Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Etienne ar Gov, klasker-dour ha magnetizour

Etienne ar Gov, klasker-dour ha magnetizour

21/10/2026

Pase anavezet eo Etienne ar Gov evit bezañ gouest da bareañ. Brudet eo zoken hag e 'z a forzhig tud da welet anezhañ, lod eus pell a-wechoù. Klasker-dour eo bet da gentañ , radiesthésiste tro ma ma lavarer, ha war lerc'h magnetizour hag e ra c'hoazh Etienne al labour-se.
Gant Karolina


"Mab Rozkelenn", kentañ roman Maêl Craignic

"Mab Rozkelenn", kentañ roman Maêl Craignic

20/10/2026

N'eus ket pell zo oa bet pedet Mael Craignic da zont da ginnig e romant kentañ da geñver "Bodad-Lenn" Ti ar Vro Landerne-Daoulaz.


Algae, ur mirdi gouestlet d'ar bezhin e Plougerne

Algae, ur mirdi gouestlet d'ar bezhin e Plougerne

19/10/2026

Elen Kariou zo a-youl vat gant ar gevredigezh "Karreg Hir" he doa savet "ekomirdi ar vezhinerien" daou-ugent vloaz zo. Dastumadegoù an ekomirdi zo bet dalc'het ha kinniget gant un doare nevez er greizenn skiantel ha sevenadurel Algae digor abaoe miz Gouere e Plougerne. Ur plas bras zo roet d'ar brezhoneg eno.
Muioc'h a ditouroù aze : [www.algae.bzh] (http://www.algae.bzh)
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Akira Peters a ra anv eus efedoù cheñchamantoù an hin war ar bezhin

Akira Peters a ra anv eus efedoù cheñchamantoù an hin war ar bezhin

19/10/2026

Akira Peters zo ur skiantour arbenniget war ar bezhin. Labouret en doa e kreizenn viologel Rosko. Displegañ a raio da Erwan Blanchard peseurt efedoù zo war ar bezhin abalamour da cheñchamantoù an hin.


Troiad etrevroadel Bagad Plougastell!

Troiad etrevroadel Bagad Plougastell!

19/10/2026

Lakaat war-wel sonerezh Breizh e meur a vro 'zo bet great gant sonerien ha sonerezed Bagad Plougastell 'pad an hañv. Tud o chupennoù gwer 'zo bet o tiskouez o ampartiz e Glasgow, Strakonice ha Taipei da geñver kenstrivadegoù ha festivalioù.
Hiroc'h 'vo klevet gant Loeiza Galeron ha Talwyn Baudu.


"Paotred ar c'houstell !" : daou atalier e ti ar re gozh Lanneur

"Paotred ar c'houstell !" : daou atalier e ti ar re gozh Lanneur

06/10/2026

Daou atalier kaset gant Mireille Arnouat hag enrollet e ti ar re gozh Lanneur a vo da glevet en abadenn-mañ. An hini kentañ a oa diwar-benn ar c'hezeg hag egile a oa gouestlet d'an dornañ. Enrollet e oant bet e miz Ebrel hag e miz Even.


Ar strollad dañsoù bro Ukren "Tanok" a ginnig kentelioù hag arvestoù e Brest

Ar strollad dañsoù bro Ukren "Tanok" a ginnig kentelioù hag arvestoù e Brest

06/10/2026

Iryna Novokhatska ha Lana Udod o deus savet ar gevredigezh "Tanok" a sav arvestoù dañsoù bro Ukren e Brest. An div zo repuadezed eus ar brezel. Iryna a oa saverez korollerezh a-vicher ha Lana a rene raktresoù e bro Ukren. Asambles o deus savet arvestoù ha kentelioù dañs evit en em skoazell, dastum arc'hant evit o bro ha kinnig o sevenadur d'ar Vreizhiz. Warlene e oa aet daveto Nolwenn Pellard he doa desket dañsoù bro Ukren ganto ha kelennet he doa dañsoù Breizh dezho ivez.
Troet eo bet ar pennad-kaoz-se eus an ukraineg d'ar brezhoneg gant Pauline Daniel.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Koar, pladenn nevez ar strollad Zoñj

Koar, pladenn nevez ar strollad Zoñj

06/10/2026

Elouan ar C'houlz ha Julien Danielo a sone disadorn e Plistin gant an triad Zoñj da geñver ur fest-noz. Un digarez da lakaat ar gaoz war bladenn nevez ar strollad, "Koar", gant ar soner violoñs hag ar soner akordeoñs.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Azginivelezh ar c'herneveureg gant Ken George 2.

Azginivelezh ar c'herneveureg gant Ken George 2.

01/10/2026

Eil lodenn ar brezegenn gant Ken George, stourmer evit ar c'herneveureg.
Gant Karolina.


Azginivelezh ar c'herneveureg gant Ken George 1.

Azginivelezh ar c'herneveureg gant Ken George 1.

01/10/2026

Da geñver "Gorsedd Vreizh Digor" oa bet 'pad an hañv e Lesneven 'oa bet ur brezegenn gant Ken George, a zo moroniour, yezhonour ha barzh ezel eus Gorseth Kernow.
Kalzig a levrioù 'zo bet skrivet gantañ diwar-benn ar yezhoniek keltiek ha geriadurioù kerneveurek ivez.
Setu tem e brezegenn: Azginivelezh ar c'herneveurek.
Gant Karolina


Da-heul Diwezhañ