Rock nerzhus zo da selaou 'ban abadenn hudu... gant ar strollad Osees. Ur strollad 'oa bet kroet e 1997 'ba San Francisco, Kalifornia. Meur a album 'neus bet tro ar strollad da embann. Sorcs 80 'vo selaouet bremañ diouzhtu. Embannet eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Poltred: Pitchfork.com
Ur strollad eus ar c'hentañ troc'h! Kroet eo bet ar strollad post-punk e 2002... Nerzh ha stourm a ya d'ober sonerezh Frustration. 'Ba strollad e kaver Fabrice Gilbert (kan), Fred Campo (klavieroù), Nicus Duteil (gitar), Pat D (gitar bout) ha Mark Adolf. An taol mañ emaomp o vont da reiñ deoc'h da selaou an album Our Decision zo daet er-maez e 2024. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.