Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Jean ar Bouilh 02 - Kervignag

Jean ar Bouilh 02 - Kervignag

08/06/2026

Demat da razh an dud ha demat deoc’h c’hwi Sylvie ! Komans a ra ar sizhun. El pep lun ne vez ket labouret geneoc’h hag eit ur wezh e vez kemeret un tamm amzer eit kousket un tamm hirroc’h. Ha marsen eh oc’h just a-walh e tijuniñ. Eh beh Sylvie, me lar deoc’h. Un tammig trouzus vo an emision Kreiz Mintin hiriv. Oeit on tre bedeg Kervignac ur wezh arre. Jean ar Bouilh n’oe c’hoazh traoù da laret diñ. Ni beus ‘n em gavet ba un tavarn ba kreiz ar vourc’h hag un nebeudig a dud oe. Klevet mat vez Jean ur sort. Ha neuzen hon eus kaojet a-zivout
CD devezhañ Kanerion Pleuigner
ar Raktres TV Breizh
Ba fin an abadenn e vo klevet Emile Samedy è kontiñ deomp ur gontadenn.
Ale Sylvie ! Damp neuzen ! Tapit ho kroasant, ho polennad kafé. Lakit ar son un tammig kreñvoc’h.
Muzik :
Léa - L'aube et la guerre
Kanerion Pleuigner
Marsel Jaffre
Shahram Nazeri ha Tahmoures Pournazeri - Amoo Nowrouz
Un abadenn kaset da benn ha kaniget get Jañlug er Mouel


Jean Le Bouilh - Kervignac

Jean Le Bouilh - Kervignac

04/06/2026

null


Trezolieù Kreiz Mitin : ar pardonieù

Trezolieù Kreiz Mitin : ar pardonieù

04/06/2026

Un emision sawet get tammeù archiveù ag ar blę 1989 :
Kaoz étre Germaine Chevillard ha Monig er Boulc'h : Santez Anna hag ar pardonieù
Albert Péchard a Glegereg aterset get Monig er Boulc'h : Pardon Santez Anna ar Boduig
Jeanne er Berr a Vubri aterset get par Monig er Boulc'h : Pardon Santez Helen
Eléonore Provost, Stanislas ha tud arall a gomite pardon Gwennin aterset get Monig er Boulc'h
Sonenneù ha kanenneù : Pardon Lomahleù get ? / Pardon Kelwen get Klub ar Gemene / Pardon Gwengamp get Pier en Dorħ ha paotred er 'hornad
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Limaj : Émile Bernard, le pardon, 1888


Kreiz Mitin é béw : Fest Nilhieù -Bubri 2026

Kreiz Mitin é béw : Fest Nilhieù -Bubri 2026

04/06/2026

Fest Nilhieù organizet g'an asosiasion Bec'h Ba'r Loj !
Andre Moustarder a gonta demp penaos 'oe komañset an treù 25 vlę 'zo, petra zo programet ar blę-mañ ha ni 'gomza ewę ag ar film en deus sawet a-ziar ar fest-se : Ex Nilhio !
Jeanine ha Daniel Nignol a gomza demp ar gêr a Nilhieù, é parrez Bubri - aterset get Maxime Morvan Crahé 2025.
Muzik : Eliasse / Brazakuja / Baden Powell- Toquinho - Vinícius de Morães
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé, animet asambl get Jañ-Lug er Mouel – é kompagoneħ Corentin Bagot hag Elorah.


Pardon Sant Iwan 2026

Pardon Sant Iwan 2026

04/06/2026

Ur mikroiad komzeù cherret durand pardon Sant Iwan-Bubri ar blę-mañ.
Pred, kan, dañs, koñkour, héaol ... ha bourrabl !
Muzik ha kan : Mari Nignol / Odile Moustarder / Kanenn Sant Iwan / Pier Nignol / Andre Maget / Lefebvre - Baucher / Wipidoup
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Limaj : Eric Legret - Bugale Melrand


Louiseanne Teixier a Gêrforn 2 :

Louiseanne Teixier a Gêrforn 2 :

04/06/2026

Ur pennad-kaoz get Louiseanne Teixier a Gêrforn : ar brezhoneg, ar bouéd gwerall, un droiad ér jardrein ...
Ar gronikenn Trouz ha Safar get Gentaz Buhę : Roue ar 'haħed !
Muzik ha sonenneù : Anna Kadoret / Loeiz Killere / Marian Kadoret , Mari Drean hag Adel Palud / Secos e molhados
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
limaj : infobretagne.com


Louiseanne Teixier a Gêrforn 1:

Louiseanne Teixier a Gêrforn 1:

04/06/2026

Louiseanne Teixier a Gêrforn a gomza demp a Gêrfourn, hé buhę , ag an amzer baset...
Ar gronikenn Trouz ha Safar get Gentaz Buhę : istoerieù tennet ag ar liwr "Mil noz ha unan "
Istoerieù farsus kontet get Armel Gallig, François Louis hag Albert Bocher durand ur filaj é Noal-Pondi ér blę 1998.
Muzik ha sonenneù : Emili Onneù / Loeiz Killere / Pier Bihouée/ An Tri Dipop
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
limaj : infobretagne.com


Kreiz Mitin é béw : Ekoloji !

Kreiz Mitin é béw : Ekoloji !

21/05/2026

Un droiad er stal « Et ça repart ! » get Glen Doujet.
Ar c'hentañ boutik er Frañs hag a werħa tammeù plomenneù-gwrez - ar plomenneù aweit tuemmet an tiér.
Komz get Armel Barazer é penn an embregerezh Dour-Douar, ag é vicher, ag ar sitemeù da buraat an deùr-vil, an deùr lous ag an ti !
Muzik : Kanour Noz / Tank & the Bangas / Ayo / Brieg Gervenno
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé, animet asambl get Jañ-Lug er Mouel


Monique Peron a Langedig

Monique Peron a Langedig

21/05/2026

Monique Peron a Langedig aterset get Maxime Morvan Crahé.
Hi zo oaet da chom d'an Oriant a-oude gwerso hag énoñ 'doe dalhet ur chakutereħ get hé gwaz ha goude un davarn.
Kronikenn Trouz ha Safar get Gentaz Buhé : Istoer an hani goħ koueħet a-barħ ar gwinegr !
Sonenneù ha muzik : Jean en Dorħ / Mari Gwioñvarh / Régine
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Limaj : belles éditions de Bretagne


Trezolieù Kreiz Mitin - Kan ar Bobl

Trezolieù Kreiz Mitin - Kan ar Bobl

21/05/2026

Jud Paboul ha Simone Tokin aterset get M. er Boulc'h a gomz demp a gKan ar Bobl én Oriant.
Pier Padelleg aterset get M. er Boulc'h a gonta demp penaos e oa arriw final Kan ar Bobl é Pondi.
Thérèse ha Raymon Darcel get M. er Boulc'h a gomz demp ag ar c'hoñkour-mañ .
Sonenneù : Delenn Faw / Jo Ejec / Maria Hiver / Raymond ha Therèse Darcel / Robert Peron
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé


Da-heul Diwezhañ