Klañv, nammet, diskaret o buhez, gouzañverezed an ensteudoù (implants e galleg) Essure a gas o enklaskoù da benn evit kaout respontoù. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed.
Isabelle Ellis zo 54 bloaz, emañ o chom e Sant Brieg. Klañvdiourez e oa, ha bremañ ez eo yac’hadourez evit ar vugale. Pa oa o klask un hilastalierezh da viken (koñtrasepsion) e oa bet lakaet un Essure da Isabelle d’an 21 a viz Eost 2008, daou ensteudad bihan meskaj metaloù silet e korzennoù an uterus.
Dindan un nebeut mizioù e krog Isabelle da gaout bec’h gant he skevent. A-greiz-holl ez a he yec’hed war fallaat : droug-skevent, diaezamantoù anaoudel, koll nerzh muioc’h muiañ a rae, betek kouezhañ, kaout poan kigennoù, pere a redi anezhi da vont gant ur gador-ruilh.
Sur eo Isabelle, « Essure en deus kemeret 10 vloaz eus ma buhez diganin, euzus e oa. Santout a raen e oa erru ganin korf ur plac’h kozh gant kaout poan e pep lec’h ha n’hellen sevel na bale. Ma gwaz an hini a gase ac’hanon d’ar privezioù ».
Ouzhpenn 240.000 maouez e Frañs a vez gant an ensteudoù Essure ha n’eus bet den o lavarout dezho e vefe ur riskl bennak gant an ensteudad.
Hag evit adkavout ur seblant buhez « normal » ez eus bet tennet o mammog da dost da 30.000 maouez betek-hen e Frañs.
Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure. Hiziv an deiz e kendalc’h da lâret an embregerezh ‘neus gwerzhet anezho ‘n eus ket kudenn ebet gant an ensteudoù. Un diell eus ajañs ar yec’hed a lâr ar c’hontrol e 2017. « Splann ! » ‘neus kavet anezhañ.
Dizoloit teir lodenn hon enklask dre un abadenn hir savet gant hon media ha skipailh Radio Breizh. Emgav adalek d’al Lun 23 a viz Gwengolo 2024.
Evel bep miz e vo aet pelloc’h war ur sujed eus lizher-kelaouiñ « Splann ! » hag ar miz-mañ ‘zo kaoz eus al labour-douar, ha dreist-holl diwar-benn ar mediaoù gouestlet d’ar beizanted. Daoust hag-eñ int mediaoù evel ar re all ?
N’eo ket abalamour ma vez kalz eus un dra e vez kavet liesseurted. 140 kazetenn gouestlet d’ar beizanted a zo e Frañs ha darn vrasañ anezho a lak war wel un doare labour-douar industriel.
Gant Prune Catoire eo bet studiet ar c’hazetennoù-se e-pad he studioù e Sciences Po Aix. Micherourez labour-douar bet eo-hi. Embannet eo bet he labour dre ul levr gant ti-embann L’Harmattan.
Sed aze an enklask nevez a vo dispaket gant « Splann ! » bremaik.
Ar wech-mañ eo aet skipailh « Splann ! » da Sant Nazer ha Donez, kalon industriezh ar vro evit studiañ saotradur an aer di. Blam da galite fall kenañ an aer eo an niver a dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer hag e-tro war droioù uhel tre. Koulskoude servijoù ar stad n’o deus graet peadra evit gwareziñ tud ar vro, ha n’eo ket bet embannet gant Total pegen fall ’oa saotradur an aer.
Kinniget gant Gwenvael Delanoe.
Emañ bro an Argoad o cheñch dremm penn da benn… Diskar ar c’hleuzioù hag ar girzhier, sell aze danvez enklask nevez Splann ! Sellet o deus kazetennerien.ezed ar media dizalc’h a-dostoc’h ouzh an traoù d’esa kinnig ur sell klok war ur sujed a-vremañ. Talvoudus-bras eo ar c’harzhaoueg evit ar vevliested hag a-enep direizhamant an hin. Met koustus eo ober war he zro ha pouezañ a ra ar c’houst-se war ur rumm tud hepken koulz lavaret : al labourerien-douar. Daoust d’ar reolennoù ha lezennoù ec’h a war fallaat stad ar girzhier er vro. Juliette Cabaço-Roger, eus Splann, he doa lavaret hiroc’h deomp war an enklask a oa bet embannet e fin miz C’hwevrer.
War-dro hanter-kant a dud a oa bet bodet e Kallag d’ar sadorn 24 a viz C’hwevrer gant « Kleuzioù ». Da vont d’ober ar strollad-se e oa en em unanet meur a strollad eus ar vro e 2022, difennerien an argoad eus Kallag, Sant-Vaeg, Speied, Sant-Nikolaz, Berrien, pe c’hoazh eus Bro-Leon. E penn kentañ miz C’hwevrer dija e oa bet aozet un devezh war sujed e Sant-Nigouden gante. Dalc’het e vez da zispenn kleuzioù ha girzhier e pep lec’h er vro. Distrujoù graet e-maez al lezenn gant un nebeud hiniennoù alies, hervez tud ar strollad, a c’houlenn ur moratouar war an diskar kleuzioù. Reportaj gant Gi Yonkour, bet veterinaer e kanton Kallag, hag Erwan Puillandre, eus Kleuzioù Speied.
Skignet eo bet an abandenn-mañ war Radio Breizh, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened. Pennadoù-kaoz gant Tomaz Laken.