Buhez

RCF Finistère

Liamm eilet er golver.

Eve Hellequin met les petits plats bio dans les pots en verre

Eve Hellequin met les petits plats bio dans les pots en verre

30/09/2024

Klaskerez eo bet Eve Hellequin e Pariz war ar mikrobiologiezh a-raok dilojañ e Sant-Segal, e kreiz Penn-ar-bed. Barrek eo war ar bakterioù hag ar barregezhioù-se a servij dezhi evit lansañ hec'h embregerezh, Miamm douar, e-lec'h e vo gwerzhet 12 rekipe boued bio e-barzh podoù gwer. Da skouer ez eus pesto pour, kirin tokoù touseg, tartar bezhin... D... Diskouez muioc'h


80 ans de la Libération : la vie sous l'Occupation avec Goulc'han Kervella

80 ans de la Libération : la vie sous l'Occupation avec Goulc'han Kervella

23/09/2024

Kenderc'hel a reomp gant an heuliad "80 vloaz Dieubidigezh Breizh". Div sizhun zo hor boa komañset da gaozeal eus an eil Brezel-bed rak pevar ugent vloaz zo 'oa an Dieubidigezh, Dieubidigezh Bro-Frañs ha Breizh. Gant an istorour Bernez Rouz hor boa kaozeet eus tud Enez Sun ha bremañ e vo kaozeet gant Goulc'han Kervella eus tud Bro-Leon.E 1997 ez eu... Diskouez muioc'h


80 ans de la Libération : Bernez Rouz honore l'engagement des Sénans (partie 2)

80 ans de la Libération : Bernez Rouz honore l'engagement des Sénans (partie 2)

16/09/2024

Abaoe an hañv e vez lidet 80 vloaz an Dieubidigezh e Bro-Frañs hag e Breizh. E Miz Gwengolo 1944 eo bet dieubaet Brest. Evit kompren penaos eo bet an traoù e Penn-ar-bed e felle din lakaat ar gaoz war Enez-Sun gant an istorour hag ar c'hazetenner Bernez Rouz evit kompren petra zo kaoz ez eus bet kement a baotred aet da Vro-Saoz da rezistañ gant Jen... Diskouez muioc'h


80 ans de la Libération : Bernez Rouz honore l'engagement des Sénans

80 ans de la Libération : Bernez Rouz honore l'engagement des Sénans

09/09/2024

Abaoe an hañv e vez lidet 80 vloaz an Dieubidigezh e Bro-Frañs hag e Breizh. E Miz Gwengolo 1940 eo bet dieubaet Brest. Evit kompren penaos eo bet an traoù e Penn-ar-bed e felle din lakaat ar gaoz war Enez-Sun gant an istorour hag ar c'hazetenner Bernez Rouz evit kompren petra zo kaoz ez eus bet kement a baotred aet da Vro-Saoz da rezistañ gant Jen... Diskouez muioc'h


Distro en Baie fait découvrir la mer aux personnes dépendantes

Distro en Baie fait découvrir la mer aux personnes dépendantes

02/09/2024

Etre an 11 hag ar 14 a viz Gwengolo 2024 e vo Distro en baie. Un abadenn an hini eo evit kas tud nammet ha tud kozh war-vor gant ar gevredigezh Optimiste 29 war-vor e bae Douarnenez gant 13 bag. En o zouez e vo diskouezet bag nevez ar gevredigezh, bag "Ar Spi". Gant Louis Spinec emaomp en abadenn Buhez evit lakaat ar gaoz war ar pezh a vez graet ga... Diskouez muioc'h


L'incroyable saison du Stade Brestois qualifié pour la Ligue des champions

L'incroyable saison du Stade Brestois qualifié pour la Ligue des champions

18/06/2024
40:16

D'an 19 a viz Mae 2024 e oa trec'h skipailh Stad Brestiz a-enep Toloza. Trede eo bet e kevread kentañ (Ligue 1) hag e-mod-se eo bet kalifiaet ar skipailh evit ar wech kentañ. Fromus eo bet an dra-se evit an holl harperien hag harperezed sot gant ar Stad Brestiz.

Gant Leo Guillerm ha Brieuc Bourreau emaomp hiziv asambles evit kaozeal eus ar bloavezh dreist-ordinal-se.

Le Stade Brestois s'est hissé le 19 mai 2024 en troisième position sur le podium de la Ligue 1, ce qui lui a valu une qualification pour la Ligue des champions. Une première pour l'équipe brestoise et un moment très émouvant pour les supporters.

Nous revenons sur cette année extraordinaire en compagnie de deux supporters, Leo Guillherm et Brieuc Bourreau.



Les noms de lieux en langue bretonne pourraient être inscrits à l'Unesco

Les noms de lieux en langue bretonne pourraient être inscrits à l'Unesco

11/06/2024
40:48

Abaoe penn-kentañ Miz Even eo dav d'ar c'humunioù bihan lakaat chomlec'hioù e pep keriadenn en o farrez abalamour d'al lezenn 3DS. Abalamour d'an dra-se e vo kollet anvioù lec'h e brezhoneg ha pinvidigezh ar yezh er memes tro hervez ar strollad kevredigezhel, "1 a viz Even". Dav eo lakaat an anvioù e brezhoneg e glad difetis an Unesco hervezo evit ma vefe savetaet.

Ennañ emañ Ar Falz - Skol Vreizh. E 2022 e oa bet embannet levr Yann-Bêr Kemener diwar-benn an odonimiezh rak abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù e labour war an dra-se gant ar gevredigezh EOST (Etudes Ouvertures sur Telgruc-sur-Mer). Gant Yann-Bêr Kemener e lakaomp ar gaoz war an dra-se asambles hiziv en abadenn Buhez.

Depuis début juin, toutes les collectivités ont pour obligation d'adresser tous les noms de lieux dans leurs communes. Cela représente un véritable danger pour l'avenir de la langue bretonne selon le collectif du 1er juin formé à Vannes, dans le Morbihan. Selon ce dernier, il faudrait inscrire ces noms de lieux dans le patrimoine immatériel de l'Unesco.

Yann-Bêr Kemener est allé présenter le travail qu'il réalise depuis des années sur l'odonymie avec l'association EOST (Etudes Ouvertes sur Telgruc-sur-Mer). Nous parlons de tout cela avec Yann-Bêr Kemener dans l'émission Buhez.



Les eaux de baignade d'une plage bretonne sur cinq seraient polluées

Les eaux de baignade d'une plage bretonne sur cinq seraient polluées

04/06/2024
40:00

Saotreet eo dourioù war an aod hervez ar gevredigezh Dour ha stêrioù Breizh. 1 draezhenn war 5 a vefe e Breizh ha 20 % e Bro-Frañs. Setu ar pezh eo bet merzhet o labourat war an tem-mañ en ur glask kompren peseurt mod 'oa bet muzuliet dourioù ar mor-se gant Ajañs rannvroel Breizh (ARS). D'ar 25 a viz Mae 2024 e oa bet lañset al lec'hienn Labelleplage.fr e-lec'h e c'helloc'h mont da welet ma 'z eo mat pe get an aod kostez du-se.

Gant Pauline Kerscaven, e-karg eus ar c'hehentiñ, hon eus lakaet ar gaoz war ar saotradurioù asambles en abadenn Buhez.

Les eaux de baignade d'une plage sur cinq seraient polluées en Bretagne d'après l'association Eaux & Rivières en Bretagne. 20 % en France. Voilà les chiffres qui sont ressortis du travail réalisé par les bénévoles qui ont cherché à comprendre comment étaient classées ces eaux de baignades par l'Agence régionale de santé (ARS). Une campagne de communication a été lancée le 25 mai dernier avec la mise en ligne du site internet Labelleplage.fr où il est possible de voir le classement de ces eaux de baignade en France métropolitaine.

Nous en parlons dans cette émission en compagnie de la chargée de communication, Pauline Kerscaven.



La première épicerie participative du Finistère a ouvert à La Feuillée

La première épicerie participative du Finistère a ouvert à La Feuillée

28/05/2024
37:36

E fin miz Meurzh 2024 e oa bet digoret kentañ ispisiri kevredigezhel ha perzhiel Penn-ar-bed a-drugarez d'ar gevredigezh Bouge ton coq hag a ro nerzh d'ar c'humunioù bihan. L'épicétout eo anvet ha berzh a ra e kumun Ar Fouilhez. Paeañ a ra an annezidi evit kaout boued ha produioù eus ar vro hag ar prizioù ne greskont ket.

Ur moaien eo d'ober anaouedegezh gant an dud evel he deus graet Gaëlle Maudire hag a zo ganeomp hiziv en abadenn Buhez. Evelti ez eus bet ur bern tud o tilojañ er Fouilhez nevez zo ha L'épicétout a servij da grouiñ liammoù etre an dud, ar pezh a vanke hervez ur sontadeg o doa graet tud L'épicétout a-raok lansañ ar raktres-mañ.

La première épicérie associative et participative a vu le jour à la fin du mois de mars 2024 à La Feuillée, dans les Monts d'Arrée, grâce à Bouge ton coq qui aide à redynamiser les petites communes rurales françaises. Son nom : L'épicétout. Le projet plait, près de 200 personnes sont inscrites et viennent faire leurs courses dans cette épicerie où aucune marge n'est faite.

C'est aussi une manière de rencontrer ses nouveaux voisins comme l'a fait Gaëlle Maudire, avec qui nous sommes aujourd'hui. Cela permet de créer du lien, ce qui manquait d'après un sondage fait auprès des habitants avant de lancer le projet.



L'Ecomusée des Monts d'Arrée refait du charbon le temps d'un week-end

L'Ecomusée des Monts d'Arrée refait du charbon le temps d'un week-end

21/05/2024
38:44

D'ar 25 ha d'ar 26 a viz Mae 2024 e vo diskouezet d'an dud ar glaouerez savet gant ekomirdi Menez Are, e Sant-Riwal. En hañv 2023 ez eus bet ur bern koad o kouezhañ ha dastumet eo bet ar c'hoad-se evit ober glaou evel gwechall gozh. Chomet eo a-sav an doare-mañ d'ober energiezh en ti goude an eil brezel bed.Lakaet e vez ar gaoz en abadenn-mañ asamb... Diskouez muioc'h


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ