Levr-pladenn Dastum ha Dastum Bro-Leon "Line Marnée, ur ganerez eus Tremenac'h e Plougerne" kinniget gant Kristof Nikolaz, prezidant Dastum Bro-Leon & gant Goulc'han Kervella , bet oc'h enrollañ Line Marnée e 1986.
Ur fablenn vo ivez gant Dominique Thepaut "Ar Bleiz hag an Dañvad".
Gant Karolina
Tost an holl annezidi CoolKozh zo war o leve. Choazet o deus chom hep koshaat o-unan ha da sevel un ti aes da fiñval ennañ ha pa vezer gant ur gador ruilh. Klevet e vo Geneviève Thépaut, Jean-Luc Bleunven ha Jean-Yves Kerboul e Plabenneg.
[A-stroll n°4] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60730)
E karter ar Milinoù e Brest emañ Ékoumène. Pal an annezidi eo bevañ gant o c'harter. Kinnig a reont ur sal gevredigezhel a c'hall bezañ emprestet evit ur priz dieub, nozvezhioù c'hoari, ur soubenn digoust bep miz... Pierre Servain a lavaro hiroc'h.
[A-stroll n°3] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60634)
"Ecocum" zo unan eus an annezioù lodet kentañ e hanternoz Penn-ar-Bed. Privezioù sec'h, rotel, "phytoépuration", panelloù heol... Maripol Roquefort hag he bugale Silouane ha Merlin a lavaro hiroc'h diwar-benn ar pezh a zo bet lakaet e plas gant an annezidi evit doujañ d'an endro.
Evit selaou eil abadenn an heuliad "A-stroll", klikit [amañ] (https://radiobreizh.bzh/episode/60633) !
Annezidi Keralored a zo o reneveziñ tiez e Gwiseni. Laura De Carry a tisplego deomp penaos e lakaont chanterioù a-stroll e plas evit sevel o annez lodet.
Abadenn gentañ an heuliad "A-stroll !" a c'hall bezañ selaouet [aze] (https://radiobreizh.bzh/episode/60183) .
Ur c'hoad e-mod "Miyawaki", un teknik eus Bro-Japan, a oa bet plantet gant izili "Ti kuzhet" e kreiz-kêr Lesneven e miz Kerzu. En amzer da zont e vo savet liorzhoù ha hentoù bale war an dachenn. Jo an Duigou a zo a-youl vat gant ar gevredigezh a lavaro hiroc'h.
Klevet e vo ur reportaj war al lec'h gant skolidi Diwan Lesneven ha tud a-youl vat all ivez.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Ur sonadeg Nedeleg zo bet kinniget da skolidi Landerne evit lidañ gouelioù fin ar bloaz.
Kanaouennoù leun a fent ha startijenn a zo bet roet da glevet gant Jakez ar Borgn, Garlonn ha Mael Guego.
Da gaout ivez en abadenn "Alc’hwezioù brezhoneg" gant Mikael Madeg diwar-benn "Gerioù ar c'housk".
Gant Karolina
Betek ar 7 a viz Genver vo da gaout e chapel Sant Jaoua Plouvien un diskouezadeg gant 170 kraou Nedeleg graet gant tud a bep seurt ha gant a bep seurt danvez.
Deomp da welet an dra-se a dostoc'h gant Marguerite ha Herve ar Rouz eus kevredigezh "Bual Sant Jaoua".
Ur fablenn a vo ivez "An Ankou hag ar Heuneuter", lennet ha displeget gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina
---E penn-kentañ miz Kerzu en doa labouret an triad Baleer Bro war leurenniñ o arvest gant Camille Lejeune. Ar raktres sonerel a laka war-wel kanaouennoù bet dastument gant Fañch an Uhel e bro Dreger. Klevet e vo Kaourintin Davay, kaner ar strollad, ha Camille Lejeune, leurennourez.
---
---
---Abaoe an distro skol 2023 eo kroget ar raktres "Klas dañs" e Penn-ar-bed. Kenaozet eo ar c'hentelioù dañs gant ar gevredigezh Kenleur hag ar skolioù. Justine Le Guirieg, kenbrezidantez Kenleur penn ar bed ha Lena Kerhoas, kelennerez e skolaj Sant Jozef e Landivizio a lavaro hiroc'h.
- Bir ha Dir 'zo ur gevredigezh nevez staliet e Landerne. Sevel a ra arvestoù levezonet gant ar grenn-amzer. Soig Ar Penneg zo unan eus leurennerien ar gevredigezh. Komedianed ha komedianezed Bir ha Dir a vo war marc'had ar grenn-amzer e Landerne d'ar Sul 17 a viz Kerzu.
- Riwan Marhic pe "Magic Riwan", evel ma ra Erwan Blanchard anezhañ, en deus savet ar chadenn Youtube Magic passion carton. Genidik eus Brest eo ar Youtuber en deus divizet diskouez d'ar c'hoarierien ar mod d'ober gant "Magic", ur c'hoari kartoù.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc