Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

« Pegement e koust un enklask », Kristen Falc'hon ouzh mikro France Bleu Breizh Izel

« Pegement e koust un enklask », Kristen Falc'hon ouzh mikro France Bleu Breizh Izel

21/08/2024
01:12

Kristen Falc’hon ouzh mikro France Bleu Breizh Izel e 2023.



 Kleuzioù ha girzhier en arvar : pennad kaoz diwar-benn hon enklask nevez

Kleuzioù ha girzhier en arvar : pennad kaoz diwar-benn hon enklask nevez

21/08/2024
55:15

Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn da benn… Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez Splann ! Sellet o deus kazetennerien.ezed ar media dizalc’h a-dostoc’h ouzh an traoù d’esa kinnig ur sell klok war ur sujed a-vremañ. Talvoudus-bras eo ar c’harzhaoueg evit ar vevliested hag a-enep direizhamant an hin. Met koustus eo ober war he zro ha pouezañ a ra ar c’houst-se war ur rumm tud hepken koulz lavaret : al labourerien-douar. Daoust d’ar reolennoù ha lezennoù ec’h a war fallaat stad ar girzhier er vro. Juliette Cabaço-Roger, eus Splann, he doa lavaret hiroc’h deomp war an enklask a oa bet embannet e fin miz C’hwevrer.


War-dro hanter-kant a dud a oa bet bodet e Kallag d’ar sadorn 24 a viz C’hwevrer gant « Kleuzioù ». Da vont d’ober ar strollad-se e oa en em unanet meur a strollad eus ar vro e 2022, difennerien an argoad eus Kallag, Sant-Vaeg, Speied, Sant-Nikolaz, Berrien, pe c’hoazh eus Bro-Leon. E penn kentañ miz C’hwevrer dija e oa bet aozet un devezh war sujed e Sant-Nigouden gante. Dalc’het e vez da zispenn kleuzioù ha girzhier e pep lec’h er vro. Distrujoù graet e-maez al lezenn gant un nebeud hiniennoù alies, hervez tud ar strollad, a c’houlenn ur moratouar war an diskar kleuzioù. Reportaj gant Gi Yonkour, bet veterinaer e kanton Kallag, hag Erwan Puillandre, eus Kleuzioù Speied.


Skignet eo bet an abandenn-mañ war Radio Breizh, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened. Pennadoù-kaoz gant Tomaz Laken.



« Diaes-kenañ eo staliañ peizanted nevez », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh

« Diaes-kenañ eo staliañ peizanted nevez », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh

21/08/2024
03:25

Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh e 2023 evit kinnig an enklask nevez diwar-benn an tachennoù labour-douar.



« Un toull-bac'h aour eo ar C'hooperl », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh

« Un toull-bac'h aour eo ar C'hooperl », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh

21/08/2024
03:16

Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh e 2023.



« Ur wech er C'hooperl eo diaes-tre mont kuit », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Bro Gwened

« Ur wech er C'hooperl eo diaes-tre mont kuit », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Bro Gwened

21/08/2024
26:31

Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Bro Gwened e 2023.



« Reiñ argant da Splann evit ur chazetenniñ pizh ha dizalch », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh

« Reiñ argant da Splann evit ur chazetenniñ pizh ha dizalch », Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh

21/08/2024
02:02

Juliette Cabaço Roger ouzh mikro Radio Breizh d’an 15 a viz a C’hwevrer 2021.



« A-wechoù n'eus ket amzer gant kazetennerien ar vro evit furchal », Gwenvaël Delanoë ouzh mikro France Bleu Breizh Izel

« A-wechoù n'eus ket amzer gant kazetennerien ar vro evit furchal », Gwenvaël Delanoë ouzh mikro France Bleu Breizh Izel

21/08/2024
01:38

Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Joan Bizin war France Bleu Breizh Izel d’an 15 a viz C’hwevrer 2021.



« Lañsañ enklaskoù dizalc'h e Breizh », Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Radio Breizh

« Lañsañ enklaskoù dizalc'h e Breizh », Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Radio Breizh

21/08/2024
09:00

Gwenvaël Delanoë ouzh mikro Radio Breizh d’an 17 a viz C’hwevrer 2021.



Lizher-kelaouiñ : kondaonet ar Stad evit afer ar bezhin glas #10

Lizher-kelaouiñ : kondaonet ar Stad evit afer ar bezhin glas #10

05/08/2024
02:57

Kondaonet e oa bet ar Stad e miz Gouere 2023 da geñver afer ar bezhin glas. Sañset en doa da lakaat reolennoù nevez evit ma vefe skuilhet nebeutoc’h a hañvouez war an tachennoù labour-douar, dreist-holl en eizh bae hag a zo ar muiañ saotret gant ar bezhin glas e Breizh. Ha setu ar Stad o kinnig ur seizhvet steuñv « bezhin glas » e miz Mae 2024. Met n’eo ket kreñv a-walc’h ar muzulioù-se, eme Dour ha stêrioù Breizh.



Lizher-kelaouiñ : an tu-dehoù pellañ o kreskiñ #9

Lizher-kelaouiñ : an tu-dehoù pellañ o kreskiñ #9

01/07/2024
03:15

War digarez hon emgav miziek gant tud Radio Breizh e vo lakaet ar gaoz hiziv war an tu-dehoù pellañ a c’hallfe erruout er galloud e Frañs. 🎧


Penaos ‘mañ kont ganeoc’h dibaoe an 9 a viz Even ? Ar goulenn-mañ hon eus graet ouzhoc’h-c’hwi hag a sach hon evezh war ar pemdez. Penaos ho peus bevet disoc’hoù dilennadegoù Europa en ur welet ar Vodadeg vroadel o kreskiñ hag ar Vodadenn vroadel o vezañ dismantret ? Roet hon eus ar gaoz da nav den a zo bet lañserien enklaskoù dre m’o deus sachet hon evezh war gudenn mañ kudenn. Ha n’eo ket souezhus e vefe ankeniet an holl anezho.