Damp da Lomahloù da lâret-kaer get Eugénie Le Cunff hag he merc'h Marielle Darcel ! Nini a gomzay demp a davarn he zad, ar filajoù, ar c'han hag an dañs, ag ar garantez he deus doc'h ar brezhoneg !
E ti Nini 'r Hun e Lomahloù !
12/04/2023
Komzamp c'hoazh a filajoù, ha kanamp tout à'n dro, get Nini hag he merc'h Marielle Darcel.
Damp da Lokuon !
12/04/2023
Un euriad get Béatrice Clavère, Thérèse Trécant ha Yannig an Doujet é komz a Lokuon : an iliz, chapel "voñs", ar pardon hag ar vuhez er gêr-mañ !
Komzamp a vokedoù get Joseph Le Maître !
12/04/2023
Un euriad é lâret-kaer get Jojeb ar Mestr, ganet e Prijek, hag a oe jardrinour e-tal Pariz !
Kreiz Mintin get Thérèse Le Morzadec
12/04/2023
Damp da Silieg da lâret-kaer get Thérèse Le Morzadec!
Sonennoù hag istoerioù !
12/04/2023
Un euriad sonennoù hag istoerioù ag ar vro !
Koste'hoed e Perred e ti Juliette ha Jean ar Mouleg !
12/04/2023
Ur momant get Juliette ha Jean a Berred é komz ag an amzer gwezh'rall : Nedeleg, skod an Nedeleg, De' kentañ ag ar ble, filajoù ha "traoù du" da spontiñ an dud da noz...
Damp da Berred da di Juliette ha Jean ar Mouleg !
12/04/2023
Jean ar Mouleg a oe heskennour, ha dalc'het en doe da labourat bedag e bemp ble ha pewar-ugent ! Ni a yay da gomz getoñ ha get e vaouez Juliette ag e vicher, ag ar c'hoedoù hag ar gwez !
Damp d'an davarn ! Damp "Chez Grisou "!
12/04/2023
Gwramp un arrest e tavarn Annig e Kerguzul, parrez Ploure, da gaojal get an dud !
Damp da gaojal get René Hamon, kanour ha jiboesour !
12/04/2023
Damp da Velioneg da gomz a ganerezh, a jiboes hag a lôned get René Hamon, ganet e Leskoed. Deskamp langaj ar lôned get Jean-Baptiste ar Galloudec ha Yann-Fañch Kemener ! (e kreiz an abadenn)