Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree

Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree

05/03/2025
15:27

Petra zo nevez ar miz-mañ gant Splann ! ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !



  • Enklask ar miz : Ecotree a zo un embregerezh breizhad a ginnig d’an dud ha d’an embregerezhioù da blantiñ gwez.


Dastumet evidoc’h :




  • Lezenn henchañ al labourerezh-douar: votet eo bet er breujoù d’an 19 a viz C’hwevrer. Breskaat a ra an treuskemm agro-ekologel: dilemmel ar palioù chifret e tiriadoù biologel, ha traoù arall.




  • Barnet e oa bet 8 stourmer.ez ekolo e Lyon… evit bout lakaet ur giton.




  • Saotret eo an aer e Roazhon




  • Primel Gastronomie kaset dirag al lez-varn? Ur c’hlemm a oa bet douget enep an embregerezh e fin an hañv 2023. Saotret e oa bet ar wazh Pontplaincoat get soud…




Adkavit ivez rubrikennoù “o c’hoarvez e-taldoc’h” pe “deiziataer Splann”.



Lizher-kelaouiñ : temptadur ar betoñs en arvor #16

Lizher-kelaouiñ : temptadur ar betoñs en arvor #16

05/02/2025
14:02

Petra zo nevez ar miz-mañ gant Splann ! ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !


Fokus:



  • Dremmoù disheñvel Alain Glon, penn bras al lobioù ekonomikel ha sevenadurel e Breizh

  • Temptadur ar betoñs en arvor - un enklask nevez da zizoleiñ

  • Atersadenn ar medisin Pierre Philippe, sacher evezh war ar bezhin-glas


Dastumet evidoc’h:



  • Tammoù plastek war an traezennoù

  • Klemm a ra an FNSEA àr ar c’hontrolliñ o atantoù, met 9/10 n’int ket bet kontrolet

  • Kudennoù war-dro an agrivoltaïsme

  • Taget ar c’helaouiñ gant an tu dehoù-pellañ


Da adkavout ivez er podkast-mañ : “Tro-dro deoc’h” ha “Deiziataer Splann”.


==> Adkavit an enklaskoù a-bezh ha muioc’h c’hoazh war Splann.org



Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15

Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15

13/01/2025
12:44

Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann ! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet ? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧


Fokus :



  • Stad melldroad Brest Francis-Le Blé, da reneveziñ pe sevel unan nevez flamm ?

  • Ofis Broadel ar Vevliesseurted (OFB) a zo bet taget 37 gwezh e fin ar blez 2024.


Dastumet evidoc’h :



  • Sindikad ar muiañ niver e Frañs a stumm e izili d’ar lobbying, d’ar c’hehentiñ ha meriñ raktresoù.

  • Saotret eo an deur c’hoazh.

  • Piv a roio argant da chadenn tele nevez ar strollad ouest-France? Añseet ez eus bet lakaat François Pinault er jeu.

  • Pig & Run, da c’hounez ho pouez e kig-moc’h.

  • Ouzhpenn 500 testeni rastellet àr falladenn sistem ospitalioù Treger-Goelo ha Kerne Uhel.


Da adkavout ivez er podkast-mañ : « Tro-dro deoc’h » ha « Deiziataer Splann ! ».



War France Bleu Breizh Izel he deus displeget Caroline Trouillet petra eo ar c’houlzad arc’hantaouiñ kinniget gant « Splann ! »

War France Bleu Breizh Izel he deus displeget Caroline Trouillet petra eo ar c’houlzad arc’hantaouiñ kinniget gant « Splann ! »

31/12/2024
01:56

An dud a bae tailhoù war o goproù a c’hello kaout e 2025 un distaol 66 % war ar sammad roet d’ur gevredigezh « a dalvoudegezh evit an holl » gant ma vo graet ar prof hiriv a-raok hanternoz.


Gant France Bleu Breizh Izel eo bet dibabet skouer « Splann ! » evit lakaat da gompren ar mod broudañ-se d’ar c’henskoazell.



Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh

Breizh Ressources : enklask nevez « Splann ! », Radio Breizh

23/12/2024
03:54

Eil lodenn enklask Splann war ar mengleuzioù a deuio maez hiziv. 🪙


El lodenn gentañ ’meump bet dizoloet pegen saotret e oa ar froudig e-kichen mengleuz Imerys, en Tregorn, war gumun Groñvel.


En daou bennad nevez e vo graet anaoudegezh gant Breizh Ressources, un embregerezh liammet ouzh bed an arc’hant bras, a zo o klask aour ha houarnaj er vro… hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Peadra ‘vo da lenn digoust, hag en brezhoneg, war lec’hienn internet « Splann ! ».


Met penaos ‘ta eo bet kaset al labour-se da benn ?


Goulennataet eo bet Morgan Large, kazetennerez en RKB hag a gemer Perth ivez en enklask-mañ gant « Splann ! ». Ha, klevout a reot, degadoù a dud ‘zo bet lakaet da labourat start evit embann kement a ditouroù. Emañ gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.



Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh

Astenn meingleuz Groñvel e fell da Ymeris, Radio Breizh

19/12/2024
03:24

Fellout a ra d’an embregerezh Ymeris astenn mengleuz Andalouzit Groñvel.


Ur c’hard eus produadur bedel an danvez-se a vez dastumet eno. Hag roet en deus ar Stad an aotre d’an embregerezh evit toullañ an douar betek 2044 ! Padal eo kontamus-tre ar vengleuz evit an endro, en desped d’ar pezh a embann Imerys.


Setu ar pezh a zo diskouezhet gant enklask diwezhañ ar media « Splann ! ».


Displegadennoù gant Metig Jakez-Vargas.



[Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n'eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14

[Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n'eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14

12/12/2024
10:54

Rol ar lizher-kelaouiñ get Juliette Cabaço Roger, kazetennerez/kenurzhierez e Splann ! :




  • Kondaonet eo bet Laitik da restaoliñ 300 000 euro da 11 produer-laezh.




  • Profoù Nedeleg abred ar ministr-ketañ-bet Michel Barnier d’ar prefeded…




  • Piv evit kemer plas ar labourizion.ezed-douar o vonet kuit? Re nebeut a dud yaouank a zo intereset evit monet war ar labour… Chalus bras an afer, a zo moian da selaou hirroc’h warni get LSD war France Culture.




  • Stourm rak an digoadañ “emporzhiet” (la déforestation importée).




  • Goude Ar Bezhin Glas, setu embannet ur vandenn-dreset nevez get Inès Léraud ha Pierre Van Hove. Ar wezh-mañ e vez kaoz deus un enklask istorel war an adlodenniñ. Champs de Bataille a zo embannet e ti Delcourt.




Da adkavout ivez er podkast-mañ : “Tro-dro deoc’h” ha “Deiziataer Splann”.



Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13

Lizher-kelaouiñ : peseurt plas evit an natur gouez e Breizh ? #13

14/11/2024
02:20

Hag e vo eus koadoù gouez ha naturel da vat e Breizh ? Setu ar c’hoant neuint kevredigezhioù ‘zo er vro, da brenañ douaroù, evit ma vefe laosket an natur d’ober e jeu trankil e lec’hioù ‘zo. Da lâret eo ne vo ket troc’het ar gwez, na gaset kuit ar gwez varv, difennet groñs e vo pesketañ pe chaseal…


Ar gevredigezh Wild Bretagne ‘zo just a-walc’h o klask sevel arc’hant da brenañ 20 devezh-arat a goadoù gant ar mennozh-se, ha soutenet eo evit en ober gant strollad naturourien arbennig war al loened bronnek. Splann ! ‘zo bet o teurel ur sell ar miz-mañ en seurt raktresoù, a n’int ket evit plijout d’an holl ekologourien memes tra.



Lizher-kelaouiñ : piv eo ministr nevez gouestlet d'an ekonomiezh ? #12

Lizher-kelaouiñ : piv eo ministr nevez gouestlet d'an ekonomiezh ? #12

07/10/2024
02:35

Evel bep miz e lakomp ar gaoz berr-a-berr war hol lizher kelaouiñ, ar media dizalc’h el linenn. Hag ar miz-mañ, e-touez sujedoù all, ‘zo kaoz eus gouarnamant nevez Michel Barnier, ha dreist-holl eus ministr nevez an ekonomiezh.


Hag evel-just ‘zo tu deoc’h lenn al lizher kelaouiñ en brezhoneg penn-da-benn.



Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3

Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3

25/09/2024
14:15

Istor degouezh war marc’had Europa ha Bro C’hall an ensteud Essure a zo azon ur sistem testeniekadur lez-ober, n’eo ket bet barrek an ANSM, pennadurezh yec’hedel gall, gant e sistem evezhierezh da dalañ ouzh-se. (emoji)


Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro Yuna Cojan.


Gouzout a rit petra ‘zo ret kaat evit gwerzhañ un ostilh en Unvaniezh Europa ? Dre un siell CE.


C-E, an div lizherenn a c’heller lenn war a-bep seurt produioù ‘zo gwerzhet en Europa. Un tamm evel ur « passeport » roet d’ar produ, ma karit.


Gant embregerezhioù prevez e vez roet ar siell CE. Paeet int gant obererien ur produ bennak evit reiñ al label prizius.


Neus ket a ajañs ofisiel kreizennet, evit ober al labour-se. Kaoz ‘oa bet eus tennañ kuit ar galloud-se eus aozadurioù prevez, met lobby an industriezh ‘oa deuet a-benn da lemel ar c’hinnig-se en 2008.


Ha divizet e vez hag-eñ eo dañjerus ar produioù… war studiadennoù roet…gant an embregerezh a neus savet ar produ ! Hag, evel-just, an embregerezh n’aio ket da reiñ studiadennoù fall evit ar produ he deus c’hoant da werzhañ…