Heklev an hañv

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Heklev an hañv 04/07/2023 - Ifig Flatrez

Heklev an hañv 04/07/2023 - Ifig Flatrez

04/07/2023

D'ar merc'her 12 a viz Gouere e vo ur fest-noz e Skrigneg evit reiñ enor d'ar strollad Diaouled ar Menez. Bep bloaz e vez aozet ur fest-noz gant ar gevredigezh Gwechall Gozh Skrigneg hag ar bloaz-mañ eo bet choazet reiñ enor d'ur strollad mojennel 'n eus merket sonerezh Breizh adalek ar bloavezh 1972. Ifig Flatrez a oa war-eeun e studio Radio Kreiz Breizh evit komz deus aozadur ar fest-noz ha deus ar strollad.


Heklev an hañv 04/07/2023 - Rozenn an Dreo diwar-benn serradur ti-gwilioudiñ Gwengamp

Heklev an hañv 04/07/2023 - Rozenn an Dreo diwar-benn serradur ti-gwilioudiñ Gwengamp

04/07/2023

Abaoe ar 26 a viz Ebrel n'eus ket bet ganet bugel ebet e ti-gwilioudiñ Pabu, tal-kichen Gwengamp ! Diwar un diviz digant Ajañs Rannvro ar Yec'hed he deus suspentet ar gwilioudoù en ospital defot kaout tud a-walc'h da labourat. Gallout a rafe bezañ addigoret ar servij, eme an ARS, ur wech kavet amiegezed, jinekologed-gwiliouderien ha medesined-anestezist da zont da labourat eno.

Met hervez soñj Komite difenn ospital Gwengamp e vefe tuet dileuridi ar Stad a-benn fin ar gont da heuliañ kinnigoù an danevell "Rossetti". Hennezh a erbede e miz Eost 2022 ma vije serret da vat an ti-gwilioudiñ ha servij surjianerezh an ospital.

Se zo kaoz emañ tud ar vro war varteze evit pezh sell dazont o servijoù yec'hed... Ispisial ar merc'hed-dougerezed a zo sañset gwilioudiñ er sizhunioù pe er mizioù da zont... Evel Rozenn an Dreo he doa roet he santimant deomp e miz Ebrel 2023... D'ar c'houlz-se ne vije ket gouvezet c'hoazh e vije "serret" an ti-gwilioudiñ betek fin miz Here da vihanañ.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken


Heklev an Hañv 03/07/2023

Heklev an Hañv 03/07/2023

03/07/2023

Léa le Goff diwar-benn ar gouel In The Moon Fest aozet gant ar gevredigezh Planéte Pesto a vo dalc'het d'ar Sadorn 8 a viz Gouere e Pouldregad.
Vanessa Guillou eus Kenleur diwar-benn evit deiz-ha-bloaz Festig-noz Kemper, a vo d’an 8 a viz Gouere e Liorzh an Eskopti adalek 8e30 hag an darvoud Dañsit ‘ta a vo d’ar Meurzh 11 a viz Gouhere adalek 18e00 noz e kreiz-kêr Kemper.
Diskoachomp ar gevredigezh Secrets Toxiques gant Izabel Georges.
Kronikoù :
Karront Sant jakez : Hent Sant Jakez (1)
Penn kil-ha-troad : An troad
Skritell In The Moon Fest savet gant Hugo Raffray
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie


Heklev an hañv ar yaou 4 a viz eost 2022

Heklev an hañv ar yaou 4 a viz eost 2022

13/04/2023

- Stajidi ar staj hañv aozet gant Skol an Emsav ha Kentelioù an Noz o deus aterset ar soner naonedad Gweltaz Adeux


Heklev an hañv ar yaou 11 a viz eost 2022

Heklev an hañv ar yaou 11 a viz eost 2022

13/04/2023

- Stajidi ar staj hañv aozet gant Skol an Emsav ha Kentelioù an Noz o deus aterset ar soner naonedad Damien Mattheysses - Le Garrec
- Un nozvezh e brezhoneg e tavarn kevredigezhel La Dérive e Naoned


Heklev an hañv ar yaou 18 a viz eost 2022

Heklev an hañv ar yaou 18 a viz eost 2022

13/04/2023

- Al livourez Gigi le Merdy
- Klub ar 27 kinniget gant stajiadezed staj hañv Skol an Emsav ha Kentelioù an Noz


Heklev an hañv 12/08/2022

Heklev an hañv 12/08/2022

13/04/2023

Hiziv e vezimp e kompagnunezh Katerin Kerivel a zeuio evit lakaat ar gaoz war Gouel an Eost a vezo d'ar 14 a viz Eost e Plougouloum.
Da c'houde ez imp gant ur pennad all deus "En-dro d'al levrioù" bet kinniget e Kann al Loar 2022 gant Kristian Braz ha Fulup Oilo.
Keleier : Anton Burel
Kinniget gant Erwan Uguen
Sonerezh : Alpha Blondy - Wish you were here
Emezi - Diskar
Buena Vista Social Club - El cuarto de Tula


Heklev an hañv 26/08/2022

Heklev an hañv 26/08/2022

13/04/2023

Heklev an hañv.
Emgav gant Caroline Mailloux e Plougastell da zizoloiñ he engravadurioù. Ouzh mikro Ifig Kalvez.
[https://www.instagram.com/bed.bihan.caroline/] (https://www.instagram.com/bed.bihan.caroline/)
Enor d'ar vreudeur Morvan. Pennadoù enrollet gant Erwan Blanchard goude obidoù Yvon Morvan.


Heklev an Hañv 02/08/2022

Heklev an Hañv 02/08/2022

13/04/2023

Elen Rubin, renerez ar gevredigezh Daoulagad Breizh a lar hiroc’h deomp war program ar gevredigezh e-kerzh gouel ar filmoù e Douarnenez dalc’het etre an 20 hag ar 27 a viz Eost 2022.
Dominique Merien diwar-benn nozvezh ar stered aozet e Kerdevot hag e Kombrit gant ar gevredigezh Loargann.
Yoga : Hiriv e vo desket daou stumm kentañ ar« Saludiñ an heol »: stumm ar pleg war-raok ha stumm ar c’hi e benn an traoñ. Kinniget deoc’h gant Sebastien Guinier.
Keleier : Tunvezh Gwlagen-Grandjean
Kinniget gant Marianne Vaidie (Radio Kerne)
Sonerezh :
Amaria – Lose Control
Curtis Harding - Surf
Cocanha – Colorina de Rosa


Heklev an Hañv 07/07/2022

Heklev an Hañv 07/07/2022

13/04/2023

Anne Goueroù diwar-benn un e-book gouestlet d'an dromeni vras da gaout war lec'hienn Bretagne Culture Diversité.
Léa le goff diwar-benn ar festival In the Moon Fest.
Yoga gant Sébastien Guinier : Labourat gant an anal
Karront Sant Jakez gant Dominique Merien : Peseurt roc'h a vez kavet war an douar.
Keleier : Anton Burel
Kinniget gant Marianne Vaidie (Radio Kerne)
Sonerezh :
The Skints - Rise Up
Smooth Motion - Can't find your legs
The Red Goes Black - Sweet Melancholia


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ