Damp da c'hout muioc'h a draoù a ziwar buhez ar ganerez Morwenn Le Normand. He 'gonta diomp e sonjoù kentan pa oe bet gopred evit kano. Ha ze oe ba gêr, b'an Orian, 'vel just ! He 'displega damp ivez speret an daouad hag 'deus savet gan Ronan Pinc, ha pesort istorioù vez kontet gante pa 'reont arvestoù pe festoù-noz.
Musik : Morwenn Le Normand ha Ronan Pinc, Beltan Mari-Louiz
Diamp' d'an davarn Ar Roue Morvan evit ober anaoudegezh gan ur plac'h d'an Orian : Morwenn Le Normand. He a gonteï deomp pegen tomm eo dezhi an Orian ha Locmiquelic, lem 'ma i chom, ha pesort chanchamenchoù zo bet gwellet ba'n tu-se goude ar c'hovid. Ha peogwir homan zo deuit da vout ar « speakeuse » FC An Orian, e vo kaojet un tamm deus ar football hiri ba ho abadenn TKM !
Ton : Youn Kamm et le Bagad du Bout du Monde - Kalon Skorn
Ni hamp' da beajo en ur skol 'vel vije kavet kasi kant bloaz zo, gan Cédric Binet. Yian zo i chom er C’hroesti met e laboura ba Botoa er mirdi er skol. Hiri,e diamp' da visito gantan ur sal klas mod bloavezhoù tregon !
Ton : Ar strollad Kanerhog. Foer gouel Mikel
Skoalerez vije bet Elodie Jaffré ‘raok bout kanerez-a vicher. Konta a ra deomp a ziwar al labour-se ba skol diwan. Kontet vo ganti ivez, pegen tomm eo deï treuzkas ar c’han d’ar vugale.
Tonioù : An ton doubl gan Awena Lucas
MONET DA DOULON (Bladenn « ER VAMMENN ») gant Awena Lucas.
Elodie Jaffré ‘displega deomp peseurt mod oe aet da gano ha penaos ‘doe decided ober a vicher de se. Koaja a ra ivez a’ziwar kanerien ha kanerezed important ‘doe rencontret war he hent.
Tonioù :
-Elodie Jaffré ha Maeva Guegan i kano ba konkour Fisel 2016. (Finale danse Hommes)
- KREIZ BREIZH AKADEMI 7 - " HED"
Ni zo gant ar c’hanerez Elodie Jaffré, ba ti he zud, etre Lomener ha Kerroc’h. Kont a ra deomp peseurt mod ‘doe kavet kanaouennoù hag oe bet dastumed ba Kerroc’h, ha vije kanet gant he ontr-cozh. Un arvest « Kanour noz » hag ur bladenn zo bet savet ganti deus an istor-se.
Musik : Kombat Tunis, Kaner Noz
Gan mignoned dezhan, 'neus savet Elouan Le Sauze an abadenn fest-noz gwall bruded ba Roazhon : "le fest-noz qui tâche". Konto a ra deomp perak eo tomm dezhe festoù-noz mod-se.
Musik
1) Ar strollad Larêt-hi enrolled gan RBG pad ar fest etrekeltiek an Orian 2022.
2) Ivarh – Er Park