Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Eskopti Gwened : un eskob bet « dibaseet » gant an tu dehoù hag ur « person CNews » I Sofa gant Radio BOA 2/3

Eskopti Gwened : un eskob bet « dibaseet » gant an tu dehoù hag ur « person CNews » I Sofa gant Radio BOA 2/3

09/11/2026
15:59

Enklask nevez Splann ! diwar-benn an tu-dehoù pellañ e eskopti Gwened.


E 2005 e oa bet anvet an Aotrou ‘n eskob Centène gant ar pab. Abaoe neuze, an den didrouz-se en deus laosket e eskopti da zegemer lod eus ar virourien vrudetañ er relijion gatolik e Breizh. Diwar-goust al luskadoù araokaour e-barzh e Iliz.


Da skouer, bras eo levezon an abad Fagot, a oa bet beleget e miz Kerzu 2012 gant an Aotrou ‘n eskob Centène. E 2026 e oa en e iliz Sant Padern e oa bet filmet oferenn ar Yaou Bask evit bezañ skignet war-eeun gant CNews.


Setu eil tamm an eskemm get ar c’hazetenner dizalc’h, diazezet war e enklask embannet get Splann ! e kompagnunezh Pierre-Yves Bulteau. Plujadenn e ekosistem an tu dehoù-pellañ katolik er Mor-Bihan etre lefevristed, royalisted hag all… war ur foñs ideologel ha politikel kalet.



Lizher-kelaouiñ : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif #33

Lizher-kelaouiñ : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif #33

04/11/2026
14:57

Petra zo nevez hervez Splann ! e miz Here ? Un abadenn gant Enora Molac ha Caroline Trouillet.


Fokus Splann !


Etre Sant-Maloù ha Kankavenn : douaroù labour-douar takad kizidik, labouret en intañsif


Dastumet evidoc’h




  • Ur “guichet unique” evit ar c’hleuzioù lakaet e plas ar miz paset




  • 1000 den o vanifestiñ etre An Naoned ha Kernitron al Lann enep un toull bac’h evit an dud dibaper




  • Sec’hor e Penn-ar-Bed




  • Souten bras ‘zo d’ar studier ag Aod an Olifant Vassiriki Doumbia, e-dan OQTF e Sant Albin an Hiliber





Eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Sofa gant Radio BOA 1/3

Eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Sofa gant Radio BOA 1/3

02/11/2026
08:39

Enklask nevez Splann diwar-benn an tu-dehoù pellañ en eskopti Gwened.


Eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh


En ur labourat war pardon Feiz e Breizh eo, en doa komprenet ar c’hazetenner Julien Meffre e oa ur sujed donnoc’h d’ober. Tudennoù “identitaires” talvoudus a sferenn an tu-dehoù pellañ radikal a oa bodet. E miz Gwengolo 2026 e vode tro 2.000 a dud.


Ar sizhun-mañ, setu penn kommañs an eskemm gant ar c’hazetenner dizalc’h, diazezet war e enklask embannet gant Splann ! e kompagnunezh Pierre-Yves Bulteau. Plujadenn e ekosistem an tu dehoù-pellañ katolik er Mor-Bihan etre lefevristed, royalisted hag all… war ur foñs ideologel ha politikel kalet.



En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Peoc'h ba'l loch ! gant RTG

En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh | Peoc'h ba'l loch ! gant RTG

07/10/2026
43:48

E-barzh an abadenn-mañ hon eus lakaet ar gaoz gant Tomaz Laken war lodenn gentañ enklask « Splann ! » : « En eskopti Gwened : doareoù nevez ar relijion gatolik a c’hiz kozh : Feiz e Breizh, pirc’hirinañ evit gounit tud d’o mennozhioù ».


Da gomañs : abalamour da betra enklaskiñ war dachenn eskopti Gwened ? Kozh a-walc’h eo an istor. Daou vloaz zo en doa remerket Julien Meffre war ar rouedadoù X e yae ur bern tud eus ar Strollad PNB da birc’hirinañ war hentoù Feiz ha Breizh.


Bro-Gwened hag e derouer zo ur vro hep he far pa gaozer eus ar relijion gristen : douetus eo an departamant nemetañ e-lec’h ma ya war-gresk an dud en em zisklêr katoliked. Ouzhpenn-se, dav eo kompren eo eskopti Gwened ur vro mirour a-gozh : hervez unan eus ar veleien aterset gant « Splann ! » e ranker delc’her soñj eo ganet ar skourr « tradi » e eskopti Gwened. An Aotroù Lefebvre, saver breuriez Sant Pie X, zo bet stummet gant an abad Berto, ur beleg genidig eus ar Morbihan hag en doa savet kumuniez c’hoarezed Pont-Kalleg.


Ar pezh en deus souezhet an enklaskerien : kavout a reer kalzig a royalisted e-touez strolladigoù tu-dehoù radikal a vez tro-dro Gwened.


Da c’houde eo bet lakaet ar gaoz war ar pelerinaj Feiz e Breizh e-unan. Hemañ zo heñvel ouzh unan brasoc’h : hini Chartres hag a vod ar gristenien « identitaire ».


Feiz ha Breizh a zegouezh atav e Santez-Ana-Wened. A vloaz da vloaz e kresk an niver a birc’hirined. Abaoe pemp bloaz zo e kaver pennoù bras eus un dehoù pellañ, deus Breizh ha Frañs a-bezh. Moarvat diwar intrudu Korentin Denis, unan eus diazezourien ar pelerinaj-mañ, a zo deuet da vezañ penn bras ar pelerinaj..


E-touez ar chabistroù (strollad tud o vale asambles) e kaver strolladigoù gwall vrudet e-giz Academia Christiana ha SOS Chrétiens d’Orient. E-touez ar-re-se e kaver tud eus metoù an tu dehoù radikal bras hag a c’hell bezañ feulz evit lod anezho.


A-benn ar fin e soñjer met penaos e c’hell klotañ an dro-spered mañ gant an aviel ?



Lizher-kelaouiñ : Ur metanizer skouerenn... lakaet diaes #32

Lizher-kelaouiñ : Ur metanizer skouerenn... lakaet diaes #32

30/09/2026
10:20

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Fokus Splann !


Ur metanizer skouerenn… lakaet diaes


Atersadenn krouer Odour.live, kartografiezh ar c’hwezh-flaer er vro


Dastumet evidoc’h


Embregerezh Pierre Fabre a dag en difamasion La Relève et la Peste evit bout embannet e liamm get an A69.


Ar film Mathilde est députée arc’hantaouet ag 1/3 get ar Rannvro… Goude miziadoù tabut.


Pig&Run: ur redadeg evit roiñ un istor gwelloc’h d’an desevel moc’h e breizh.


Raktres lojeizoù e ospitalioù kozh Douarnenez n’eo ket asantet get razh an dud


Razh an titouroù a zo bet komzet a-ziàrne a c’heller adkavout àr lec’hienn Splann.org



Lizher-kelaouiñ : Tost echu eo gant Kerliver #31

Lizher-kelaouiñ : Tost echu eo gant Kerliver #31

21/09/2026
12:31

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Fokus « Splann ! »



Dastumet evidoc’h



Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.



Afer Imerys Groñvel : micherourien klañv gant ar boultrenn

Afer Imerys Groñvel : micherourien klañv gant ar boultrenn

20/09/2026
07:40

Reuz zo atô en-dro d’ar maengleuz Imerys e Groñvel. Tamallet ‘zo bet d’an embregerezh bezañ polluet an dour hag an douaroù en-dro d’ar vaengleuz dija hag ar wech-mañ ’zo bet lakaet war-wel penaos ’zo kalzig micherourien ha zo chomet klañv goude bezañ bet o labourat en uzin e-kichenn, gant ar poultrennoù fall a teue en o skevent.


E Mengleuz Imerys e Breizh e vez soubet ar vicherourien er ploutrennoù pistrius


Ur wech all c’hoazh eo bet lakaet an dra-se war-wel gant ar media breton Splann. Ar gazetennerez Caroline Trouillet a zo ’vont da gontañ deomp deus an afer-mañ.


Un atersadenn gant Anton Burel (Radio Kerne).



Lizher-kelaouiñ : Erik Tegnér a bep tu, etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat #30

Lizher-kelaouiñ : Erik Tegnér a bep tu, etre bresañ bier ha krouiñ ur media breizhat #30

28/06/2026
13:46

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Fokus « Splann ! »



Dastumet evidoc’h



  • Savet e vo da vat ar savadurioù luks e Sant-Maloù ;

  • Prezidant nevez ar CFTC a vehe digor d’an tu dehoù-pellañ ;

  • Jiboes d’arar veganed ;

  • 142.500 euro a zleay ur c’hazetenner evit bout testeniet àr boazioù Vincent Bolloré.


Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.



Dalc’h an dour e Breizh : Manon Deniau pedet gant Radio Naoned

Dalc’h an dour e Breizh : Manon Deniau pedet gant Radio Naoned

31/05/2026
50:32

En abadenn Gouloù -noz war Radio Naoned e oa bet aterset unan eus kengrouerezed « Splann ! », Manon Deniau d’an 23 a viz Gwengolo 2025.


Asambles gant un ezel eus Dour ha Sterioù Breizh he doa renablet ar c’hudennoù hag a laka kalite an dour en arvar en hor bro. Al labour-douar stank-ha-stank, ar skuilhañ hañvouez, diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier ha da heul an efedoù war an endro hag ar yec’hed a weler o tont diwar-se : fall a-walc’h an dour da evañ, bezhin glas war an aodoù ha saotret an dour kouronkañ war draezhennoù zo.


Kaoz zo bet ivez eus ar mengleuzioù hag eus o efedoù bras war galite an dour. Un afer dianavezet a-walc’h, setu ma oa bet gouestlet dezhi un enklask hir gant « Splann ! » e miz Du 2024.


📻 Gouloù-noz gant Radio Naoned, abadenn nevez bro-Naoned ha bro-Roazhon, atersadennoù ha kronikennoù. Kinniget deoc’h gant Liza Jakez-Vargas klokaet gant Tangi Poisson hag ar radioioù keveler.



Lizher-kelaouiñ : Hañvouez a-leizh e Park-mor an Hirwazh #29

Lizher-kelaouiñ : Hañvouez a-leizh e Park-mor an Hirwazh #29

26/05/2026
15:09

Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :


Fokus



Dastumet evidoc’h



  • Mirdioù naturel bis: talvoudegezh ar c’hazetenniñ ;

  • Raktres lezenn àr ar labour-douar: bresk an demokratelezh, c’hoazh hag atav… ;

  • Keleier skiantel àr servij publik ar c’hleweled : kouezhet en ur pech ;

  • E aer Indre (bro An Naoned) e vez sammadoù Chrome VI re uhel.


Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann ! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.



Suivant Dernière