Eil emision a-ziàr ar sorbienneù get Daniel Carré :
Istoerieù kontet get Emile Samedy aterset get Loeiz Konan, Pierre Nignol ha Daniel Carré.
Komzereħ a-ziàr ar sorbienneù gweħarall etre Thérèse Kerre ha Loeiz Konan
Realizet get Maxime Morvan Crahé
5et Master Class aweit ar gonterion - konterezed, kanniget demp get Daniel Carré , get istoerieù, sorbienneù ...
Sorbienneù kontet get Daniel Carré
Istoerieù farsus kontet get Thérèse Kerre, aterset get Loeiz Konan
Un tamm sorhienn get Jud Paboul aterset get Germaine Chevillard
Gwraet get Maxime Morvan Crahé
Kreiz Mintin « béw » get tammeù a bep sort :
Monique Cheviller a Gregam aterste get MMCrahé
Jorj belz : Nikolazig ha Santez Anna ( Teaser Kreiz Mintin 13/10/25)
Fest ar Laridenn 2025 ha hoari !
Mari Gwegan a Seglian aterset get Monig Er Boulc'h é kaojal ag ar c'han
Emision sawet get tammeù archiveù ag hor radio
Marie Malarde a Velrant, aterset get Monique le Boulch ér blę 1998, a gonta demp peanos tokenneiñ ur bilig é-raok dariw kaot. Komzereħ a-ziàr ar c'haot, ar yod hag ar c'hrampoueħ.
Marie Gwegan a 'n Ignel, aterset get Monique le Boulch ér blę 1993, a gonta demp penaos gober soubenn vat, soubenn-bewin, hag a gement sort soubenneù ...
Sonneneù a-zivout ar bouéd : Dibenn, Jo An Dorħ, An hoerezed Goadeg, Jeanine Kemener, Yann-Fañch Kemener, Keith Frank & The Soileau Zydeco band.
Realizet get Maxime Morvan Crahé
Véronique Bourjot ha Brewen Favrau a gonta demp penaos ema sawet choñj dehe sewel o spektakl Les irlandais de Bretagne, a-ziàr un tamm ag hon Istoer gwallanawet : pa oe daet refujieed ag an Irland/Iwerzon bedag aodeù Breiħ, mil-ha-mil aweit achap a wask an Anglezed azal ar XVIIvet kantvlęad ; hag o lévr/CD produet gete goude o spektakl newę-kroueet asambl get Soazig Hamelin ha Kevin Penneg.
[https://lesirlandaisdebretagne.wordpress.com/] (https://lesirlandaisdebretagne.wordpress.com/)
Jean-Michel Veillon interviewet get Caroline Trouillé , a-zivout ar flawit koed a dreuz a Iwerzon ha pa oe digoueħet é Breiħ. 2023
Eamon O'Ciosan, mestr Skol-Veur hag istoerour, a lâra demp é peħ stad ema o langaj, an Iwerzoneg hiziw an dę.
Realizet get Maxime Morvan Crahé
Tavarn Kreiz Mintin, é béw èl bep Yeù :
Distro-skol/ lesonieù Brezhoneg : Kleub an teadeù fall ha Maurice Jouanno a Borħ-Loeiz
Groupad labour Skol Uhel ar Vro, a-ziàr an "IA" / Spered ampartifisiel é breton Gwened :
Michel Mermet ha Loig Cheveau a isplik demp petra emant é ober.
Archiveù : Kronikenn "troieù-laret ha gérieu" Loeiz Konan aterset get Marie-Laure Groix
Muzik : Endro feat. Piala Louis : Warc'hoazh/ sonenn ar verc'h Leoni get Charles Guégan / Emezi : Mat pe fall
Get Jañ-Lug er Moel ha Maxime Morvan Crahé
Ur rummad emisoneù sawet get archiveù aveit inoureiñ 80 vlę ar Liberasion.
Komzeù cherret get Monique Boulc'h ha Germaine Chevillard - ha muzik ag ar blęieù 40'.
n°1 : Mari Gerbaud a Wern, Marianne Evanno a Bleurdud - rezistantezed
n°2 : Mariann Evanno a Bleurdud, Maria Laurent - rezistantezed
n°3 : Mili -rezistantez- a gonta demp istoer ar batrioted kuħet én hé pennhêr é-tal Pluniaw , Ha Filomen Keraron a Gliger - oaet da refujieiñ.
n°4 : Fin Ollier - melinerez é Lostenk ha neuze oaet da refujieiñ da Santez Anna, hag hé gwaz Armand ; Thérèse Jubin- boulañjerez é Pleheneg - Poch an Oriant durant ar brezel.
n° 5 : Maria Laurent , et Milie - rezistantezed (da heul n° 2 & 3)
Gwraet get Maxime Morvan Crahé
Foto : Source : Coll. Fondation de la Résistance/photo Défense de la France
Ur rummad emisoneù sawet get archiveù aveit inoureiñ 80 vlę ar Liberasion.
Komzeù cherret get Monique Boulc'h ha Germaine Chevillard - ha muzik ag ar blęieù 40'.
n°1 : Mari Gerbaud a Wern, ha Mariann Evanno a Bleurdud - rezistantezed
n°2 : Mariann Evanno a Bleurdud, ha Maria Laurent - rezistantezed
n°3 : Mili -rezistantez- a gonta demp istoer ar batrioted kuħet én hé pennhêr é-tal Pluniaw ; ha Filomen Keraron a Gliger - oaet da refujieiñ.
n°4 : Fin Ollier - melinerez é Lostenk ha neuze oaet da refujieiñ da Santez Anna, hag hé gwaz Armand ; Thérèse Jubin- boulañjerez é Pleheneg - Poch an Oriant durant ar brezel.
n° 5 : Maria Laurent , ha Mili - rezistantezed (da heul n° 2 & 3)
Gwraet get Maxime Morvan Crahé