Kokennig ar son

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Akwarium Benac'h : pesked bihan ha pesked bras zo e-barzh hon stêrioù !

Akwarium Benac'h : pesked bihan ha pesked bras zo e-barzh hon stêrioù !

01/04/2026

Soñj ho peus eus Maëlle, ar plac’h zo o labourat e Dour ha Stêrioù ?
Bet ‘oamp oc’h adwelet anezhi ba Benac’h evit bisitañ Akwarium Dour ha Stêrioù ganti.
Ul lec’h bev, gant pesket dour dous a red betek ar mor. Diskouezet he doa dimp Maëlle tout ar pesked bihan hag ar pesked bras a zo eno.


2 Istor ! Stourm al loened skrivet ha kontet gant Gireg Konan ha Rodellig Aour kontet gant Awen Plougoulm

2 Istor ! Stourm al loened skrivet ha kontet gant Gireg Konan ha Rodellig Aour kontet gant Awen Plougoulm

13/03/2026

2 Istor ! Stourm al loened skrivet ha kontet gant Gireg Konan ha Rodellig Aour kontet gant Awen Plougoulm
Plijadur deoc'h!


Beaj e Dour ha Stêrioù + Istor skrivet ha kontet gant Riwal Georgelin!

Beaj e Dour ha Stêrioù + Istor skrivet ha kontet gant Riwal Georgelin!

13/03/2026

Lakait ho potoù, ha deomp da Venac’h, e-kichen stêr ar Gwig hag al Leger. Hiziv ‘vo kaozeet eus kelc’hiad an dour asambles gant Maëlle eus Dour ha Sterioù Breizh ! Ur c'hoari zo e-barzh!
Hag un istor skrivet ha kontet gant Riwal Georgelin!


Ti ar C'hoadoù : ar bronneged e-pad ar goañv + Un istor gant Awen Plougoulm

Ti ar C'hoadoù : ar bronneged e-pad ar goañv + Un istor gant Awen Plougoulm

27/02/2026

Salud deoc’h tout bugale !
Arri eo an heol ar sizhun-mañ, abaoe pell zo n’hon oa ket gwelet anezhañ ! Hiroc’h-hirañ an devezhioù ivez hag a-benn nebeud e vo miz Meurzh dija ! N’eo ket echu ar goañv toutafet koulskoude !
Hirie e tistroomp gant Valentin, eus Ti ar C’hoadoù. Gantan oamp aet o kerzhout war roudoù ar bronneged, al loened a ro laezh hag a blij dezhe kousket kalz kalz kalz e-pad ar goañv.
N’int ket dihunet tout c’hoazh me lâr deoc’h !
Istor Michou ar c'hazh gant Awen Plougoulm


Kan en evned gant Valentin - Ti ar C'hoadoù!

Kan en evned gant Valentin - Ti ar C'hoadoù!

13/02/2026

Gant Valentin eus Ti ar C'hoadoù e oamp bet o vale dre ar c'hleuzioù.
Spontus eo gwelet ez eus kement-all a evned o kanañ ha plijadur zo o selaou kan an alanig kof-ruz, ar fulup, ar gaouenn...Ha Valentin, peseurt evned e c’hellomp gwelet pe klevet e-pad ar goañv amañ ? Peseurt reoù a chom er vro ?
Tan dezhi!


Un tamm tro e Milmarin + "Lazhañ an Heol" gant Nolwenn Falezan

Un tamm tro e Milmarin + "Lazhañ an Heol" gant Nolwenn Falezan

30/01/2026

Deomp war-zu an aod, kostez Plaeraneg, Pempoull, Pontrev…Un emgav hon eus gant Yolann. Graet en doa ur staj e mirdi Milmarin e Plaeraneg. Er mirdi-mañ e c’haller kaout titouroù a bep-seurt war ar micherioù troet war ar mor, war pesketaerien ha pesketaerezed an Trev, war koñvers ar mor. Ha petra ‘vije pesketaet gwech all ? Ha penaos ? Ha hiziv an deiz?
Lazhañ an Heol lennet gant Nolwenn Falezan!


Bugale Skol Diwan Lannuon + Un istor gant Tomaz Laken

Bugale Skol Diwan Lannuon + Un istor gant Tomaz Laken

16/01/2026

E miz Kerdu 'oamp bet da vizitañ bugale Skol Diwan Lannuon! Degemer mat-kaer 'oamp bet.
E fin an abadenn ur gontadenn, hini N'Dio, ur c’honikl bihan a blijfe dezhañ hadañ mell er savanenn...


Petra zo da zebriñ er c'hleuzioù ? Ur valeadenn gant Valentin eus Ti ar C'hoadoù hag ur gontadenn gant Gireg Konan

Petra zo da zebriñ er c'hleuzioù ? Ur valeadenn gant Valentin eus Ti ar C'hoadoù hag ur gontadenn gant Gireg Konan

08/01/2026

E Kokennig ar Son evit kregiñ gant ar bloaz :
Ur valeadenn gant Valentin eus Ti ar C'hoadoù en heñchoù treuz diwar ar c'hleuzioù. Gwelet a reot eo posubl fardañ ur saladenn gant tout pezh e vez kavet war an hent!
Ur gontadenn kontet gant Gireg Konan : Ha perak en deus an avank al lost plat ??


Evned ma jardin : testennoù Madalen an Amour 2/3

Evned ma jardin : testennoù Madalen an Amour 2/3

11/04/2025

Aï eo an nevez-hañv hag al laboused a vez o kanañ ! N'eo ket aes derc'hel deus anv pep hini, gouzout piv a gan peseurt melodi ! Setu neuze, dre zestennoù brav eston Madalen an Amour un tamm sell war al labous o kanañ en he jardin deus abred beure betek fin an deiz. Madalen a gas anomp en ur farsadenn hengounel ha graet gant bern tud e Breizh : ijinañ pezh a vez lâret etre loened.
Deuit ganimp da selaou pezh a lâr


Evned ma jardin : testennoù Madalen an Amour 1/2

Evned ma jardin : testennoù Madalen an Amour 1/2

01/04/2025

Aï eo an nevez-hañv hag al laboused a vez o kanañ ! N'eo ket aes derc'hel deus anv pep hini, gouzout piv a gan peseurt melodi ! Setu neuze, dre zestennoù brav eston Madalen an Amour un tamm sell war al labous o kanañ en he jardin deus abred beure betek fin an deiz. Madalen a gas anomp en ur farsadenn hengounel ha graet gant bern tud e Breizh : ijinañ pezh a vez lâret etre loened.
Deuit ganimp da selaou pezh a lâr ar mouilc'hi, ar piged, ar goelaned hag ar richoned !