Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Istor ar brezhoneg skrivet

Istor ar brezhoneg skrivet

13/04/2023

Ur pennad-kaoz gant Francis Favereau diwar-benn e levr "Istor ar brezhoneg skrivet adalek ar penn kentañ betek an 18vet kantved", embannet gant Skol Vreizh.
Gant Karolina


Petra nevez e Gwinevez ?

Petra nevez e Gwinevez ?

13/04/2023

Fellout a ra deoc'h labourat e-pad an hañv ? Ar gevredigezh "Arz e chapelioù Bro-Leon" a zo o klask heñcherien ha heñcherezed evit ober war dro diskouezadegoù a vo e miz Gouere hag e miz Eost. Roger Bossard a zo e karg eus chapel Lokrist a lavar hiroc'h diwar-benn ar plasoù-labour. Kinnig a ra oberioù ur gevredigezh nevez all ivez : "Spered Gwinevez". Ganti e vo aozet ur veilhadeg disul.
E-kerzh an abadenn e roimp deoc'h da selaou pennadoù-kaoz kozh diwar-benn istor chapel Lokrist : unan gant Paul Mesangroas ha Loeiz Elegoet ouzh mikro Ifig Kalvez hag unan all gant Roger Bossard ouzh mikro Karolina Rufle.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc.


Al Liamm 456

Al Liamm 456

13/04/2023

Al Liamm, niverenn 456, displeget gant Erwan Hupel a gustum skrivañ 'barzh bep kelaouenn "Istor sokial ar brezhoneg".
Klevet 'vo ivez Youn Gourvez diwar-benn e zanevell "Kameroun". Danevell gentañ Youn bet embannet 'barzh al Liamm.
Gant Karolina.


Hilastaliñ ar baotred

Hilastaliñ ar baotred

13/04/2023

Penaos kuzuliañ ar c'houpladoù war an hilastaliñ ? Respont gant Marion Arnaud, amiegez e Landerne !
E eil lodenn an abadenn e vo klevet Aurelien ha Lomig eus "Thomas Bouloù". Gant ar gevredigezh-se e oa aozet un atalier e Brest evit gwriat e vragoù-bihan a domm ar c'helloù. Un doare evit chom hep kaout bugale.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc.


Keizo Alone.

Keizo Alone.

13/04/2023

"Intropection"eo titl eil pladenn studio "Keizo alone". A-dreñv an anv-se, un den, Yannig Kerouanton.
Pozioù e ganaouennoù hag ar sonerezh a vez savet gantañ, Yannig a zo soner gitar. Kinnig a ra 'barzh e bladenn tonioù dous gant gerioù fromus, levezonet ma z eo eñ gant ar pezh a pezh a vev er vuhez dre vras. Levezonet ivez gant e vicher, Yannig a zo kine e Kastell-Paol.


Liorzh Marzhus Ildut

Liorzh Marzhus Ildut

13/04/2023

Labourat dindan an tunnel 2.


Devezh an dour

Devezh an dour

13/04/2023

D'an 22 a viz Meurzh e oa devezh etrebroadel an dour. Kevredigezhioù hag aozadurioù a oa bodet er Gapusined e Brest evit displegañ d'an dud ar strivoù a chom d'ober evit ma c'hellfe an holl dud kaout dour mat da evañ. Klevet e vo : Michel Lever, sekretour ar gevredigezh "Solidarités international" ouzh mikro Yann-Fañch Kerneis ; Agnes Herry ha Yann-Bol Guiziou eus "Amitié Madagascar Bretagne" ha Lukaz Morvan prezidant ar gevredigezh "Solidarité internationale de la baie".
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc.


Geriaoueg teiryezhek ar beajoù

Geriaoueg teiryezhek ar beajoù

13/04/2023

Levr diwezhañ Marsel Modir 'zo diwar-benn geriaoueg teiryezhek ar beajoù. Embannet eo gant an ti-embann Stang Alar. Un digarez da lakaat ar gaoz war beajoù ar skrivagner ivez.
Un abadenn kinniget gant Maëlys.


Yvon Abiven, Kannadig Treglonou

Yvon Abiven, Kannadig Treglonou

13/04/2023

Da geñver "Kafe brezhoneg Lesneven" aozet gant "Ti ar Vro-Leon" ha "Dastum Bro-Leon".
Deut Yvon Abiven da lakaat ar gaoz diwar-benn "Kannadig Treglonou", a veze skrivet gant ar person Jacques Calavarin, lesanvet Jakik Treglonou. Bet embannet etre 1916 ha miz Even 1941.
Ur gazetenn a rea berzh bras ma embanne enni e soñjoù diwar-benn ar vrezel 14, ar politikerezh, ar relijion, ar gizioù nevez…
Gant Karolina.


Imboudañ gant Avaloù Plabenneg

Imboudañ gant Avaloù Plabenneg

13/04/2023

Ur bourmenadenn en ur park ar frouezh gant Gaby Jolle, Robert Roudaut, Jean-Noel Ballot ha Kristian Guiavarch. An holl anezho zo izili eus "Avaloù Plabenneg". Gant ar gevredigezh e vez miret gouennoù gwez frouezh e Plabenneg. Diskouezet o deus ar wazed deomp penaos imboudañ. Hag e-kerzh an abadenn ez eus bet hadet kanaouennoù ha dastumet troiennoù gant Robert Roudaut !
Kinniget eo bet abadenn gant Maëlys Poublanc
Poltred : Goulven Konan


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ