Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Prezegenn Erwan Hupel diwar-benn istor ar c'hoariva e brezhoneg

Prezegenn Erwan Hupel diwar-benn istor ar c'hoariva e brezhoneg

20/02/2026

Da geñver 60 vloaz ar strollad "Ar vro Bagan" en doa kinniget ar c'helenner Erwan Hupel ur brezegenn diwar-benn istor ar c'hoariva e brezhoneg. Enrollet e oa bet e mediaoueg Blougerne d'ar 24 a viz Genver 2026.


Troiad ar gwerjezoù e Plabenneg

Troiad ar gwerjezoù e Plabenneg

19/02/2026

Gaby Jolle ha Jean Noel Ballot eus ar gevredigezh "Avaloù Plabenneg" a ginnig deomp an droiad nevez savet e Plabenneg. Tremen a ra an hentad dre bemp gwerjez a vir gouennoù avaloù kozh.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Arvest "Enez il est une île" gant Gwennyn

Arvest "Enez il est une île" gant Gwennyn

13/02/2026

D'ar Sul 22 a viz C'hwevrer e kinnigo Gwennyn hec'h arvest "Enez il est une île" e Landivizio. Ar grouidigezh-se a vodo 30 arzour hag arzourez war al leurenn. Gwennyn a raio anv eus ar werzh a oa an dibenn-sizhun dremenet e Pariz evit souten ar rouedad Diwan ivez.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Deiziataer an dibenn-sizhun & miz C'hwevrer !

Deiziataer an dibenn-sizhun & miz C'hwevrer !

30/01/2026

Malo ar Gall a gaso ur staj fleüt treuz e koad d'an 8 a viz C'hwevrer e Sant Segal
Trifina Baudu, kenurzhierez Sked, a ginnigo programm miz C'hwevrer Ti ar vro Brest da Bauline Daniel
Deiziataer festoù-noz an dibenn-sizhun


Istor ar strollad "Ar Vro Bagan" kinniget gant Goulc'han Kervella

Istor ar strollad "Ar Vro Bagan" kinniget gant Goulc'han Kervella

30/01/2026

Da geñver tri-ugent vloaz Ar vro Bagan en deus displeget Goulc'han Kervella istor ar strollad c'hoariva eus Plougerne da Erwan Blanchard.


Breizhtival 2026

Breizhtival 2026

29/01/2026

Da geñver ar Breizhtival e Landivizio 'vo kinniget tri fezh c'hoari farsus gant aktourien "Strollad Bro Landi": "Koll pouez", "Klas labour en ti-kear" ha "Un tiegezh nevez".
Selaouomp 'ta un tañva eus o abadenn!.
Gant Karolina


Ur valeadenn e Logonna-Daoulaz gant Guy Guermeur

Ur valeadenn e Logonna-Daoulaz gant Guy Guermeur

27/01/2026

Anavezout a ra mat glad Logonna-Daoulaz Guy Guermeur. Deomp d'ober tro Chapel Santez Varc'harid, Kastel "Rosmorduc" ha kroaz an daouzek abostol gantañ.


Gouloù mil steredenn.

Gouloù mil steredenn.

06/01/2026

"Gouloù mil steredenn" a zo pladenn nevesañ Typhaine Corre ha Tangi le Gall-Carré.
Kanaouennoù da selaou, da zañsal, da hunvreal, diwar barzhonegoù Naig Rozmor ha testennoù Herve le Gall.
Gant Karolina


Deiziataer ar vakañsoù

Deiziataer ar vakañsoù

24/12/2025

Job an Nen ha Jeremy Kergoulay eus ar gevredigezh "Bloaz nevez" a ginnig deomp ar fest-noz a vo dalc'het d'an 31 e Sant Tegoneg. An arc'hant rastellet a vo roet da Amnesty International Montroulez evit difenn gwirioù mab-den.
Daoust hag-eñ e vo erc'h da Nedeleg ar bloaz-mañ ? Setu ar pezh a soñj Jo an Duigou. Dibunañ a ra deomp e zanevell "Erc'h Nedeleg".


Lizhiri Francine displeget gant he mab bihan, Jean.

Lizhiri Francine displeget gant he mab bihan, Jean.

23/12/2025

Francine, a Benzez, n'eus darempredet ur paotr a-raok dimeziñ.
Un istor karantez trist a-walc’h rak eo bet lazhet Jean Baron, hec'h amourouz 'pad brezel an Aljeri.
Lizhiri fromus Louis Baron 'zo bet dalc'het gant Francine, ha fiziet en he mab bihan Jean.
Ouzhpenn lizhiri karantez eo, remerket 'vez 'barzh al lizhiri penaos eo bet drastet spered ar paotr yaouank gant feulster ar brezel ha n'eus lakaet anezhañ da vezañ feuls ivez. Komprenet 'vez tro-spered gouennelour a veze sanket e penn ar soudarded.
Klevet 'vo Francine ha Jean.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ