Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Gober bugad

Gober bugad

13/04/2023

Céline Pouillas a Gerforn ha Louise Ourvois a Vubri a zispleg penaos hag e pesseurt kours er blead veze gwalc'het an dilhad gwezharall, a-raok bout arriù ar mekanikoù. Diàr abadennoù savet get Monique Ar Boulc'h e bleadoù 1990 hag adlabouret get André Ar Meut. Tonioù : Er poull e hwalhein : Raned Roz Er bambocher : Céline Pouillas Kenerez Dour : Le Bour Bodros Speied : Erik Marchand


Trezolioù KM : Pask

Trezolioù KM : Pask

13/04/2023

Di Lun 'vo Lun Pask ! Met c'hwi 'ouia petra eo Pask estroc'h ar chokolad ? Ha petra 'veze groet get an dud gwezharall ? Jude Paboul ha Marcel Blanchard a zigleg toud ! Diàr abadennoù adlabouret get André Ar Meut : Jude Paboul, Baod, 1989 Marcel Blanchard, Kistinig, 1992 Tonioù : - Premier jour de mai : Filaj à Bignan - Joli coucou : Yann-Lukas Bergot - Joli moi de mai : Trio Hervieux Mahé - Nilizienn : Skolvan


An istr e gwazh an Intel

An istr e gwazh an Intel

13/04/2023

Hiziv eh aomp da gomz a-zivoud an istr e gwazh an Intel get parkizion istr a Lokoal-Mendon hag a Santez-Elen. Rac'h an dud ' zo bet aterset get Monique ar Boulc'h. Ar c'hentañ atersadenn hag an eil a zo get Cecile Maheo, Rose ar Mancq ha Marie-anne ar Bouedeg, int a zo bet aterset àr-un-dro er blez 1997 e Santez-Helen. An Deirvet atersadenn a zo get François Jehannoù er blez 1991 e Lokoal-Mendon hag an heni ziwezhañ ' zo bet enrollet er blez 1993 e Santez-Elen get Gilbert Liveg. Sonennoù : - Attila - Mono Massive - Joze Kalloc'h - Buhez ar voerion - Jorj Belz - Micher ar barkizion istr - Armel an Hejer - Askell an avel - Tautumeitas - Aulejas Klezmers


Daomp da glask palourded, bezhin ha sabl !

Daomp da glask palourded, bezhin ha sabl !

13/04/2023

Salud tout an dud ! 'El mard omp bac'het er gêr eh aomp da selaou abadennoù enrollet get Monique ar Boulc'h hiziv ! Da gomans eh aomp davet Josephine ar Moign ha François Jehannoù e Lokoal-Mendon da gomz a-ziàr ar palourded. Goude eh aomp da Garnag da gavouit Henri Kloareg evit komz a-zivoud ar Bezhin ha ni ' achivay e Gwidel get Jozeb Bonder ! Sonennoù : - Rudmanners - The last cherry blossom - Yvonne ha Jo an Dorz - Un deiz eh oan e bord ar mor - Pierre-Marie Jehannoù - Desavet e bord ar mor - Storlok - Gwerz ar Vezhinerien - Beat Bouet Trio - Alerte Antifasciste - Ziztada Rlantz - Zer Dago Onartua


Komzamp ag ar mision, un tad kapusin, ruskennoù-plouz hag a-zivoud an c'hoarioù

Komzamp ag ar mision, un tad kapusin, ruskennoù-plouz hag a-zivoud an c'hoarioù

13/04/2023

Daomp da Benc'hesten da ziviz get Lucienne hag Etienne e Kerblay. Ganet eo Lucienne en Ignel hag Etienne a zo-eñv ganet e Penc'hesten ! Hiziv e komzomp ag ar mision, un tad kapusin, ruskennoù-plouz hag a-zivoud an c'hoarioù. Sonennoù : - Gasoline - The Hardest (sonenn-gentañ) - Marie Harnay - Andre Drumel - Me 'm boa choajet din ur vestrez - Barcelona Gipsy Balkan Orchestra - Ciganocka - Eric Donaldson - Cherry Oh Baby - Lee Dorsey - Working in the Coal Mine


Ar boxe hag ar gouren

Ar boxe hag ar gouren

13/04/2023

Remy 'neus c'hoariet boxe anglaise durant e yaouankiz, hag Armand neus eñ c'hoariet gouren. E vouez Valentine 'zispleg penaos 'oa. Tonioù : - Remy Mao : ar gourenizion - Simon & Garfunkel : The Boxer - Pierre Le Floc'h ha kansorted : ar gourenizion - Ndiaz : Mets En Pas Si Tant - Dom Duff : Friko 'vo


Trezolioù Kreiz Mintin : damb d'ar gegin !

Trezolioù Kreiz Mintin : damb d'ar gegin !

13/04/2023

Yod-kerh, amonenn, avaloù douar,onion ha kig bevin. Durant ar c'hoñfinement ho peus marse muioc'h a gours evit keginañ ! Mat, mennoioù evit kempenn ar c'hig bevin zo get Marie Gueguan, damb d'ar gegin !


Komzamp a-zivoud sonennoù

Komzamp a-zivoud sonennoù

13/04/2023

E Pondi eh omp get Jorj Belz. Ganet eo e Plouharnel. Ni ' ya da ziviz a-zivoud sonennoù, an heni ziwezhañ hag an heni gentañ ' deus savet ha penaos e choaj un ton. Sonerezh : - JIM - People in Love - Trouzerion - Pand a Fañchon d'an overenn - Trouzerion - Hag àrlene - Marcelle hag Emile Pessel - Amzer ar C'h'naou (Dastumedia - restr n° : 22388) - Nodet - Hanter-dro


New York, New York

New York, New York

13/04/2023

Elie zo o chom e Lanester met gwezharall 'noa kuitaet Breizh da vonet da New York evit kavet ur labour. 13 vlez eo chomet du-se, anavet 'neus Madeleine, e vouez, bet o deus bugale. Ne oa ket aes ar vuhez, labour 'oa berped. Elie ne ket unan da vout groet e soñj monet kuit d'an Amerik, stel ur yoc'h a vretonned eo bet Gilbert Poedras da NY ha Anne-Marie le Cunff da Ganada. En eil tamm ag an abdennn 'vo klevet neuze Gilbert, aterset e 2019 hag àr-lerc'h, Anne-Marie Le Cunnf, doc'h mikro Loeiz Konan, eñrejistret e 2010. Tonioù : - Youenn Gwernig : Breton Blues - Bob Dylan : Talkin' NY - Baby Huey : Hard Times - Ella Fitzgerald : Manhattan


Ar Sailh Ru Bihan

Ar Sailh Ru Bihan

13/04/2023

Marcel Le Baron zo bet gannet e Gwareg met bevet neus er Rest, e Laoulan. E verc'h Solange Créquer 'deus skrivet ur levr à-ziàr benn he zad, get pezh neus kontet dezhi. Tonioù : Denise Noay : bro Laoulan Kenderved Laoulan : gavottenn pourlet Marcel Hybois :Person Laouelan a ra mirakleu Orchestre National Breton : Dañs bro Pourlet II


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ