Lerc'h ha lerc'h

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Pierre de Belay, red al livioù

Pierre de Belay, red al livioù

19/06/2024

E Kemper, e Mirdi an Arzoù Kaer, ez eus ur gwir dudi evit ar re dedennet gant arzoù modern Breizh. Betek miz Gwengolo e vo un diskouezadeg vrav gouestlet d'an arzour breizhat Pierre de Belay.Pierre de Belay, bet ganet e 1890 e Kemper hag aet da Anaon e 1947, a zo unan eus an arzourien pouezusañ eus ar mare-se. Dre e oberennoù liesseurt o tiskouez s... Diskouez muioc'h


Yann-Ewen L'Haridon ne gav ket hir e amzer 'neoñ !

Yann-Ewen L'Haridon ne gav ket hir e amzer 'neoñ !

19/06/2024

Yann-Ewen L'Haridon est un homme occupé, toujours en vadrouille pour aller sonner dans les festoù-noz ou pour des concerts en compagnie de Modkozmik, 'Arn, Floriane Le Pottier et bien d'autres encore. Le mois dernier, il sortait Menez Kernall, nouvel album en compagnie de Modkozmik Galaktik. Le 22 juin sortira un autre disque encore, avec son compè... Diskouez muioc'h


« Enez : il est une île », un abadenn dibar evit Gouelioù Kerne

« Enez : il est une île », un abadenn dibar evit Gouelioù Kerne

14/06/2024

A-benn an 18 a viz Gouhere ‘vo kinniget e teatr Kemper, da geñver Gouelioù Kerne, ur grouidigezh divent en-dro da Gwennyn ha d’ he c’hanaouennoù: ganti ‘vo he sonerien gustum hag ivez ur c’honter (Patrick Ewen), dañsourezed (Sterenn Fonseca ha Sofia Bairthy en o zouez), un arzour banner-videoioù, broderezhioù he mignon a-gozh (Pascal Jaouen), ur mi... Diskouez muioc'h


'Ar preñv-glas', un album nevez gant Nolwenn Korbell...

'Ar preñv-glas', un album nevez gant Nolwenn Korbell...

24/05/2024

E brenañ a c'helloc'h a-benn ar 7 a viz Even !


Al lisañs PPPE brezhonek kinniget deomp gant Gwenole Larvol

Al lisañs PPPE brezhonek kinniget deomp gant Gwenole Larvol

24/05/2024

A-benn miz Gwengolo e vo trede distro-skol an aotreegezh PPPE brezhoneg – galleg (Parcours préparatoire au professorat des écoles) en UBO hag e lise an Hirwazh e Brest. Dibaoe 2022 e vez stummet danvez-skolaerien divyezhek, diouzhtu goude ar vachelouriezh, war ar bedagogiezh, danvezioù ar c’hentañ derez hag ar brezhoneg. Ur stummadur pleustrek-tre ... Diskouez muioc'h


Aline Gleoneg

Aline Gleoneg

24/05/2024

Ma peus bet tro da lenn ar gelaouenn ‘Al lanv’ gwezh ha gwezh all, pe reoliekoc’h, peus ‘n em gavet un dro bennaket gant ur pennad kinniget gant Aline Gleoneg. Aline zo bet kelennerez war ar galleg en estrenvro, er ‘’c’hooperasion’ e-pad un toullad bloavezhioù. En Afrika dreist-holl. Hag a-viskoazh he deus maget he c’hiriusted evit sevenadur Egile.... Diskouez muioc'h


Pesketañ e Mor an Inizi Kergelenn

Pesketañ e Mor an Inizi Kergelenn

24/05/2024

Louis Spinec, a-orin deus Enez Sun, zo bet kabiten a vor. Klevet e vez alies, diwar-benn SNSM Dz, evel prezidant, pe diwar-benn Distro en BaieEr bloavezhioù 2000-2003, araok bezañ war e leve, e kase ekipajoù pesketaerien e Mor an Inizi Kerguelen. Louis a ouie deskiñ pa oa yaouank, ha goude ar bac e oa bet er skol-veur, evit deskiñ yezhoù. Padout pe... Diskouez muioc'h


Denise Jardin

Denise Jardin

16/05/2024

Denise Jardin, deus Purid er Vro Vigoudenn, oa bet diplomet ‘mestrez-skol’ e Skol Normal Kemper er bloavezhioù 1960.Buan goude-se, gant he gwaz Youenn, he doa graet ar choaz da vont da labourat en Aljeri.Kaset o doa pevar bloaz e Setif araok dont en-dro da vBreizh, kostez Kerrien e-pad berr amzer, ha goude-se e Douarnenez. Karter nevez Kermarron (K... Diskouez muioc'h


Yvonne Kernevez

Yvonne Kernevez

15/04/2024

Yvonne Kernevez 'poa bet digarez da glevet dija en abadenn Rodeier ar sizhun baseet. A-benn neuze 'noa-hi kontet deomp deus istor an otel Belle-Vue, er C'hap Kozh e Fouen, bet digoret gant he moereb, Mar'-Jan Meur, er bloavezh 1919, met 'noa ket bet amzer a-walc'h da gontañ deomp deus tout. Kar goude ar brezel diwezhañ oa deuet an douristed en-dro ... Diskouez muioc'h


Anna Kere hag he fennad diwar-benn ar Republikaned aVro Spagn bet rediet da labourat evit an Alamanted e-pad an Eil Brezel Bed

Anna Kere hag he fennad diwar-benn ar Republikaned aVro Spagn bet rediet da labourat evit an Alamanted e-pad an Eil Brezel Bed

04/04/2024

He fennad 'oa en Télégramme d'ar 24 a viz Meurzh paseet ha degas a ra da soñj deomp penaos 'oa bet ar repuidi-se resistanted ivez alies.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ