Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Un diskouezadeg fotoioù e Landaol

Un diskouezadeg fotoioù e Landaol

13/04/2023

Daomp da vediaoueg Landaol d'ober tro un diskouezadeg fotoioù graet get Jo Morvant. Eñ a vourr é ober poltredoù ag an natur pa ya da bourmen get e velo 'kostez gwazh an Intel.


Marc Brustiec, Langedig

Marc Brustiec, Langedig

13/04/2023

Daomp da Langedig da gomz get Marc Brustiec a-ziàr ar brezhoneg. Eñ a lâray penaos en deus desavet e vab yaouankañ e brezhoneg, ha penaos en deus desket komz brezhoneg pa oa yaouank. Sonerezh : Erik Marchand ha Taraf Caransebes - kanenn ma mestrez Ruzerion Traoué - c'hoari merluti Dañs ar jeko - spurmant ar mor Ray Barretto - acid


C'hoariva e brezhoneg e Langedig

C'hoariva e brezhoneg e Langedig

13/04/2023

Marc Brustiec a zo bet e penn ar strollad "C'hoarivari" e Langedig. Eñ a lâray penaos ema bet krouet ar strollad, penaos ema bet savet ar pezhioù-c'hoari... ha muioc'h c'hoazh. Sonerezh : Ruzerion Traoué - ar brizourezed Nicol/Le Forestier - la cabane dans les arbres Sharon Shannon - Sandy River Belle


Ar gohoni

Ar gohoni

13/04/2023

Simone zo a Bluigner met neus ket gwerso eo daet d'an ehpad. He deus lâret din e kave start kozhaat pell ag he zi. Ni 'goja neuze diàr-benn ar gohoni hiriv.


Jañdarm àr jao

Jañdarm àr jao

13/04/2023

Marcel zo a Landevan. Goude e servij b'an Aljeri eo daet ar sonj dezhoñ bout jandarm, àr jao mar plij geneoc'h ! Eñ zo bet un tammig partoud a-gaoz d'e vicher.


Albom Dastum : Bro Pourleth

Albom Dastum : Bro Pourleth

13/04/2023

An asosiasion Dastum deus savet un album nevez diàr-benn Bro Pourlet, (àr-lerc'h bout savet kani Bro Fisel ha Bro Menez). Ur bochad tud o deus labouret ewit sevel ar levr hag a ya get an albom; a-barzh e c'hellit lenn kaozoù ar c'hanennoù e breton ar vro hag e galleg, istoer ar vro, spered an dud, an traoù spesial get ar parlant ha lod kaer a draoù... Diskouez muioc'h


Berped àr an hent

Berped àr an hent

13/04/2023

Daniel Urvoy neus groet lod kaer a draoù durand e vuhez med hiriv 'ya da gojeal deommp ag ar vicher chauffeur routier. Eñ neus konduet pasabl betag Bro Saoz get e gamion karged a legumaj a-raok dont en-dro da Frañs ha da vont un tammig partoud da ziskargañ an traoù 'noa digaset ag en Añgleterre. Ne 'oa ket aes bout berped àr an hent neoazh 'neus pl... Diskouez muioc'h


Div amiez e Gwern

Div amiez e Gwern

13/04/2023

Bernadette Bozeg zo gannet e Seglian met e skol e Gwern 'oa bet. Hag Odette Guilloux a Gwern 'oa er mem skol met dimezet eo bet e Seglian ! Bremañ int an div e ti ar re gozh er Gemene. Odette ha Bernadette o deus kontet din o buhezioù e Gwern, an traoù burzhudus a base du-se, Diaul Lokmeltro, ar pardon ha lod kaer a draoù.


Nelly a Bersken

Nelly a Bersken

13/04/2023

Hiriv e ramp konaisans get Nelly Ar Moing a barrez Persken, er vro Pourleth. He 'gomz ag he zud, an ti-feurm hag ar barrez.


Mont da Bariz da labourat

Mont da Bariz da labourat

13/04/2023

Jean-Mai ha Job zo chom bremañ b'an Ehpad Kervénoaël.. Jean-Maï a gonta deomp e yaouankiz ba Pariz.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ