Goulven Tomin a oa kroget da labourat e bio e 1978. War e leve emañ bremañ. Displegañ a raio penaos e oa penn-kentañ al labour-douar bio e norzh Penn-ar-Bed ha penaos e oa deuet a-benn da sevel marc'had bio kentañ e Brest gant ur strollad labourerien-douar.
An heuliad abadennoù diwar-benn ar bio zo kaset gant Maëlys Poublanc
Gant Izabel Kere, kanerez kan ha diskan, vo kinniget strollad "Tisdass" deomp.
Ur strollad Tamachek eus Bro Nijer krouet gant he gwaz Kildjate Albade. Ganto sonerezh "Assouf".
Alc’hwezioù brezhoneg a vo ivez gant Mikeal Madeg, diwar-benn gerioù an tan.
Gant Karolina.
---A-benn disadorn e vo aozet e Pleiber-Krist un devezh fest-deiz ha fest-noz da rastellat arc’hant da sikour stourmerien sindikel eus Montroulez da baeañ fraejoù alvokaded. Rebechet eo dezho bezañ stanket an hent bras N12 e 2023. Displegadennoù gant Fabris Kadou, unan eus ar stoumerien a zo bet kastizet. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
---
---
---Divizet eo bet gant ti-kêr Plouedern staliañ panelloù evit lakaat war-wel glad ar gumun. Troet int bet e brezhoneg gant ar c'huzulier-kêr Paul Mingant. Lavarout a raio hiroc'h diwar-benn ar c'hoari kinniget da arvesterien an iliz e bourc'h Plouedern. Ur pennad-kaoz gant Maëlys Poublanc.
---
---
Levr kentañ Clyde Dlugy-Belmont, Stourm e Mor Skos, zo war renk "Priz ar yaouankiz" ar bloaz-mañ. Un eil levr en deus skrivet ar skolaer e Kommanna : Konstantinopolis. Embannet int gant Keit vimp bev. Plijout a ra d'ar skrivagner ar grenn-vrezhoneg ivez ! Displegañ a raio penaos e treiñ testennoù.
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Tro o deus bet liseidi Tristan Corbière Montroulez da baseal ur sizhunvezh e Euskadi da geñver ur veaj skol. Un digarez ivez evito da ober pennadoù-kaoz ha da sevel un abadenn gant sikour o c'helenner Fabris Kadou.
"Froudennoù Jil" a vo ivez hag e vo graet anv gant Mikeal Madeg eus kontadenn "An touseg war an aour" ha kredenn "Ar gouere pez" a gaver 'barzh levr-pladenn Dastum Bro-Leon "Brezhoneg ar ro".
Gant Karolina
An eil abadenn e kompagnunez Aziliz Peaudecerf!
An taol-mañ 'vo graet anv eus podkastoù savet ganti hag embannet war lec'hienn Ouest-France 'barzh "Korn ar brezhoneg". Daou stirad podkastoù a zo " Eus ur remziad d'egile" ha "Breizhiz er C'hanada".
Ur fablenn vo ivez gant Dominique Thepaut " Ar Miliner, e Vab hag an Azen".
Gant Karolina
D'ar Sadorn 16 ha 17 a viz Meurzh eo bet dalc'het ar Foar bio e Landerne. Un abadenn a zo bet enrollet gant :
-Anwen Le Jeune ha Morgan Faligot, evit an aozadur ;
-Vonick Fraval, e penn Mohair Breizh ;
-Lila Le Guen evit ar stal boulejerez Le Signor ;
-Constant Oger, braserez SKLENT ;
-Jean-Paul Kerjean, unan deus krouerien ar FOAR 26 vloaz 'zo.
-Bugale o tañva traoù lipous : Plume, Brune, Arwen.
Mouezhioù tud yaouank a vo da selaou en abadenn-mañ :
- Skolajidi Tangi Prigent e Sant-Martin-war-ar-Maez o deus kaset a-benn ur raktres skrivañ ha kontañ istorioù skrijus hag euzhus gant o c'helenner Jean Roualec-Quere.
- Skolidi divyezhek skol Arzmael e Plouarzhel o deus kinniget un abadennig radio gant o skolaerez Véronique Ladan. Klevet e vo lodennoù eus ar gartenn-bost da glevet o doa kaset d'o c'henskriverien e bro Dunizia.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc