Heklev an hañv

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Heklev an hañv - Meurzh 19 a viz Eost

Heklev an hañv - Meurzh 19 a viz Eost

19/08/2025

Goulven Troadeg, a-volontez vat o sikour ar Festival Fisel hag e-mesk an dud a ra war-dro programmadur sonerezh ar gouel, zo ganemp ar beure-mañ, war-eeun eus studio RKB e Rostrenn.
Klevet e vo ivez ar gronikenn [Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/programme/492) , eil lodenn ar c'hinnig graet gant Magali Baron eus levr Malo Bouëssel du Bourg, Pri-Touseg.
Abadenn kinniget gant Tomaz Laquaine-Jakez


Heklev An Hañv, Lun 18 a viz Eost

Heklev An Hañv, Lun 18 a viz Eost

18/08/2025

Morwenna Audic a zigor deomp Hent ar Seiz, Loeiza Rospape a ra brud d'ar fest a vo dalc'het evit lidañ 80 vloaz kelc'h keltiek an Elliant, Nolwenn Ilias a skoazell ac'hanomp da c'houzout penaos ober gant ar re vihanañ, ha Gwenn Meynier a vrouda an dud tik gant ar c'hoarioù-video da vezañ kurius. Ha sonerezh a vo ivez, anat!


Heklev an hañv 14/08/2025

Heklev an hañv 14/08/2025

14/08/2025

Ur valeadenn gant beloioù tredan ar gevredigezh "L'Amicyclette" war hentoù Domani Menez Meur e Hañveg gant Roger, Marguerite ha Marie-Jo
An dro-lavar "Chom berr" er gronikenn "Tu ha Tu gant Fulup Tangi
Livioù amzer ha festivalioù an dibenn-sizhun


Heklev an Hañv 13/08/20258

Heklev an Hañv 13/08/20258

13/08/2025

Glennan Guillou a ginnig yourc'hadennoù e-kerzh marc'had noz Leskon bep Lun da 8e25.
Pajenn Instagram ar strollegezh : [@lagueulee.brest] (https://www.instagram.com/lagueulee.brest/)
Gwenole Fauve diwar-benn sonadeg ar strollad Iwerzhoniz Breizh e Abati kozh landevenneg d'ar yaou 14 da 8e30 ha diskouezadegoù an abati.
Kronikoù :
Bed ar Babigoù
C'hoarioù war ar skrammoù
Keleier : Metig Jakez Vargas (Radio Kerne)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.


Heklev an hañv - Meurzh 12 a viz Eost

Heklev an hañv - Meurzh 12 a viz Eost

12/08/2025

Marteze a-walc’h ho peus bet digarez un dro bennaket da guitaat an hent bras 12 kostez Benac’h, da vont etrezek kreiz Breizh eta. A-benn neuze, sur, oc’h tremenet dre barrouz Plougonveur. Kumun Plougonveur zo ur 700 a dud o chom enni ha brud zo dezhi dreist pep tra, dav eo lâret, a-drugarez da di Menou. Menou zo ur stal gatoioù, ur gwispiderezh, hag a ra berzh. E-kreiz miz Gouere e oa bet lidet 45 bloaz ar stal ha graet an traoù war an ton bras. Un digarez da zispenn roudoù 3 rummad bouloñjerien e bourk Plougonveur...
Reportaj e Plougonveur gant Anna Tomaz, Jañ Piolot, Frañsoa hag Anna Pennek, Jozef ar C'hozh ha Raymond Dubourg.
Abadenn kinniget gant Tomaz Laquaine-Jakez
Poltred gant Biscuiterie Menou (FB)


Heklev an Hañv, 11 a viz Eost

Heklev an Hañv, 11 a viz Eost

11/08/2025

Claire Cariou a labouro a youl-vat evit Sunsets Festival en dibenn-sizhun / Jean Danion ha Bernez Rest o deus skrivet ''JKOb an Irien, beleg ha barzh ar c'hanennoù meur / Gwenn Meynier a ginnig deomp ar c'hoari 'Citizen sleeper' / ha Nolwenn Ilias a lâr deomp penaos ober ur chaoz etre ar vagouri hag ur vagerez


Heklev an hañv d'ar Gwener 8 a viz Eost

Heklev an hañv d'ar Gwener 8 a viz Eost

08/08/2025

En abadenn :
-Axel Perret a ginnigo ar sonadeg "Gwerz ha kan ar vro" a vo dalc'het d'ar merc'her 13 a viz Eost en iliz Eusa, evit enoriñ ha lakaat da selaou barzhonegoù Jonaz Dagorn (1968-2024).
-Katell Kloareg a ginnig ar strollad Ynis, a vo gwelet ha klevet 'ba festivalioù an hañv e Breizh.


Heklev an hañv - D'ar Yaou 7 a viz Eost

Heklev an hañv - D'ar Yaou 7 a viz Eost

07/08/2025

undefined


Heklev an hañv - Merc'her 6 a viz Eost 2025

Heklev an hañv - Merc'her 6 a viz Eost 2025

06/08/2025

Un droiad etre Pondivi hag an Alre gant an tren touristel aozet gant ar CFCB - reportaj Aodren Trehin
Un tañva eus levr nevez Yann-Bêr Kemener diwar buhez Mikis Theodorakis - reportaj Laetitia Fitamant
Deiziataer sevenadurel an ACB
Kronikennoù Bed ar vugaligoù ha C'hoarioù war ar skrammoù
Liv an amzer
Sonerezh : Katy J Pearson, Maria Farantouri, Nozicaä
Keleier : Anton Burel
Kas : Liza Jakez-Vargas


Heklev an hañv - 5 a viz Eost 2025 - Kompren Hiroshima

Heklev an hañv - 5 a viz Eost 2025 - Kompren Hiroshima

05/08/2025

80 bloaz 'zo eo bet lañset ur vombezenn nukleel war Hiroshima ha Nagasaki e Bro Japan, o lazhañ tro 200 000 den en holl. Etre ar re devet ha marvet war an taol hag ar re bet lazhet gant ur c'hrign-bev liammet d'ar radioaktivelezh, e c'hellfe neb hini soñjal ez eo un torfed a-enep da vab-den implij seurt armoù. Daoust da se, daoust d'ar fed e vefe bet savet ar feur-emglev o tifenn an armoù nukleel e 2017, daoust d'ar Priz Nobel bet roet e 2024 d'ur gevredigezh o strollañ tud a-enep d'an armoù nukleel, daoust d'ar brezelioù a vez e 2025, n'eo ket simpl c'hoazh lâret eo ret paouez gant an armoù-mañ.
Ur vodadeg a zo aozet gant ar CIAN Penn ar Bed d'ar 6 a viz Eost 2025 war Menez Hom evit gervel an holl da c'houlenn gant gouarnamant Bro C'hall distruj e armoù nukleel.
Da gentañ e vo klevet Paol Mingant, istorour, displegañ penaos eo erruet un dra ken skrijus evel bombezadegoù Hiroshima ha Nagasaki ha da c'houde e vo klevet Youn Jardin o arguzeniñ war ar fed e vefe ret da Vro C'hall distruj e armoù.
Hag e fin an abadenn ar gronikenn Kokennig ar Son diwar-benn an divelfenneged gant Valentin deus Ti ar C'hoadoù.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ