1 000 buhez en deus an engraver staliet e Landerne. A-gleiz hag a-zehoù emañ an engraver Tomaz Godin. Un deiz e Venitia, e Bro-Italia, un deiz all e Bro-Filippinez. Koulzad kentañ an heuliad "Klask ar sklêrijenn" a heul anezhañ hag an arzourien hag an arzourezed o deus merket e vuhez. War Frañs 3 Breizh en abadenn Bali Breizh e vez skignet. Emañ o paouez digeriñ an ostaleri Celtia hag ar preti Rohan war pont Landerne hag ar raktres en deus da grouiñ ur "mirdi bev" amañ e Landerne e-touez raktresoù all. O kaozeal eus an dra-se emaomp en abadenn Buhez.Le graveur landernéen a 1 000 vies. Thomas Godin court à droite à gauche. Un jour, il est à Venise, en Italie, un autre dans les Philippines. La première saison de "Klask ar sklêrijenn", diffusée dans l'émission Bali Breizh sur France 3 Bretagne, l'a suivi sur les traces des artistes qui ont marqué sa vie. Il vient également juste de réouvrir le pub Celtia et le restaurant Rohan sur le pont de Landerneau. Dans ses autres projets : ouvrir un "musée vivant" ici à Landerneau. Nous en parlons dans l'émission Buhez.
Abaoe 2018 e vez degemeret, bodet ha kemeret tud yaouank, minored dibleustr "mineurs isolés", war chouk ar gevredigezh Les Utopistes en action e Menez Are. Hiziv e reomp anaoudegezh gant al lec'h staliet e Pleiber-Krist gant Yves, den a-youl vat abaoe 3 bloaz. Kelenn a ra galleg dezho bep sizhun.O klask emañ ar gevredigezh familhoù c'hoazh evit degemer tud yaouank da vare Nedeleg ha moaien zo kas boestoù gant prodoù enno ar sizhun-mañ c'hoazh.L'association Les Utopistes en action, installée dans les Monts d'Arrée, prend en charge depuis 2018 les jeunes mineurs isolés, elle les accueille, les loge et les aide dans leurs démarches administratives. Nous faisons la connaissance aujourd'hui de ce lieu qui se trouve sur la commune de Pleyber-Christ avec Yves, bénévole depuis 3 ans. Il assure chaque semaine des cours de français.L'association cherche encore des familles qui pourraient accueillir des jeunes à Noël et il est encore temps d'envoyer des boîtes cadeaux à destination des jeunes cette semaine.
Abaoe Miz Ebrel 2023 eo digor Ar Stal, ur greizenn artizanerezh hag ur c'hafedi e Plouneour-Menez. Ur greizenn e-mod-se a vanke e Menez Are, se zo kaoz eo bet savet gant Solen Lesouef ha Daniel Ross, daou artizan eus ar vro. Angelina Beauvir a ra war-dro ar c'hafe a zo e-tal e-kichen d'an atalier hag ober a reomp tro ar lec'h asambles en abadenn-mañ.Ar Stal est ouvert depuis avril 2023 à Plounéour-Menez. Ce centre d'artisanat, qui fait également café et restauration, manquait dans les Monts d'Arrée. C'est pour cette raison que les deux artisans, Solen Lesouef et Daniel Ross, ont créé ce lieu de toute pièce. Angelina Beauvir s'occupe du café qui se trouve à côté de l'atelier. Dans cette émission, nous faisons le tour d'Ar Stal ensemble.
A-viskoazh en deus Koulizh Kedez klevet brezhoneg Koulizh Kedez tro-dro dezhañ, gant e dud ha gant e amezeien e Sant-Kouled, e-kichen Kastellin, e-lec'h m’emañ o chom c'hoazh en un ti bihan. Skrivañ a ra bemdez en e yezh-vamm. Ouzhpenn 30 levr en deus skrivet ha troet diwar ar galleg, an alamaneg, ar rusianeg, ar yiddish hag an hebraeg. E 2024 e teuio er-maez daou levr nevez. D'ar 27 a viz Here 2023 e vo gwelet e mediaoueg Rosporden evit ur gaozeadenn diwar-benn e labour treiñ ha skrivañ.Koulizh Kedez a toujours entendu la langue bretonne, dès son plus âge, par ses parents ou les voisins à Saint-Coulitz, à côté de Châteaulin, où il vit encore dans une petite maison. Il écrit tous les jours dans sa langue maternelle et a écrit à ce jour plus de 30 ouvrages en langue bretonne. Deux nouveaux ouvrages sortiront en 2024. Il vient présenter le 27 octobre 2023 son travail pour une discussion en breton à partir de 18 h, à la médiathèque de Rosporden en Sud-Finistère.
E Miz Du 2023 e oa bet skignet koulzad kentañ Koumoul, un heuliad nevez produet gant Frañs 3 Breizh ha Tita Produksioñ. Skrivet eo gant Loic Moigne ha kaoz zo en heuliad-mañ eus Nicole Colic, c'hoariet gant Loeiza Beauvir, drouklazhet hag homañ, war he c'houmoulenn, a choaz piv a 'z euio d'ar Baradoz ha piv a 'z euio d'an Anaon. O filmañ emañ ar skipailh er mare-mañ e studio streat ar skol staliet e Sant-Kadou, bet omp o welet anezho evit kompren penaos ez a en-dro hag evit gouzout hiroc'h ar jeu a vo e bed ar re varv. En eil koulzad eo bet kemeret plas Nicole Colic gant Brigitte Fichou ha prevesaet eo bet bed ar re varv. Gant ur fent du e vez lakaet ar gaoz war temoù a-vremañ. E 2025 e vo skignet war Frañs 3.La première saison de la série Koumoul a été diffusée en novembre 2023. Ecrite par Loïc Le Moigne et produite par France 3 Bretagne et Tita Production, elle aborde la question de la mort à travers le personnage de Nicole Colic, assassinée, qui choisit de son nuage qui va au Paradis ou en Enfer. L'équipe est actuellement en tournage au studio streat ar skol à Saint-Cadou et nous sommes allés leur rendre visite. Dans cette deuxième saison, c'est Brigitte Fichou qui a pris la place de Nicole Colic et le monde de la mort se privatise. Avec un humour grinçant, Koumoul met en scène les travers contemporains du monde des vivants. La deuxième saison sera diffusée en 2025.
E-pad ouzhpenn 20 vloaz he deus labouret Eliane Ansquer er friturioù Douarnenez ha soñjet he deus e oa brav kaozeal eus he buhez labour e brezhoneg pa 'noa komañset da gaozeal en-dro he yezh vamm. Gant An Alarc'h eo bet embannet he levr, "Brilli, toñ, sardin..." nevez zo. 100 vloaz zo 'oa bet komañset harz labour bras pennoù sardin Douarnenez d'ar 24 a viz Du 1924. Ganti emaomp hiziv en abadenn Buhez evit enoriñ he buhez labour ha re ar merc'hed all a labour enno. Eliane Ansquer a travaillé pendant plus de 20 ans au sein de conserveries de poisson à Douarnenez et elle a eu l'idée de témoigner de cette vie professionnelle sur papier, en breton, quand elle a recommencé à parler sa langue maternelle. La maison d'édition An Alarc'h a publié récemment son premier livre, "Brilli, toñ, sardin...".Douarnenez commémore depuis le 24 novembre dernier les 100 ans de la grève des sardinières. Nous en discutons ensemble dans cette émission Buhez pour honorer sa vie en tant qu'ouvrière et celle de toutes les autres qui y travaillent encore.
Etre an 18 hag ar 24 a viz Du 2024 e oa sizhunvezh en Europa evit digreskiñ al lastez. E 2020 e veze produet e Bro-Frañs 309 milion ton a lastez, da lâret eo 4,6 ton dre annezad ha produet 'vez kalz a lastez gant an embregerezhioù hag an aozadurioù ivez. Hiziv emaomp gant Claire Cariou eus ar gevredigezh Côte Waste evit lakaat ar gaoz war an tem-mañ. Deuet eo er-maez he levr nevez embannet, "En selle pour la réduction des déchets". La Semaine européenne de réduction des déchets s'est tenue cette année du 18 au 24 novembre dernier. En 2020, c'était 309 millions de tonnes de déchets produits, c'est-à-dire 4,6 tonne par habitant. Enormément de déchets sont faits dans le monde du travail.Aujourd'hui, nous discutons de ce sujet avec Claire Cariou de l'association Côte Waste qu'elle a cofondée. Elle vient de publier le livre, "En selle pour la réduction des déchets".
War he studioù kazetenniñ emañ Aziliz Peaudecerf e IUT Lannuon. E-pad tost ur bloavezh eo aet da Vro Kebek hag o paouez tont en-dro e Penn-ar-bed emañ. Eno he deus graet anaoudegezh gant ar familh Konan, Bretoned hag a oa bet divroet eus Breizh er bloavezhioù 1950 rak paour-razh e oant. "Breizhiz er C'hanada" eo anv he fodkast nevez embannet war al lec'hienn Ouest-France.Aziliz Peaudecerf est actuellement étudiante à l'IUT de Lannion en journalisme. Elle vient de revenir d'une année à l'étranger, au Québec. Elle a fait connaissance sur place avec la famille Konan notamment, des Bretons qui ont émigré dans les années 1950 de Bretagne à cause de la pauvreté. "Breizhiz er C'hanada", voici le nom de son nouveau podcast mis en ligne sur le site de Ouest-France.
Abaoe Miz Even 2023 eo digoret an ostaleri hag ar presti Friko e-kreiz bourc'h Gwimaeg hag a zo e Bro-Leon, e-kichen Bro-Dreger. Gant Dylan Simon ha Yoann Le Puil eo bet lañset an traoù ha leun-chouk e vez alies. Da vare merenn e vez kinniget tri fred ha diouzh noz eo kentoc'h un ostaleri gant sonadegoù ha diskouezadegoù. Reiñ a ra lañs d'ar vourc'h ! D'ar 16 a viz Du e vo un atalier keginañ eno e brezhoneg. Gant Ti ar vro Montroulez, KLT, e vez kinniget e-pad Tan miz Du 2024 gant 30 darvoud bennak kinniget er vro e brezhoneg. Gant Dylan Simon emaomp hiziv e Friko.Le Friko a vu le jour en juin 2023 dans le centre du bourg de Guimaëc, commune située quasiment à la frontière du Léon et du Trégor. L'idée vient de Dylan Simon et Yoann Le Puil. Leur envie : ouvrir un restaurant qui serait également lieu culturel. Le midi, l'endroit ne fait que restaurant mais il se transforme le soir en bar avec concerts et expositions. Le 16 novembre prochain, un atelier de cuisine se tiendra dans cet endroit à l'occasion de Tan miz Du, un mois et demi d'évènements culturels proposés par la maison de pays KLT à Morlaix. Nous sommes aujourd'hui en compagnie de Dylan Simon au Friko.
Lañset en deus Gurvan Lozac'h ur raktres nevez war e chadenn Youtube, "Brezhoneg bew". Kempenn a ra enrolladennoù kozh eus tud eus ar vro, Menez Are, ha lakaat a ra anezho war Internet d'an dud da selaou. Gantañ emaomp hiziv en abadenn Buhez evit kaozeal eus 'se.Gurvan Lozac'h s'est lancé dans un nouveau projet mis en ligne sur sa chaîne Youtube, "Brezhoneg bew". Il redonne vie à des enregistrements anciens de personnes de son coin, dans les Monts d'Arrée, et les met en ligne afin d'être accessibles à toutes et tous. Nous sommes avec lui aujourd'hui pour en discuter dans l'émission Buhez.