Hag ho peus soñj ag ar wezh ketañ oc'h bet en un tren ? Odette, he deus soñj mat ! He doa gounezet ur bilhed en un tombola e Pondi ewit mont d'an Itali.En tren neuze ne oa ket elektrik, ne faote ken d'un den lakaet e benn er-maez a a-gaoz 'vehe kouziet get glaou ! Ni 'gaoja ag ar veajoù get Odette Guilloux ha Bernadette Bozec, div amiez ag Ephad ar Gemene.
Daomp d'an Ardeven da selaou doc'h Simon Kerzerho. Getoñ e vo komzet ag ar Seizh-Sant, lec'h mand eo é chom, ag ar micherioù en deus graet, ag Enez-Groe, hag a-ziàr ar gevellerezh etre an Ardeven ha Sankt-Märgen e Bro-Alamagn. Sonerezh : José Calloc'h - buhez ar voraerion Kergozien/Durassier - kas-a-barzh Laride