Ar Foar bio a vo dalc'het d'ar 15 ha d'ar 16 a viz Meurzh e Landerne, Anwenn ha Morgan a ginnig an darvoud da Bauline Daniel
Badum 48 zo un difi sonerezh e yezhoù minorelet. Mattin Perez eus ar radio "Nos Cultures" a gont deomp e euskareg penaos kemer perzh en darvoud-se o vont war al lec'hienn internet [https://linktr.ee/badum48 ] (https://linktr.ee/badum48)
Al laz-kanañ "Ral'Ko à l'Ouest" a gano e Montroulez da geñver ar vanifestadeg evit difenn gwirioù ar maouezed warc'hoazh d'an 8 a viz Meurzh. Jenni Fauveau he deus enrollet ur bleustradenn.
Abaoe 1971 en em gav ur strolladig a dud evit kontañ kaoz, lenn ha skrivañ e brezhoneg e Montroulez. Bep Lun kentañ ar miz e c'hoari "skrabeul" izili ar gevredigezh "Kelc'h sevenadurel brezhoneg Montroulez". Jean-Yves, Jean-Pierre, Herve ha Loik a zisplego ar reolennoù deomp, da geñver "Mizvezh ar brezhoneg".
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Eus an dour er ster betek ar c'hrog er gêr, penaos e vez graet war-dro an dour mat da evañ ? Evit respont d'ar goulenn-se e taolimp ur sell ouzh skouer an embregerezh "Eau du Ponant" e Hanternoz Penn-ar-bed. Da gentañ e vo klevet ur reportaj e uzin da broduiñ dour mat da evañ e Plouedern. Glenn Kloareg a zo karget gant al labourioù evit an implijerien a zisplego deomp al labourioù a vez graet eno evit reneveziñ al lec'h. Da c'houde ez aimp da Wipavaz e Sez Eau du Ponant. Pauline Kerscaven, karget gant ar c'hehentiñ, a zisplego deomp penaos e vez respontet da c'houlennoù an implijerien gant an embregerezh.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Evit harpañ Fanny a zo dougerez en deus savet un abadenn gant sonerezh Régis. Kontañ a raint o istor karantez deomp.
Disadorn e sono ar strollad "Groove Boys" en ur poull-neuial da geñver ar festival "Le grand bain" e Brest. Arno Elegoet, unan eus ar sonerien a vo ganeomp dre bellgomz.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
E miz Kerzu 2024 e oa bet dalc'het un atalier e brezhoneg diwar-benn ar goañv gant Mireille Arnouat e Ti ar re gozh Lanneur. An annezidi o doa komzet eus :
- ar goañvoù yen-sklas e 1950, 1956 ha 1962
- poazhañ boued d'al loened
- troc'hañ koad d'ober tan
- ober skubellennoù ha paneroù e-korn an oaled
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc