Boudig laezh setu an anv brav bet kavet gant ar familh Le hen d’o zi-feurm laezh er Boudiguen e Kerien.
Hag an holl en tiegezh a gemer perzh er raktres diwar skouer Suzy, ar verc’h.
Ganti he deus bet tro Morgane da weladenniñ al lec’h
Da gaout muioc’h a ditouroù pe prenañ o froduioù, gell a rit teurel ur sell war o fajenn Facebook La ferme aux 10 div vaches Boudig laezh pe mont d’ar marchadoù tro dro Kemperle
Morgane Lincy-Fercot a ginnig deomp an teulfilm Championnes.
Heuliet 'vez micherourezed kozh an uzin Chaffoteaux e Sant Briec o doa savet ur skipailh mell-droad en uzin penn-kentañ ar bloavezhioù 70.
Ar skipailh-mañ a zo deuet da vezan skipailh foot plac'hed a vicher an EAG, En avant Guingamp.
Morgane Lincy-Fercot a ginnig deomp an teulfilm Championnes.
Heuliet 'vez micherourezed kozh an uzin Chaffoteaux e Sant Briec o doa savet ur skipailh mell-droad en uzin penn-kentañ ar bloavezhioù 70.
Ar skipailh-mañ a zo deuet da vezan skipailh foot plac'hed a vicher an EAG, En avant Guingamp.
Perzh eo Glen, Nicolou, Bastian, Daphné ha Julien er strollad muzik Chien Denfant.
Nevez 'zo o deus embannet o albom kentañ, gant ur son rock ha kanaouennoù e galleg hag e turkeg. Deuet eo Nicolou ha Glen betek studio Radio Kerne evit displeg hiroc'h deomp.
[La Loco] (https://www.laloco.bzh/) e Kemperle a zo ur sal sonadegoù hag ul lec'h sevenadurel buhezek en ur savadur bet gwechall un ti-gar-houarn, ar pezh a ro dezhi un identelezh greantel ha degemerus. A-hed ar bloaz ar gevredigezh a ginnig ur programm liesseurt a vesk sonerezh a-vremañ, arvestoù ha darvoudoù kevredigezhel. O lakaat war-well strolladoù anavezet mat dija hag arzourien·ezed nevez. Deuet eo La Loco da vezañ ul lec'h emgav evit annezidi Kemperle hag an tro-war-droioù.
Lors Landat bet prezidant kozh ar gevredigezh hag a-youl vat bremañ a gont deomp hiroc'h warni.
Ur vrav a bodkast a gaver war lec’hienn BCD Bretagne Culture Diversité, sevenadurioù breizh. Ur podcast gouestlet da enrolladennoù hag al labour kaset a-benn gant Daniel Jekel, animatour radio bet e RBO ( d’ar mare-se) kerzh daouzek vloaz.
Anna Quere ha Tudi Crequer a lâr hiroc'h deomp.