Fellet 'neus da Valérie Pécresse difenn dezho seniñ 'ba Rock en Seine e 2025... Unan eus strolladoù a greda derc'hel gant o mennozhioù: Kneecap eo anv ar strollad zo bet savet 'ba Belfast. Troet eo war an hip hop hag ar stourmoù e izili: Mo Chara, Moglai Bap ha DJ Provai. Skrivet eo ar c'hanaouennoù en iwerzhoneg hag e saozneg. Ar aghaidh!!!! Embannet eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Poltred: hoptpress.com
Lakaet eo Joy Division evel unan eus ar strolladoù 'neunt roet lañs d'ar stumm cold wave. Ur strollad post punk eo da gentañ sur deoc'h. 'Ba Manchester 'oa bet savet Joy Division e fin ar bloavezhioù 70 gant Ian Curtis, Stephen Morris, Peter Hook ha Bernard Sumner. Gwellañ strollad istor ar Rock n'roll eo Joy... Hervez Erwan Blanchard.
Poltred: partoch.com
Ur strollad post punk eletro eo an daouad Sleaford Mods. Jason Williamson hag Andrew Robert Lindsay Fearn zo eus Nottingham 'ba Bro Saoz. Seniñ 'reont asambles abaoe 2007. That's holl glue zo un doare compil... Hag an abadenn un dibab eus ar c'hompil!!! Lusket eo gant Erwan Blanchard.
Poltred: ents24