadennoù bet graet d'an 10 ha d'an 18 a viz Gwengolo kostez Gwengamp. E-skeud-se e vo klevet Gweltaz, Antoinette hag Amélie.
Galvet 'z eus gant ar strollad etresindikadoù da vanifestiñ adarre d'ar yaou 2 a viz Here.
Sonerezh :
Plouz & Foen , Aotrou
Africa Express, Seya
Bedouin Burger, Dabkeh
Patti Smith, People Have The Power
Kazut de Tyr, Cocertme


Skolajidi Sant-Martin-war-ar-Maez o tispenn roudoù Tangi Prijant

Skolajidi Sant-Martin-war-ar-Maez o tispenn roudoù Tangi Prijant

23/09/2025

Bet e oa skolajidi Jean Roualeg-Kere o tispenn roudoù Tangi Prijant (1909-1970) war barrez Sant-Yann-ar-Biz e miz Gwengolo 2025. Un dornad re gozh eus ar gumun a oa bet goulennataet gante diwar-benn buhez paotr mil brudet Sant-Yann hag a zo bet peizant, rezistant, sindikalour, ministr al labour-douar ha maer ar barrez.
Enrollet e oa bet ar gaoz gant Maelle Ausias ha Typhaine Leon eus Radio Kreiz Breizh
Sonerezh
Hélène Brunet & Yann Le Gall, Laridé des laminaires
Kanour noz, Na ma dañ mein d'an arme
Endro, Daou-ha-daou
Alain Genty, Melen aour
Eugénie Parcheminer, Son ar bisiklet


Mediaoueg Gwengamp : Goulven Mazeas, ur penn-bras eus Gwengamp

Mediaoueg Gwengamp : Goulven Mazeas, ur penn-bras eus Gwengamp

18/09/2025

Mediaoueg Gwengamp : « Goulven Mazeas 1895-1981 : ur penn-bras eus Gwengamp »
Diskouezadeg da geñver Devezhioù ar glad. Eus ar Meurzh 9 d'ar 21 a viz Gwengolo.
Pennad-kaoz gant Fulup Kadored eus Ti ar Vro Gwengamp
Petra a dalvez an anv « G.MAZEAS » a vez gwelet gant an holl veajourien e ti-gar Gwengamp war fasadenn gozh un etrepaouez bras ? Ti ar Vro Gwengamp a ginnig deoc’h ober anaoudegezh gant ar Gwengampad brudet-se : e labour war tachenn ar c’henwerzh evel marc’hadour had avaloù-douar, e engouestl er politikerezh en Unaniezh Europa ar Gevreadelourien, e Strollad Emrenerien Vreiz hag e Breiz Kevredel, e stourm evit ar peoc’h, anez ankouaat e labour war an arzoù gant R. Kreston eus ar Seiz Breur (Kosmonomotheos).
Mont e-barzh frank d’an eurioù ma vez digor ar vediaoueg + d’ar Sul 21 a viz Gwengolo eus 10e da 12e hag eus 2e da 5e.


"Che, malevurus!", un torkad danevelloù gant Yann Gerven 2

"Che, malevurus!", un torkad danevelloù gant Yann Gerven 2

17/09/2025

Ivoñ Gourmelon alias Yann Gerven oa bet ganet e 1946 e Plougastell met un tamm zo bremañ emañ o chom e Bulad-Pistien e Kerne-Uhel.
Setu aze eil lodenn an troc'had-kaoz a oa bet graet war digarez brudañ « Che malevurus! », ul levr bet embannet gant Skol Vreizh e fin ar bloaz 2024.
Eil tamm ar gronikenn Barzhaz diwar-benn [Bedoù Nevez gant Paskal an Intañv] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/75575) .
Sonerezh
Lisa O'Neill, Goodnight world
Mouk, Ar Paotr Arajet
Borla, Egunen batean
Daniel Fulup hag Andre Tomaz, Ma jardin


Juluan Kornig : ar festoù-noz war an ton bras da geñver devezhioù ar glad

Juluan Kornig : ar festoù-noz war an ton bras da geñver devezhioù ar glad

16/09/2025

Stank e vo an abadennoù e kreiz Bro-Dreger er sizhun-mañ war digarez devezhioù ar glad. Hag e krogo an traoù dimerc'her 17 a viz Gwengolo gant un emgav gant Charles Quimbert, bet prezidant Dastum ha Bretagne Culture Diversité (BCD), a zisplego deomp ar perag hag ar penaoz eus enskrivadur ar festoù-noz war roll glad difetis an UNESCO. Ar peurrest eus ar programm zo da glevout en abadenn digant Juluan Kornig, kenurzhier [Ti ar Vro Treger-Goueloù] (https://www.tiarvro22.bzh/) .
Abadenn enrollet e miz Gwengolo 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez
Sonerezh
Le Bour Bodros Quintet, Kannerez dour
Ifig Troadeg, [Beilhadeg e Plistin e 1991] (https://www.youtube.com/watch?v=48t14Lud1jA&ab_channel=TiarVroTreger-Gouelo%C3%B9)
Enneade, [Les hommes ne valent rien (Fest'n Breizh #14)] (https://www.youtube.com/watch?v=nmsdwr63YjU&list=RDnmsdwr63YjU&start_radio=1)
Urvoy Malrieu Volson, Dañs Treger


Pladenn nevez War-Sav Septet !

Pladenn nevez War-Sav Septet !

13/09/2025

Kaw an Davay ha Camille Bossard a gomz deomp eus pladenn nevez ar strollad War-Sav Septet.


50vet Gouel an dañs Plin en Danoued 1/2

50vet Gouel an dañs Plin en Danoued 1/2

09/09/2025

Herie ec’h efomp war hom c’hiz da Bardon an Danoued, da Ouel Hanter-Eost.
Evit ar bloaz e oa bet graet Gouel an dañs plin evit an 50vet gwezh ha peogwir eo bet merket ar gouel 2025 gant distro ar c’hoñkour sonerien e vo klevet ar re-se da gomañs an abadenn...
Tud aterset : Sylvain Botrel, Gweltaz Moal, Nolwenn Morvan,...
Sonerezh :
Laetitia Derrien & Sylvain Botrel
Gildas Moal & René Chapalain
Elouan Le Sauze & Louri Derrien
Mathieu Messager & Thomas Le Gallic
Gilles Léhart & Mathieu Messager
Sonerezh enrollet gant Sabine Kergoet ha Morgan Large


8vet Fest-noz Breizh Inn e Pleuveur-Bodoù

8vet Fest-noz Breizh Inn e Pleuveur-Bodoù

05/09/2025

Bleuñvenn Konan eus ar gevredigezh Topariti a gomz deomp eus an 8vet fest-noz Breizh Inn a vo disadorn 6 a viz Gwengolo e Pleuveur-Bodoù kostez ostaleri Krec'h Beg.
Pennad-kaoz enrollet gant Tomaz Laquaine ha kempennet gant Maelle Ausias
Ha da glevout en abadenn c'hoazh, ur gontadenn gant Herri an Aod a zo da adselaou [AZE] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/1369)